Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25

roue, a lavar d’ezan e renko kerc’hat diou vuredad eus au dour a varo hag an dour a vuhez, pe n’eus nemet ar maro evitan.

An deiz war-lerc’h ar beure, en em gav adarre ar gazeg gant Tregont a Bariz, hag e lavar d’ezi petra a c’hoanta c’hoaz ar roue.

— Allaz ! emezi, houman a vezo hon tro gwasa ; met, ma teuomp a-benn anezi, e vo fin ivez d’az labouriou ha d’az poaniou. Eomp en hent, rak gwall-bell hon eus da vont.

Goude beza grêt kalz a hent, dre a bep seurt broiou, e tigouezjont ivez e-lec’h m’o devoa da vont, e-kreiz eur c’hoad bras, lec’h ne zeue den gwech ebet.

— Sell du-hont an diou feunteun, oc’h treid an diou roc’hell vras a welez, a lavaras ar gazeg da Dregont a Bariz. Eun dakenn pep eur a gouez eus pep roc’hell en pep feunteun.

— Ya, gwelet a ran an diou feunteun, met daou leon eus ar re vrasa a welan ivez en pep tu d’an daou dour, ha ma tostaan, e vin diframmet sur gante.

— Goulenn roue al leoned d’az sikour.

Gervel a ra roue al leoned, hag e teu kerkent.

— Petra ’zo evit ho servij, Tregont a Bariz ?

— Ato, digaset oun gant ar roue Frans da gerc’hat d’ezan diou vuredad eus an dour a vuhez hag an dour a varo, met ar pevar loen a welan du-hont va lakaio a-beziou, ma tostaan.

— N’eus nemet se ? Gortozit eun tammig, ma komzin gant ar baotred-ze.

Mont a ra roue al leoned d’ar pevar leon a oa o tiwall an diou feunteun, hag e tiskar aneze d’an douar, hag, e keit-se, Tregont a Bariz a garg e diou vured, unan a bep seurt dour. Trugarekaat a ra roue al leoned, hag e retorn neuze d’ar gêr gant e gazeg vat.

Tri bloaz e oant bet oc’h ober o zro, ha, ma oa koz ar roue diagent, breman n’ oa ket nebeutoc’h, ha koulskoude ne furae tamm hag e c’hoantae muioc’h-mui dimezi da Brinsez he c’hastell aour. Pa welas Tregont a Bariz distroet gant an daou dour, e kane hag e lampe gant ar joa, evel eur bugel. Raktal e felle d’ezan beza yaouankaet.

Astennet e voe war e gein war an daol, hag ar Brinsez a skuilhas warnan diou pe deir dakadenn eus an dour a varo. Ha ne la-