Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80


— Kemerit eur brunenn diganen.

— Trugarez, ne garan ket ar prun.

— Sellit evel ma ’z int kaer !… Kemerit unan da danva ; ne goust netra.

Kemer a reas unan. Met p’he c’hasas d’e c’henou, e vanas kousket kerkent. Nav eur a sonas neuze, hag ar brinsez en em gavas eno kerkent.

— Allaz ! kousket eo ! a lavaras, pa welas anezan.

— Ya, a lavaras ar mevel, eur wrac’hig koz a zo tremenet dre aze hag he deus roet eur brunenn d’ezan, ha, p’en deus he c’haset d’e c’henou, ez eo manet kousket dioc’htu.

— Ma ! pa zihuno, roit d’ezan ar mouchouer-man, evit m’en devo sonj ac’hanoun.

Hag e savas neuze en êr. Fanch a zihunas kerkent, hag a welas anezi o sevel en êr : gwenn e oa evel eun êl.

— Manet e oan kousket ! emezan ; warc’hoaz e vo ret d’in teurel pled gwelloc’h.

An deiz war-lerc’h ar beure, pa oa war vean ar feunteun gant e vevel, evel an deiz diaraok, e teuas adarre ar wrac’hig koz da dremen. Eur banerad figez a oa ganti an dro-man.

— Kemerit eur figezenn, aotrou. Sellit evel ma ’z int kaer ha daro !

Naoun en devoa, hag e kemeras eur figezenn digant ar wrac’hig koz, hag he debras ; ha kerkent e vanas adarre kousket. D’an taol a nav eur, ar brinsez en em gavas adarre e-tal ar feunteun.

— Allaz ! kousket eo adarre ! emezi.

— Ya sur, eme ar mevel ; ar wrac’hig koz a zo tremenet dre aman adarre, hag he deus roet d’ezan eur figezenn, ha p’en deus debret anezi, ez eo manet kousket raktal.

— Setu aze eur mouchouer all da rei d’ezan, pa zihuno, evit m’en devo sonj ac’hanoun.

Hag e savas adarre en êr. Fanch a zihunas kerkent, hag a welas anezi adarre o sevel en êr : en griz e oa an dro-man.

— Va Doue ! emezan, manet e oan kousket adarre ! Daoust petra ’zo kiriek da ze ?

— Marteze, va mestr, eme ar mevel, ar frouez a gemerit digant