Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66

bras e oa o welet Louizig o choari gant al leon barz ar gaoued, evel gant eur c’hi.

— Peseurt den eo heman ’ta ? a lavare d’ezi he-unan… Eomp da zijuni ! a lavaras evel an deiziou all.

— Nann ! eme Louizig. Breman e teufet ganen p’eo grêt an holl labour.

— Bah ! chomet ganen aman ; dimezet e vefomp an eil d’egile, hag hon bo an holl blijadurezou en hon c’hastell kaer.

— Nann ! nann ! grêt am eus al labour, ha c’houi, dalchit d’ho ker, hag eomp, hep dale pelloc’h.

— Ma ! roit d’in amzer bepred da serri dorojou va c’hastell, ha da zigas ganen va alc’houeziou.

Serri a ra an holl dorojou, lakaat an holl alc’houeziou en he godell, ha neuze ec’h eont d’an aod, ’lec’h ma oa bepred bag vihan Louizig. Antren a reont ’barz ar vag, hag e berr amzer e voent rentet en tu all d’ar mor. Met ar brinsez, hep goût da Louizig, he devoa taolet alc’houeziou ar c’hastell arc’hant ’barz ar mor. P’ arrujont en aod, e oa eno ar marc’h koz ouz o gortoz.

— Laka ar brinsez, emezan, a-raok d’it, war an dibr, ha te ’vo war an talier, ’vit n’hallo ket mont kuit.

Pa welas ar roue koz ar brinsez, kaer evel ma oa, e kollas e benn, hag e felle d’ezan he eureuji raktal.

— Goustadik ! emezi ; pa ho po digaset d’in aman va c’hastell arc’hant, evit ober mez d’hoc’h hini.

Setu nec’het ar roue koz. Penaos digas eno kastell ar brinsez ?

— Bah ! eme ar c’hakouz, ar paotr marchosi, p’en deus digaset ar brinsez, a zigaso ivez he c’hastell, michans !

Setu goulennet Louizig da vont da gavout ar roue, ha lavaret d’ezan e renkje digas kastell arc’hant ar brinsez, pe n’oa nemet ar maro evitan.

— Penaos va Doue, aotrou roue, ’oufen-me ober eun dra evel-se ?

— Ah ! n’eus ket da lâret, ret e vo d’ec’h ober, pe vervel.

— Ma ! êsa ’rin bepred.

Dont a ra Louizig paour da gavout e varc’h koz, hag hen trist : konta ’ra d’ezan petra ’c’houlenn a-nevez ar roue.

— N’omp ket c’hoaz e penn hon foaniou, eme ar marc’h. Kerz