Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —


  1. Aelez eus ar Baradoz, sellit pebez enor
    A ra dimp er Sakramant Jezus hon Redemptor
    Eur wech evit hor prena ez eo bet inkarnet
    Ha bemdez ’vit hon maga ganimp e chom bepred.

  2. Mari, gwir Vamm da Jezuz, Mari, ma Mamm dener,
    Ma sikourit da gemer ho Mab ha ma Salver :
    Me ne doun siouaz netra, netra nemet pec’hed,
    Met ennoc’h ec’h esperan, o ma Mamm vinniget !

  3. Krouer an Nenv, an douar, war an Aoter Bemdez,
    Dre gomz nerzus ar beleg a ziskenn a-nevez :
    Eun Doue kalz uheloc’h eget bolz an nenvou,
    En em izela ’vit dont betek hon c’halonou.

  4. Eun Doue bet a-viskoaz hag a vo da viken,
    Eun Doue n’eo ar bed holl ’vel netra ’n e gichen.
    En em lez gant ar beleg da veza diblaset,
    Evit diskenn e kalon ar paoura eus ar bed !

  5. O burzud ar souezusa e-touez ar burzudou,
    O burzud n’hall ket kompren ar c’haera sperejou :
    Evit gounit kalonou ho pugale dic’hrad,
    O magit, o ma Jezuz, gant ho korf hag ho kwad !

  6. Nann, ouz eur bugel karet, ar vamm an denera,
    Biskoaz na zeuas kement he c’halon da domma :
    Goude ken bras karantez, piou a c’hallfe chom yen
    E-kenver Jezuz ken mat ’vit e grouadurien !

  7. Mar deo dister kalonou ar sent hag an aelez,
    Evit karout eun Doue ken din a garantez,
    Penaos ’teurvezit, Jezuz, dre ar gomunion,
    E kalonou ken sklaset dont da ober ho tron ?