Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61

tan.

— Lâret em oa d’ec’h, eme ar marc’h, lezel ar bluenn-ze ! Met ar pez hon eus da ober breman, eo labourat hon daou evit en em denn a boan eus hon gwella. Selaouit mat ’ta, ha grit holl piz evel ma lârin d’ec’h. It da gavout ar roue, ha lavarit d’ezan rei d’eoc’h samm tri vul a vara, tri a gig ha tri a vrignon, ha me evit ho tougen. Diwezatoc’h, e lârin d’ec’h petra ho po da ober gant ar boued-ze.

Mont a ra da gavout ar roue, hag ez eo roet d’ezan ar pez a c’houlenn.

An deiz war-lerc’h ar beure, Louizig en em laka en hent, gant e varc’h hag an tri vul sammet. Emberr en em gavjont en eur c’hoad bras, ’lec’h ma teuas a bep seurt loened gouez en-dro d’ê, leoned, bleizi, moc’h-gouez, lern, ha re-all. Hag e yudent hag e skrignent o dent.

— Dirog prim seier, a lâras ar marc’h, ha taol kig en-dro d’it !

Hag hen da deurel kig du-man, du-hont ; hag al loened da lampat, ha da c’hoari gant o dent ! P’o devoe debret o gwalc’h, eur pikol leon a deuas da gavout Louizig hag a lavaras d’ezan :

— Va bennoz d’it, Louizig, filhor ar roue Frans ! Me ’zo roue war an holl loened pevar-zroadek, ha m’az pe biken ezomm ac’hanoun pe eus va re, n’az po nemet goulenn sikour, hag e kavi.

Pelloc’h, e tigouezjont e-tal eur stank vras a oa goloet a wazi. Ma teujont holl war o lerc’h, oc’h ober : waï ! waï ! waï !

— Taol bara en-dro d’it ! eme ar marc’h.

Hag hen da stlepel bara du-man, du-hont, hag ar gwazi da zebri. P’o devoe debret o gwalc’h, ar vrasa a deuas da gavout Louizig, hag a lavaras d’ezan :

— Va bennoz d’it, Louizig, filhor ar roue Frans ! Me eo rouanez ar gwazi, ha p’az po ezomm ac’hanoun pe eus va re, n’az po nemet goulenn, hag e kavi sikour.

— Hag a zo mat ! eme Louizig. ’Vit ha pa ve an dud enep d’in, al loened bepred a zo a-du ganen.

Pelloc’h, o tremen dre eur c’hoad, e teuas en-dro d’ê eur bagad merien, bras evel gedon, ha darn evel denved ; ha ma oa aneze kement, kement ma n’hallent ket bale.