Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63


Gwelet a ra neuze eur plac’h a gambr, koantoc’h c’hoaz, hag e lavar dezi ivez :

— Demat d’ec’h, prinsez.

— N’eo ket me ar brinsez, a lavar houman ivez, n’oun nemet he flac’h a gambr.

— Jezuz ! pe vurzud eo ’ta ar brinsez-ze !

Renet eo da gambr ar brinsez. Ken kaer, ken lugernus e oa an holl draou eno, ma n’halle ket derc’hel e zaoulagad digor.

— Demat dit, Louizig, filhor ar roue Frans ! eme ar brinsez d’ezan, evel m’hen gwelas. Te ’zo deut aman d’am c’herc’hat, me ’oar se. Met an dra-ze, va faotr kêz, n’eo ket êzet… Met koaniomp bepred.

Ma reas eno eur goan evel n’en devoa grêt biskoaz.

— C’hoariomp breman eur barti gartou, a lâras ar brinsez, pa voe achu koan.

Setu int ’ta o c’hoari kartou ; Louizig a golle bep taol, bep taol. Ma teu c’hoant kousket d’ezan, hag e c’houlenn mont d’e wele.

— Penaos e kredez komz a gousket ? emezi. N’eo ket o kousket e teui a-benn d’am zenna ac’han !… Deus ganen, ma tiskouezin d’it al labour a teus d’ober evit an noz-man.

Hag hen kasas neuze en eur prad ’lec’h ma oa teir stank, unan leun a zour, eun anl leun a fank du, hag an deirvet goullo. Hag e lavaras d’ezan :

— Sell aman teir stank, unan leun a zour, eun all a fank du, hag an deirvet goullo. Ret e vo d’it, a-benn warc’hoaz ar beure, dizec’han an hini genta, ha kas an dour hag ar pesked ’barz an deirvet, ha lemel ar fank holl eus an eil, ha kement-se gant ar grogenn vrinig-man.

Hag e roas d’ezan eur grogenn vrinig, hag ec’h eas kuit neuze. Setu nec’het-bras ar paotr Louizig.

— Penaos ober ? emezan. Daoust piou a c’hallfe va sikour el labour-man ? Rouanez ar gwazi marteze. Ret eo d’in he gervel, da welet :

Dre an êr pe dre an dour,
Rouanez ar gwazi, deut d’am sikour !

Eur pennadig goude, e klevas eun drouz vras a ziouaskell a-us