Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24


— Met penaos ober evit kaout an alc’houez-ze eus a fonz ar mor ?

— Nemet Tregont a Bariz a deufe a-benn d’hen kaout, ne welomp den all ebet, a lavaras an holl.

Digemennet eo adarre da Dregont a Bariz mont da gavout ar roue, ha lavaret d’ezan e renko kavout an alc’houez, pe n’eus ne-met ar maro evitan.

Mont a reont en hent, e gazeg hag hen. Pa ’z int digouezet en aod ar mor, ar gazeg a lavar d’ezan :

— Galv breman roue an holl besked, en devoa lavaret e teuje d’az sikour, p’az pije ezomm.

Gervel a ra roue an holl besked a deu dioc’htu hag a lavar :

— Petra ’zo evit ho servij, Tregont a Bariz ?

— Digas d’in alc’houez kastell Prinsez he c’hastell aour, a daolas e fonz ar mor, pa oa o vont ganen da Bariz,

— Ma n’eus nemet-se, ne bado ket pell.

Gervel a ra ar roue e holl besked hag e c’houlenn digante ha n’o devoa ket gwelet an alc’houez, Hini ne ouie doare d’ezan, Tremenet e oant holl, nemet ar wrac’h, a ve atao war-lerc’h. Dont a ra ivez, hag an alc’houez ganti en he genou. Ar roue a ro anezan da Dregont a Bariz, hag heman a zistro kerkent d’ar gêr.

— Breman bepred, a lavaras ar roue koz da Brinsez he c’hastell aour, o rei d’ezi alc’houez he c’hastell, e vo grêt an eured, p’am eus rentet d’ec’h holl kement hoc’h eus goulennet diganen.

— Ya, breman e vo grêt an eured. Met eun draïg a c’hoantaan c’hoaz a-raok ; se ne vo ket diês d’ec’h, goude ar pez hoc’h eus grêt.

— Petra eo ’ta ?

— Gouzout a rit n’oc’h ket yaouank-yaouank ken, hag a-raok dimezi d’ec’h, em befe c’hoant d’ho kwelet evel pa oac’h en oad a bemp bloaz war-nugent.

— Met penaos e c’hallfe kement-se c’hoarvezout ?

— Gant an dour a vuhez hag an dour a varo.

— Ha penaos kaout an daou dour burzudus-ze ?

— Eas a-walc’h, a gredan ; kalz diêsoc’h evit-se hoc’h eus grêt.

Digemennet eo adarre da Dregont a Bariz mont da gomz d’ar