Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79


— Allaz ! emezi, aoun bras am eus na ve manet tamm ebet anezan !

Ha hi da glask war an daol, dindan an daol. Ne gave netra. Dre forz klask, e kavas en eur c’horn bennak eun tammig askorn eus ar penn.

— Bennoz Doue ! emezi, mat eo an dro !

Ha hi da frota an askorn gant he louzou. Dre ma frote, e kreske, e kreske, e teue kig warnan, en em gave pep ezel en e blas, kement ha kement ma savas ar c’horf en e bez, beo ha yac’h mat.

— Hola ! a lavaras neuze, deut eo an dro da vat. Breman ar jeanted n’o deus ken galloud ebet warnoun na war va re, hag holl kement a zo aman a zo d’it, betek me va-unan.

Kerkent en em gavas eno kalz, kalz a dud eus a bep seurt oad ha pep seurt stad, prinsed, prinsezed, duked, baroned, tud eus ar gomun, a oa eno holl dindan gazel-gê. A bep tu e savent hag e trugarekaent an hini en devoa o delivret, hag ec’h eent kuit neuze, pep-hini en e du.

— Eomp kuit ivez, a lavaras Fanch d’ar brinsez ; eomp da balez ho tad.

— Nann c’hoaz, emezi ; tri deiz hon eus c’hoaz da veza aman, hag an tri deiz-ze e vo ret d’ec’h chom hep debri tamm nag eva banne, ken a vo an taol a nav eur bep beure. Ma tebrit pe ma evit an distera tra a-raok an eur-ze, e vanfet kousket kerkent, ha n’am gwelfet ken. Bemdez, da nav eur, e teuin d’ho kwelet, ha neuze e c’hallfet debri hag eva. War eur mean a zo e-kichen ar feunteun, er c’hoad, e c’hortozfet ac’hanoun, ha, kerkent ha ma sono nav eur, en em gavin eno ganec’h. Kement-se ne vezo ket diês d’ec’h, goude holl ar pez hoc’h eus grêt.

P’he devoe lavaret ar c’homzou-ze, e kollas ar gwel anezi.

An deiz war-lerc’h ar beure, e oa Fanch en e goaze gant eur mevel, war vean ar feunteun, pell a-raok nav eur, o c’hortoz ar brinsez. N’en devoa na debret nag evet, hag en devoa naoun. Pa oa eno evel-se, e welas o tont war e du eur wrac’hig koz, hag eur banerad prun ganti war goupl he brec’h.

— Demat d’ec’h, aotrou koant !

— Ha d’ec’h ivez, mammig koz !