Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —



  1. Bep beure ’baoe an deiz kenta
    Ho saludemp gant levenez,
    O Klevout dre-holl o kana
    Evnigou an amzer-nevez.

  2. Da noz dirak hoc’h Aoteriou,
    C’houi a wele ho pugale,
    Kaeroc’h ’get eur parkad bleuniou,
    O tiskouez d’eoc’h o c’harante(z).

  3. Ouz ar pec’hed e tiwallemp,
    Ma ne ouelje ho taoulagad :
    Hent ar vertuziou a heuliemp
    D’ober plijadur d’hon Mamm vat.

  4. En deiz ma tarzo c’hoaz brezel
    Enep d’eoc’h ha d’ho pugale,
    Bezit dalc’hmat, o Mamm santel,
    Hon skoazell ’vel e-pad miz Mae.

  5. D’an Illiz savet gant Jesuz,
    Dre e vuhez hag e varo,
    Plijit astenn Ko tourn nerzus,
    Ganeoc’h warnomp ’vit ma reno.

  6. Da c’hortoz ma vimp unanet
    Er Baradoz en-dro d’ho tron :
    Eno Nevez-amzer bepred,
    Ha levenez ’leiz ar galon !




N° LXV. — Bemdez, Bemnoz.
Ton : O Filii


Diskan.
    Bemdez, bemnoz hag e pep ti,
              Meulomp Mari.

  1. Tridal ’ra palez an Nenvou
    Hag hon sent koz en Ilizou
    Pa lavar an holl galonou :
              Meulomp Mari.

  2. Kristenien, deut d’an ilizou,
    Heman eo miz ar c’hantigou
    Klevout reer en holl vroiou :
              Meulomp Mari.