Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —



  1. Kement hini da sant Erwan
    A vo bet en em ouestlet,
    E pep ezomm hag e pep poan,
    Gantan a vo skoazellet.

  2. Pa vez glao bras, re a dommder,
    Gant an trevadou nec’het,
    Da sant Erwan e tereder,
    Sur da veza selaouet.

  3. D’ar beleg, d’an den a lezenn,
    Beleg santel, advokad,
    Sant Erwan ’ro skouer, sklerijenn
    'Evit ren o c’harg ervat.

  4. Ar vamm pa lavar eur bedenn
    Da sant Erwan beure-noz,
    Kalon he mab ’vel eur rozenn
    ’Dro war-du ar Baradoz.

  5. An intanvez paour en he foan,
    He bugale hep sikour,
    En em erbed ouz sant Erwan,
    Ha sant Erwan he rekour.

  6. Ar bugelig kaez, emzivad,
    Tad ha mamm gantan kollet
    E Sant Erwan a gav eun tad
    D’e vlenia ervat bepred.

  7. Ar soudard galvet d’an arme,
    Kent kuitaat, da Sant-Erwan
    A ya da bedi, ha neuze,
    A-greiz e galon a gan !

  8. Ar martolod war ar mor do(u)n.
    Gwall hejet e vag vihan,
    A zo fizians en e galon :
    E sturier eo sant Erwan.

  9. Al labourer a gar ar sant
    A gav skanvoc’h an arar,
    Kalz blotoc’h ’vez ar park, pa blant
    Pa sko e bal en douar.

  10. An devezour, an den a boan,
    Bemdez kent mont d’e zevez,
    Mar deu da bedi sant Erwan,
    A gano gant levenez :