Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68


— Evidoun-me, eme ar c’hakouz, ne welan nemet an hini en deus digaset d’ec’h ar brinsez hag he c’hastell a vefe den da zigas ivez an alc’houeziou.

— Gwir eo, eme ar roue ; digemennet d’ezan dont d’am c’havout prim.

Digemennet eo da Louizig. Setu hen adarre dirak ar roue.

— Digaset e teus d’in, va faotr, ar brinsez hag he c’hastell ; met an alc’houeziou ? Ret eo kaout an alc’houeziou evit mont ebarz.

— Hag emaint pelec’h ?

— Ar brinsez o lezas da goueza ’barz ar mor, pa oa o tont aman, hag e vo ret d’it o c’havout hag o digas d’in.

— Ha penaos e fell d’ec’h e rafen eun dra evel-se ?

— Ah ! n’eus ket da lâret, ret e vo d’it o digas d’in, pe n’eus nemet ar maro evidout.

Dont a ra Louizig adarre da gavout e varc’h, hag e lavar d’ezan ar pez a c’houlenn ar roue.

— Ma ! me a yelo ganit. Goulenn va samm a aour hag a arc’hant, ha, war an hent, ro aneze, a dornadou, da gement paour a weli. Pa vi digouezet war an aod, galv ar pesk bihan a teus sovetaet e vuhe d’ezan : hennez da lemo a boan, ar wech-man.

Mont a reont o-daou war-zu ar mor. Digouezet war an aod, Louizig a lavar :

Roue an holl besked ar mor,
Dired, dired prim d’am sikour !

Kerkent ar pesk bihan a sav e benn war c’horre an dour, hag a lavar :

— Petra ’zo evit da servij, Louizig, filhor ar roue Frans ?

— Ato, rouanez he bleo aour he deus lezet alc’houeziou he c’hastell arc’hant da goueza e fonz ar mor, hag a zo lâret d’in e renkin o digas d’ezi, pe n’eus nemet ar maro evidoun.

— Ma ! bez dinec’h, ha mar demaint eun tu bennak ’barz va rouantelez, e voint digaset d’it aman hep dale.

Ar pesk bihan — hag a oa roue holl besked ar mor, — a blunjas neuze dindan an dour, hag a c’halvas e re, pep-hini dre e hano, hag a c’houlennas digante ha n’o devoa ket gwelet eun tu bennak