Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67

da gavout ar roue ha lâr d’ezan e vo ret d’it kaout diou vatimant, unan karget a gig hag a vara, hag eun all goullo evit lakât ar c’hastell.

Roet eo d’ezan an diou vatimant ’vel m’o goulenn, hag ec’h a kuit. Pa ’c’h arru en enezenn ’lec’h ma oa ar c’hastell arc’hant, e oa daou leon oc’h en em ganna, c’hoant d’eze d’en em zebri gant an naoun o devoa. Teurel a ra d’eze eun ejen, ha setu int da zebri, ha fin d’ar gann. P’o devoa debret o gwalc’h :

— Hon bennoz d’it, emeze, Louizig, filhor ar roue Frans ! E oamp o vont da ’n em zebri aman, ma na vijes deuet d’hon sikour. M’az pefe ezomm biken a sikour, goulenn, hag ec’h arrufomp.

— Ma ! loened paour, ezomm a-walc’h am eus a-vreman. Me ’zo digaset aman gant ar roue Frans, da gerc’hat d’ezan kastell arc’hant ar brinsez he bleo aour, ha penaos e teuin a-benn d’ober se, mar n’am be sikour diganec’h ?

— Ya, ya, ni ho heuilho hag a raio se evidoc’h, n’ho pet morc’hed.

Hag an daou leon da redek d’ar c’hastell, d’e zic’hrouienna diwar ar roc’hell ’lec’h ma oa, ha d’e zigas d’ar vatimant.

Eur pennadig goude, e voe souezet ar roue koz eur beure, o welet ’vel ma oa kaer ha lugernus an amzer Ma ’z eas d’e brenestr.

— Hola ! emezan, setu digouezet kastell ar brinsez he bleo aour !

Hag hen raktal da gavout ar brinsez :

— Setu deut ho kastell, prinsez ! Jezuz ! ’vel m’eo kaer, pa bar an heol warnan !… Breman e vefomp eureujet.

Hag e lampe hag e tanse ar roue koz, gant ar joa.

— Goustadik ! eme ar brinsez. Ar c’hastell a zo deut, hen anavezout a ran ; met an alc’houeziou ? N’em eus ket an alc’houeziou, ha na me na den ebet n’antreo ennan biken ken a vo kavet d’in an alc’houeziou.

— Met pelec’h emaint ?

— Siouaz ! o treuzi ar mor, ez int kouezet diganen ebarz, hag em eus aoun bras na veint kavet morse !

Setu glac’haret ar roue koz, e-kreiz e joa vrasa.

— Ha penaos, emezan, dont biken a-benn da gavout an alc’houeziou-ze ?