Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

varas goude-se na bu na ba : maro-mik e oa. Ar brinsez a lavaras neuze :

— Kasit ar c’hagn koz-ze da vreina du-ze en douveziou ! An hini en deus bet an holl boan a die kaout ivez an digoll. Tregont a Bariz a vezo va fried !

Taolet e voe korf ar roue koz da vreina e douveziou ar c’hastell ha Tregont a Bariz a voe dimezet da Brinsez he c’hastell aour.

Festou ha goueliou a voe eno neuze eus ar re gaera. E dibenn [1] pred an eured, Tregont a Bariz a lavaras :

— N’em eus keun [2] nemet da eun dra.

— Petra eo ? a lavaras d’ezan ar brinsez.

— Pa ne welan aman ivez va c’hazeg vat, a zo bet fidel d’in em holl boaniou hag em holl labouriou.

Kerkent en em gavas e sal ar banvez, den ne ouie penaos, eur plac’h eus ar c’haera, kalz kaeroc’h evit Prinsez he c’hastell aour, a oa kaer a-walc’h, hag a lavaras :

— Me eo an hini a zo bet ganit en da holl boaniou ha labouriou, e stumm eur gazeg ; me eo ar Werc’hez Vari, digaset d’az sikour gant an Aotrou Doue, en devoa da zastumet, pa oas bet dilezet en eur c’hleuz, war vord an hent.

Ha p’he devoe lavaret ar c’homzou-ze, e kolljont adarre ar gwel anezi.


Kontet gant Franseza an Ewen,
gwreg Tregoat, eus a Bedernek ;
1869.


————
  1. Dibenn, ivez : divez, fin.
  2. Keun, e Treger ; keuz e Leon.