Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —


  1. Tostaat a ra heol splan ar beure
    Ar c’houlz a zo d’in da sevel
    Da genta e fell d’in koulskoude
    Dihun ma c’halon a vugel
    Dihun ha digor ma c’halon
    Ha ma mouez ivez
    Da gana d’am Mamm, d’am Itron :
                 Ave ! Ave !

  2. Evnig skanv en amzer o nijal,
    Beure mat ’lavar e sonig,
    ’hed an deiz betek an noz tenval
    Morse ne davo e vouezig :
    Evel-se, Mari, hep paouez,
    E rankan bemdez,
    Ho saludi gant levenez.
                 Ave ! Ave !

  3. Eun deiz all evidoun a darzo,
    Na pebez spont ’vit ma spered !
    Sklaset em gwele, ma c’horf maro
    Da c’houlou deiz ne savo ket :
    Eus an Nenvou, d’am diarbenn,
    Diskennit neuze,
    Ha d’eoc’h e kanin da viken :
                 Ave ! Ave !




N° LXIII. — D’ar Werc’hez, diouz an noz.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=63
      \time 3/8
      \partial 8*1
      a'8 a4 a8 | g4 g8 | c4 b8 | a4.~ | a8 r a \break
      a4 a8 | g4 g8 | c4 d8 | a4.~ | a8 r g \break
      a4 a8 | a4 a8 | g4 f8 | e4.~ | e8 r d \break
      e4( a8) | a4 g8 | f( e) f | d4. | c4 d8
      e4 a8 | a4 g8 | f( e) f | d4.~ | d8 r \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      An noz war ar bed a zis -- kenn se --
      tu koulz an deñ -- va -- li -- jen di --
      rak hoc’h Ao -- ter kouls -- kou -- de eo
      ken dous pe -- di Mamm Dou -- e, ma
      taou -- li -- nomp e -- no neu -- ze
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }