Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81

ar wrac’hig koz ho laka da venel kousket evel-se ?

— Bah ! n’eo ket ze ; an naoun eo, moarvat. Met warc’hoaz e taolin pled mat ha ne gouskin ket.

Ar mevel a roas d’ezan an eil vouchouer a oa griz ; ar c’henta a oa gwenn.

An deiz war-lerc’h ar beure, pa oant o-daou en o c’hoaze war vean ar feunteun, evit an deirvet gwech, e teuas adarre ar wrac’hig koz, hag eur banerad avalou-oranjez ganti an dro-man.

— Kemerit eun aval-oranjez, aotrou ; sellit evel ma ’zeo melen ha kaer !

Ar mevel en devoa c’hoant da lavaret d’e vestr ne gemerje ket, met ne gredas ket, hag e kemeras adarre. Ha kerkent ha ma krogas ennan gant e zent, e vanas adarre kousket.

Da nav eur, e tigouezas adarre ar brinsez, ha pa welas anezan kousket :

— Ah ! maleurus, emezi, kousket out adarre !

— Ar wrac’hig koz a zo tremenet adarre, a lavaras ar mevel, hag he deus roet d’ezan eun aval-oranjez, ha, kerkent ha m’eo kroget ennan gant e zent, ez eo manet kousket.

— Setu aman eun drivet mouchouer da rei d’ezan, pa zihuno, ha neuze e refet ar c’himiad diweza d’ezan evidoun, rak n’am gwelo ken, allaz !

Hag e savas adarre etrezeg an nenv, en eur leuskel eur garm truezus. Fanch a zihunas kerkent, hag a welas traon he sae : du e oa ; hag ar mouchouer he devoa roet d’ar mevel a oa du ivez.

— Allaz ! manet e oan kousket adarre !

— Ya siouaz ! a lavaras d’ezan e vevel… Ar brinsez, a-raok mont kuit, he deus roet d’in an drivet mouchouer-man, ha lavaret d’in kimiadi diouzoc’h evit ar wech diweza eus he ferz, rak ne dleit ken he gwelet.

— Eo, eo ! he gwelet a rin c’hoaz, rak ne baouezin da vale, na noz na deiz, ken am bezo kavet anezi, n’eus forz pelec’h ema.

Hag en em laka en hent, e-unan, gantan eun tammig bara hepken en e c’hodell… Pa voe skuiz o vale ha deuet naoun d’ezan, ec’h azezas war ar c’hlazenn evit diskuiza ha debri eun tammig. Eur wrac’hig koz a dremenas neuze e-biou d’ezan hag a lavaras :

6