Konta ’ra d’ezi e zoare.
— Na nec’hit ket, emezi, kement-se ’vo grêt hep dale.
Hag ar merien da labourat, ha d’ober tri bern.
P’arruas ar brinsez, da sav-heol, e oa fin d’eze pell a oa.
— Grêt eo al labour ? emezi.
— Ya sur, prinsez.
— Ha grêt mat ?
— Sellit hoc’h-unan.
Hag hi o kemer eun dornad, daou dornad, tri domad eus pep bern, ha da sellet piz. N’oa netra da lavaret.
— Mat ! emezi. Eomp breman da zijuni.
Ma tremenjont adarre an deiz-se o vale asamblez, bete koan. Debret koan, pa oant o c’hoari ar c’hartou, e c’houlennas adarre Louizig mont da gousket.
— C’hoaz ’zo labour d’ober, eme ar brinsez. Deut ganen, ma tiskouezin d’ec’h.
Ma tremenjont dre ar gegin, ha Louizig, o tremen, a dapas hag a zigasas gantan eur c’harter loue a welas eno war an daol. Hen dastum a ra ar brinsez e kaoued eul leon n’en devoa bet tamm da zebri tri deiz a oa ; alc’houeza ’ra an nor warnan, hag ec’h a kuit, en eur lavaret :
— Warc’hoaz ar beure, e teuin da welet penaos ’vo ar bed ganec’h !
Louizig ne goll ket e benn ; teurel a ra ar c’harter leue d’al leon, hag e lavar prim :
D’am sikour, roue ’l leoned ! |
Ha kerkent e tigouez roue al leoned, hag e tifenn d’al leon a oa ’barz ar gaoued ober droug ebet da Louizig, A-raok mont kuit, e lavar c’hoaz da heman :
— Breman e lârfet d’ar brinsez ’vo ret d’ezi mont ganec’h, ha kaer he devo lâret d’ec’h chom c’hoaz, n’ho po netra d’ober ken nemet pourmen ganti ha kemer ho plijadur ; na selaouit ket he c’homzou kaer.
An deiz war-lerc’h, da sav-heol, pa deuas ar brinsez, souezet
5