Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —



  1. Gwechall e oan eur palez aour
    Da dri Ferson an Drinded,
    Ha breman ne doun nemet paour,
    Ha da Satan c’hoaz gwerzet.

  2. Perak n’eo ket deut, dizamant,
    Ar maro kriz d’am gervel,
    A-ziwar ma maen-badeziant,
    Pe vailhurenn ma c’havell ?

  3. Neuze evelkent, ma Doue,
    N’em bije ket bet tennet
    Kounnar ma Mestr ha ma Roue,
    Siouaz evel ma ’m eus graet.

  4. Pellait holl, fals vignoned,
    Rak c’houi gant ho skoueriou fall,
    Ma spered hoc’h eus peurdroet,
    D’hoc’h heul, dre an hentou dall.

  5. Gant ho komzou lous ha mezus,
    Ma c’halon bet mastaret,
    He stad, na pegen truezus !
    Pegement eo glac’haret !

  6. Ma Doue, gwalc’hit ma c’halon,
    Gant daerou a binijenn ;
    Roit d’in, ivez, ho pardon,
    M’ho karin da virviken.

  7. En ho kalon em eus sanket
    Eur c’hleze, o Pastor Mat !
    Grit ma teuy an oan dianket,
    Adarre da gaout e Dad.




N° XCII. — Selaouit gant spont hag eston.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=69
      \key bes \major
      \override Rest #'style = #'classical
      \time 3/8
      \partial 8*1
      d8 g4 a8 | bes4 bes8 | c( bes) c \break
      d4.~ | d8 r d | g,4 a8 | bes4 bes8 | c( bes) c \break
      d4.~ | d8 r d | d4 ees8 | d( c) d | bes4 c8 \break
      a4.~ | a8 r d | d4 ees8 | d( c) d | bes4 a8 | g4.~ | g8 r \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       Se -- la -- ouit gant spont hag es --
       ton Ken -- tel ar rou -- e Sa -- lo --
       mon_: skri -- vit -- hi doun en ho spe --
       red ma fell d’eoc’h be -- va hep pe -- c’hed.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }