Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —



  1. Dihun ha sav, ma c’horf, deomp betek Jezus,
    Me ’glev ouz ma gervel e vouez karantezus.
                  Dihun…

  2. Pegoulz e vi erru, o hent, na hir out-te !
    War lein ho tiouaskell, Aelez, ma dougit-me.
                  Pegoulz…

  3. Bez leun a levenez, em c’hreiz, o ma ene,
    Gwelout a ran ’velkent ti santel ma Doue.
                  Bez leun…

  4. O iliz vinniget digor huan da zor
    Ma ’z in betek Jezuz : hen eo ma holl denzor.
                  O iliz…

  5. Diwar dreuzou ho ti, Jezuz, ho saludan,
    Eur pec’her eveldoun a dlefe chom aman…
                  Diwar…

  6. Me ho salud ivez, sent hag aelez eurus,
    A zo en iliz-man tro-war-dro da Jezuz.
                  Me ho…

  7. Armel sakr alaouret te ’zo tron ma Roue,
    Setu ma taoulinan dirazan ’vel Doue.
                  Armel…

  8. Jezuz, me hoc’h anav dre zaoulagad ar Feiz :
    An osti pa welan, me ho kwel en he c’hreiz.
                  Jezus…

  9. Diskennit o Jezuz, eus an Aoter breman,
    Diskennit em c’halon, diskennit d’am maga(n)
                  Diskennit…

  10. Jezuz a zo ganin ha me ’zo gant Jezuz,
    Nemet er Baradoz netra ken dudius.
                  Jezuz…

  11. A-vreman, ma Jezuz, c’houi hepken a garin,
    Dalc’hmat em ezommou c’houi hepken a glaskin.
                  A-vreman…




N° XIII. — Aelez eus ar Baradoz.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \clef treble
      \tempo 4=52
      \key f \major
      \time 6/8
      \partial 8*1
      d8 g4 bes8 a( bes) c | bes4( a8) g4 bes8 | \break
      a4 g8 f( g) a | g4.~ g4 d8 | g4 bes8 a( bes) c | \break
      bes4( a8) g4 bes8 | a4 g8 f( g) a | g4.~ g8 g a | \break
      d4. c8 d bes | a4.~ a8 g a | d4.~ d8 c bes | \break
      a4.~ a8 a( bes) | c4 a8 d4 g,8 | g f4~ f8 r bes | \break
      a4 g8 f( g) a | g4~ g \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Ae -- lez eus ar Ba -- ra -- doz, sel --
      lit pe -- bez e -- nor a ra dimp er Sa --
      kra -- mant Je -- zus hon Re -- dem -- ptor Eur wech
      e -- vit hor pre -- na ez eo bet in -- kar --
      net ha bem -- dez ’vit hon ma -- ga ga --
      nimp e chom be -- pred.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }