Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —



  1. Ni a zo holl devezourien
    Er bed-man ha tud a boan ;
    Ha c’houi ’zisprizfe hon pedenn,
    C’houi, Aotrou mat, sant Erwan.

  2. Kalz ac’hanomp hep pell dale
    A vo echu o devez :
    Grit d’imp mont da gana, neuze,
    En Nenv gant anaoudegez !




N° LXXX. — Breiz-Izel da sant Erwan.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=92
      \key f \major
      \time 2/4
      f8. g16 a8. g16 | a2 | c8. f,16 f8. g16 \break
      f2 | g8. g16 g8. a16 | g2 | d8. f16 e8. d16
      c2 | f8. g16 a8. g16 | a4 c8. bes16 | a4 g | f2 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Ao -- trou sant Er -- wan kle -- vit hon pe --
      denn, Eus lein an Neñ -- vou roit d’imp hon gou --
      lenn eus lein an Neñ -- vou roit d’imp hon gou -- lenn.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

Diskan
    Aotrou sant Erwan klevit hon pedenn,
    Eus lein an Neñvou roit d’imp hon goulenn
    Eus lein an Neñvou roit d’imp hon goulenn.

  1. Ni ’ya da gana, hell bras ha bihan,
    Gloar hag enor d’eoc’h, Aotrou sant Erwan.

  2. Sant Erwan e Breiz dre-holl ’zo brudet,
    E Treger, Leon, Kerne ha Gwened.

  3. Gant tud a bep stad, uhel hag izel,
    E peder Erwan, a-dost hag a-bell.

  4. ’vit an holl e oa leun a garante(z),
    Evel gwir vreudeur o degemere.

  5. Eun deiz e teuas Jezuz e-unan
    Da glask aluzen digant sant Erwan.

  6. Graet en deus ar vad ’hed e holl amzer,
    Breman ’toug en Nenv eur gurunenn gaer.

  7. Bep hloaz sant Erwan a vez c’hoaz gwelet
    El lec’hiou santel ’lec’h ma oa ganet.

  8. Rak deiz e bardon, penn an den santel
    A vez douget c’hoaz betek e chapel.
Cant. Bret.
4