Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —


Diskan.
    Da viken o Mamm ger ni vo ho pugale
    Gant sikour ho kalon devet a garantez

  1. Ho pet sonj mat o Mamm dener
    A gomz diweza hon Salver
    Pa oe war ar groaz astennet
    Kent kinnig d’e Dad e spered

  2. Jezuz da Yann a lavare :
    « Selaou, e man da Vamm aze. »
    D’eoc’h e lavare, o Gwerc’hez !
    « Ho Mab eveldoun Vo hennes. »

  3. C’houi ’oar, ’n eun doare meurbet splann,
    N’oa ket hepken, eno, Sant Yann,
    Met ni holl Jezuz a roe
    D’eoc’h-c’houi, hon Mamm, da vugale.

  4. Gwerc’hez ni ’oar pell ’zo, ivez,
    Ez oc’h ar Vamm a garantez ;
    Kalon eur vamm, d’he bugale,
    A vez digor da hep mare.

  5. C’hoaz e fell d’imp d’eoc’h en em ouestla,
    Mari, hon Mamm, ar vamm wella.
    Pa ’z omp ken sempl, n’hon eus esper
    Nemet ’n ho kalon ken tener.




N° XLI. — An ano Santel a Vari.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=104
      \key bes \major
      \time 2/4
      \partial 4*1
      f4 bes d | c8 bes c d | c2~ \break
      c8 r f,4 | bes d | c8 bes a g | f4. ees8 \break
      d2~ | d8 r f4 | bes d | c8 bes c d \break
      bes2~ | bes8 r \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      E -- nor d’hoc’h a -- no bin -- ni -- get __
      Ra ve -- zo gant an holl meu -- let Ma --
      ri Ra ve -- zo gant an holl meu -- let.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Enor d’hoc’h ano binniget
    Ra vezo gant an holl meulet
                   Mari,
    Ra vezo gant an holl meulet.

  2. O Mamm dener, piou ’lavaro
    An holl douster eus hoc’h ano,
                   Mari,
    An holl douster eus hoc’h ano.