Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —



  1. Penaos kredi daoulina ouz taol sakr eun Doue,
    Goude beza e boaniet kement ’pad hon buhe(z) ?
    D’eoc’h, Jezuz, bet evidomp, ken mat, ken kalonek,
    E kinnigomp kalonou, siouaz, dianaoudek !

  2. Koulskoude pa ’z omp galvet da gemer lod ’n ho pred
    Dre eur gomz a drugarez peurwalc’hit hon pec’hed :
    Teuzit skorn hon c’halonou gant tan ho karante(z),
    Leun a joa hag a fizians e tostaimp neuze.

  3. Pebez eürusted breman pa santin em c’halon
    Jezuz o veva ganin evel eur gwir vignon :
    E ene gant ma ene muioc’h en em vesko,
    Gant ma gwad em izili e wad neuze ’redo.

  4. Prestit d’in ho tiouaskell, ma Ael mat soursius,
    Ma nijin evel eur goulm etre divrec’h Jezuz ;
    Me roy d’ezan ma c’halon, hen roy d’in e hini.
    Ha gantan e tiskuizin e peuc’h ha dizoursi.




N° XIV. — Me Hoc’h ador, ma Jezuz.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \clef treble
      \tempo 4=112
      \autoBeamOff
      \key g \major
      \time 3/4
      b'4 b a | b2 a4 | a8([ g]) fis2 | a4 a fis | \break
      g4.( fis8) g([ fis]) | e2 r4 | b' b a | b2 a4 | \break
      a8([ g]) fis2 | a4 a fis | g4.( fis8) g([ fis]) | e2 e4 \coda | \break
      b'2 a4 | c2 b4 | b8([ a]) g4. r8 | a4 b2 | \break
      a4 fis8([ a]) g4 | fis2. | b4 b a | b2 a4 |
      a8([ g]) fis2 | a4 a fis | g4.( fis8) g([ fis]) | e2.
    }
    \addlyrics{
      Me hoc’h a -- dor ma Je -- zuz eus a greiz
      ma c’ha -- lon C’houi eo Dou -- e ma
      C’hrou -- er, c’houi zo den e -- vel -- doun O
      pe -- gen bras ka -- ran -- tez ke -- mer
      hon sem -- pla -- dur Hag er Sa -- kra -- mant
      san -- tel be -- za hon ma -- ga -- dur
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

Diskan : O pegen bras karantez 𝄌
(ad lib.)