Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —



  1. Ano Jezuz eo ar c’haera,
    Ano Mari eo an dousa,
                   Mari,
    Ano Mari e an dousa.

  2. Ar ger Mari zo Rouanez,
    Itron, Steredenn ha Mestrez,
                   Mari,
    Itron, Steredenn ha Mestrez.

  3. Hag eun ano ken glorius
    A oa dleet da Vamm Jezuz,
                   Mari,
    A oa dleet da Vamm Jezuz.

  4. Rak mar deo Jezuz hon Roue,
    C’houi ’zo hon Rouanez ive(z).
                   Mari,
    C’houi ’zo hon Rouanez ive(z).

  5. Jezuz a zo gwir heol an den,
    Ha c’houi a zo e steredenn,
                   Mari,
    Ha c’houi a zo e steredenn.

  6. Jezuz, ho Mab eo hon Aotrou,
    Ha c’houi, Itron hon c’halonou,
                   Mari,
    Ha c’houi, Itron hon c’halonou,

  7. Itron ha n’he deus ket he far,
    Nag en Nenv na war an douar,
                   Mari,
    Nag en Nenv na war an douar.

  8. Hoc’h ano ’zo dous d’hon genou,
    Dousoc’h eo c’hoaz d’hon c’halonou.
                   Mari,
    Dousoc’h eo c’hoaz d’hon c’halonou.

  9. El levriou ne glaskan netra,
    Nemet hoc’h ano, da genta,
                   Mari,
    Nemet hoc’h ano da genta.

  10. N’eus ket kaeroc’h ’vit ar c’hleved,
    Eget hoc’h ano binniget,
                   Mari,
    Eget hoc’h ano binniget.