Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 98 —



  1. Na dous eo pedi pa vezer er boan,
    Er chapel e-lec’h ma pede Erwan.

  2. N’en deus ket e Breiz eun iliz ken kaer
    Hag e iliz-veur, e kêr Landreger.

  3. Evit sant Tual, ho tad binniget,
    Aotrou sant Erwan, c’houi ’n deus he savet.

  4. Burzud war vurzud war ho Pez eno ;
    N’hoc’h eus ket bet graet mui neblec’h er vro.

  5. Gant fizians, efa ho pedimp bemde(z),
    Hag eveldoc’h-c’houi ni ’garo Doue.

  6. C’houi ’voe advokad pa oac’h er bed-man,
    Bezit advokad c’hoaz en Nenv breman.

F. G.




N° LXXXI. — Kantig sant Erwan.
Ton : LXXX


Diskan.
    Nann, n’eus ket e Breiz, nann, n’eus ket unan,
    Nann, n’eus ket eur sant evel sant Erwan. (2W)

  1. N’eus ket en Argoad, na mui en Arvor,
    Koulz ha sant Erwan ’vit an dud a vor.

  2. N’eus ket, nann, er vro ’vel ma lavarer,
    A vefe ken mat ’vit al labourer.

  3. N’eus ket kaeroc’h skouer d’an dud a lezen,
    Evit sant Erwan, skouer ar veleien.

  4. Ha d’ar beorien gaez, ha d’an dud a boan,
    Nann, n’eus ket gwelloc’h eget sant Erwan.

  5. N’eus ket eur chapel, e beder enni
    Gant mui a galon ’vit er Vinihi.

  6. Ma fell d’eoc’h an tu da gaout ho mennad,
    Pedit sant Erwan, ha pedit ervat.

  7. Pegen mat pedi, pa vez poan-spered,
    E-lec’h ma pedas ar sant binniget !

  8. Pegen brao pleustri an douar santel,
    Bet pleustret gwechall gant Sant Breiz-Izel !

  9. Eus a Gervarzin, stok d’ar Vinihi,
    Ez oa genidik Erwan Helouri.