Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62


— Taol brignon breman, ha prim ! eme ar marc’h.

Hag hen da zizac’ha brignon, hag ar merien da zebri ! P’o devoe debret o gwalc’h, ar vrasa aneze a deuas da gavout Louizig, hag a lâras d’ezan :

— Va bennoz d’it, Louizig, filhor ar roue Frans ! Me eo rouanez an holl verien. M’az pe biken ezomm ac’hanoun hag eus va re, n’az po nemet goulenn sikour, hag e kavi.

Setu int adarre en hent, evit mont pelloc’h, Digouezout a reont neuze demdost da aod ar mor.

— Breman, eme ar marc’h, ez afomp eur pennad amzer an eil hep egile. Eur vag a gavi en aod ha da gaso d’an enezenn ’lec’h m’eman ar c’hastell arc’hant, hag ennan prinsez he bleo aour. Pa vi o vont war trêz an aod, e weli eur pesk bihan er-mêz an dont, digor e c’henou gantan ha prest da vervel. Laka ar pesk bihan ’barz an dour, rak ezomm az po anezan, eun deiz… Va lez aman breman da beuri ha, pa retorni, am c’havi.

Kimiadi ’ra Louizig diouz e varc’h.

Pa oa o vont war trêz an aod, e wel ar pesk bihan. Digor ’oa e c’henou gantan, ha poan d’ezan finval c’hoaz eun tammig e lost. Hen tapout a ra goustadik en e zorn hag hen laka ’barz an dour, al loenedig Doue. Ar peskig a sav neuze e benn war-c’horre an dour, hag a lavar :

— Va bennoz d’it, Louizig, filhor ar roue Frans ! M’az pe biken ezomm eus va zikour, n’az po nemet goulenn roue ar pesked, hag en em gavo dioc’htu.

— Hag a zo mat ! eme Louizig.

Mont a ra pelloc’h eun tammig, hag e wel eur vag vihan. Mont a ra ebarz, ha kerkent ec’h a kuit anezi he-unan, hag en em gav hep dale en eun enezenn. Gwelet a ra eno eur c’hastell, eun dra eus ar c’haera. En arc’hant holl e oa, ha, pa bare an heol warnan, n’halle den sellet outan. An nor a oa digor-frank, hag ec’h antre ; mont a ra ’barz ar gegin.

— Demat d’ec’h, prinsez, a lavar d’eur plac’h kaer a oa eno.

— N’en ket me ar brinsez, eme houman, n’oun nemet he c’heginerez.

— Eur plac’h, ker koant ha c’houi, keginerez !