Pajenn:Sebillot - Luzel - Ar republik eo ar peoc'h ha mad ann holl, 1875.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix.


AR REPUBLIK
EO AR PEOC’H HA MAD ANN HOLL.
————



Pempet pennad.
————

Paotred ann Empir hag ar Monarchisted all a gomz atao euz prosperité ha pinvidiges amzer ho Impalaër, pe ho Roue ; ha pa na ouzont ken petra lavaret, hec’h eont bete lavaret penaoz indan ar Republik madou an douar (les récoltes) na c’hallont ket beza ken fonnus (aussi abondantes) evel indan ann Empir. Kement ze a zo re diot. Setu aman koulzgoude hag a diskouezo sklêr penaoz indan ar Republik hec’h a an treo (les affaires) koulz pe welloc’h eget gwez-all.

Er bloaz 1868, ar bloaz indan ann Empir ma zo bet ar muian a winis en Franz, e zo bet kant c’huezek million seiz kant tri ha pevar ugent mill hectolitres (116,783,000). — Er bloaz 1872, indan ar Republik, ha goude koll ann Alsace hag al Lorraine, (ur million pevar c’hant seiz ha daou-ugent hectares), ar gwinis en Franz hen eûs roet c’huec’h ugent million eiz kant tri mill hectolitres (120,803,000). Trevad (récolte) 1872 a zo eta evit pevar million hectolitres gwelloc’h eget ar gwella a zo bet indan ann Empir.

Er bloaz 1869, ann total euz kommers ar Franz gant ar broïou diaveaz (avec l’extérieur) a zo bet a c’huec’h milliard ha daou villion. — Er bloaz 1873, ez eo bet a nao milliard tri c’hant tric’huec’h ha pevar ugent million, da lavaret eo, ur milliard tri c’hant c’huezek ha pevar ugent livr muioc’h eget en 1869.

Ar Franz a em savo mui hoc’h-mui, mar kar ann dara-vuian ar Fransijenn digemer (accepter) gand fizians ar Republik, pehini eo ar muia marc’had-mad (le plus économique) euz ann holl gouarnamantjou.

Paëa a reomp en amzer a vreman gwiriou (des impôts) gwall-bouner ; met ar brezel grêt gant Napoleon III d’ar Prus a zo kiriek da ze.

A-c’hann da bell-amzer, marteze, na vo ket gallet bihannaad (diminuer) ar gwiriou-ze ; rèd eo paëa dle ar vro, as-ober (reconstituer) hon armé hag hon materiel, nann evit diskleria ar brezel da vro a-bed, met evit galloud em difenn, mar be ezomm.

Ar Republik a vihanna hon dispignou muioc’h eget na raë gouarnamant all a-bed.

Indan ar Republik hon eus da baea :
1° Evit gobrou (le traitement) Président
ar Republik, c’huec’h kant
mill livr
600,000 fr.
2° Evit koust (les frais)
ti Président ar Republik,
tri c’hant mill livr
300,000 fr
3° Evit dispignou Kambr
ann Deputeed, eiz million
c’huec’h kant pevar ha hanter
kant mill livr
8,654,000 fr.
4° Evit ar C’honseil d’Etat,
c’huec’h kant daou ha
tri hugent mill, eiz kant livr
662,800 fr.
Kement-se holl a ra :
Dek million, pevar c’hant
c’huezek mill hag eiz kant livr
10.416,800 fr.
Ann Empir a gouste dimp :
1° Liste civile, pe gobrou
ann Impalaër, pemp
war n-ugent million
25,000,000 fr.
2° Evit famill ann Impalaër,
daou villion daou
c’hant mill livr
2,200.000 fr.
3° Evit dispignou ar Senat
ha kambr ann Deputeed,
unnek million, pevar
c’hant tri mill ha tregont
pemp kant livr
11,433,500 fr.
4° Ar Garde imperial,
pevar million
4.000.000 fr.
5º Ar C’honseil d’Etat,
daou villion, tri c’hant
c’hwec’h ha tri ugent mill,
nao c’hant livr
2.366,900 fr.