Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —



  1. Pegen euzus eta, pegen foll eo ar pec’hed,
    P’en deus lazet Jezuz, ma Dasprener binniget !

  2. O pec’hed milliget ! birviken mui n’am zrec’hi,
    N’em bezo ken ouzit nemet euz ha kasoni.

  3. Pegoulz e welin-me an holl oc’h ober brezel
    E pevar c’horn ar bed d’an holl bec’hejou marvel !

  4. Setu mee koulskoude, ma Jezuz, paour ha dister,
    N’hallan ket pell mont eeun ma n’am renit, ma Salver.

  5. ’Vit heulia ho lezenn ha plega ma gwall dechou,
    Em eus ezomm bemdez eus ho nerzusa grasou.

  6. Grit eta, me ho ped, d’in ma-unan ma varvin
    Hag evidoc’h hepken em holl amzer ma vevin !

  7. N’em eus ken, o Jezuz, c’hoant ebet war an douar
    Nemet mont davedoc’h gant an aelez en ho kloar.




N° XII. — O ! na hir eo an noz.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \clef treble
      \override Rest #'style = #'classical
      \tempo 4=112
      \partial 4*1
      a'4 e a b c8( b) | a4( g2) a4 | \break
      b c8( b) a4 c8( b) | a2 r4 c | d e c d8( c) | \break
      b2 r4 c | d e c d8( c) | b2 r4 a | e a b c8( b) |
      a4( g2) a4 | b c8( b) a4 c8( b) | a2 r4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      O na hir eo an noz pe --
      goulz e teuy an deiz ma_’z in da ze -- ge --
      mer Je -- zuz ma c’ha -- ran -- tez O na hir eo an
      noz pe -- goulz e teuy an deiz.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
    ragged-last = ##t
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

Diskan
    O na hir eo an noz pegoulz e teuy an deiz
    Ma ’z in da zegemer Jezuz ma c’harantez
    O na hir eo an noz pegoulz e teuy an deiz.

  1. Tommit ma c’halon baour d’ho kemer, ma Doue;
    Kreskit ennoun feiz, esperans ha karantez,
                  Tommit…