Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —


  1. An noz war ar bed a ziskenn
    Setu koulz an deñvalijen
    Dirak hoc’h Aoter koulskoude
    Eo ken dous pedi Mamm Doue,
    Ma taoulinomp eno neuze.

  2. Brezel hon eus gant an diaoulou,
    An dud fall hag hon gwall dechou :
    Dirak hoc’h Aoter koulskoude
    Eo ken dous pedi, Mamm Doue,
    Ma trec’h ar peuc’h en hon ene.

  3. Ar boan hag an dristidigez
    A frailh hon c’halon alies :
    Dirak hoc’h Aoter koulskoude
    Eo ken dous pedi, Mamm Doue,
    Ma tizec’h hon daerou neuze.

  4. Rust-kaer alies an amzer
    Hag al labour hir ha pounner :
    Dirak hoc’h Aoter koulskoude
    Eo ken dous pedi, Mamm Doue,
    Ma vez skanvoc’h hon bec’h goude.

  5. Aman ganeoc’h ne skuizomp ket ;
    Kuitaat eur vamm a zo kalet :
    Dirak hoc’h Aoter koulskoude
    Eo ken dous pedi, Mamm Doue,
    M’hon gwelot o tont adarre.




N° LXIV. — Evit Kloza Miz Mari.
Ton : L.


  1. Hirie ’lavaromp trugarez
    ’vit ar grasou hoc’h eus skuilhet
    Warnomp, Rouanez an Aelez
    E-pad ar miz-man binniget.

Diskan.
    D’eoc’h e ouestlomp hon c’halonou ;
    Renit enne ’vel en Nenvou,
    Ho servija fell d’imp, Mari,
    A-raok mont du-se d’ho meuli.