Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —



  1. Me e veulo diouz ar beure,
    Ha pa zeuy an noz adarre,
                   Mari,
    Ha pa zeuy an noz adarre.

  2. Em poaniou me e veulo c’hoaz,
    Evit ma vo skanvoc’h ma c’hroaz,
                   Mari,
    Evit ma vo skanvoc’h ma c’hroaz.

  3. D’am frealzi war ma maro,
    Ne c’houlennan ’met hoc’h ano,
                   Mari,
    Ne c’houlennan ’met hoc’h ano.

  4. Pa vo klozet ma daoulagad,
    Me sonjo em Mamm dous ha mat,
                   Mari,
    Me ’sonjo em Mamm dous ha mat.

  5. Pa vezo ma zeod sklaset.
    A galon ’lavarin bepred,
                   Mari,
    A galon ’lavarin bepred.

  6. Eürus mar gallan mervel
    Gant hoc’h ano war ma muzell,
                   Mari,
    Gant hoc’h ano war ma muzell.

Levr Bugale Mari.




N° XLII. — O ma Jezuz, na pegen kaer !



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=69
      \key g \major
      \time 2/4
      a'4 b8 g16( fis) | \time 3/4 e4 a b8 a16( g) | \time 2/4 a4. r8 \break
      a4 b8 g16( fis) | \time 3/4 e4 a b8 a16( g) | \time 2/4 a4. r8
      b4 b8 b | \time 3/4 c4. a8 b c | \time 2/4 b4. r8
      a4 b8 g16( fis) | \time 3/4 e4 a b8 a16( g) | \time 2/4 a4. r8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      O ma Je -- zuz na pe -- gen kaer
      bem -- dez bem -- noz e pep am -- zer
      na pe -- gen kaer eo an e -- ne
      A gar Ma -- ri mamm da Zou -- e.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }