Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —


  1. Selaouit gant spont hag eston
    Kentel ar roue Salomon :
    Skrivit-hi doun en ho spered
    Ma fell d’eoc’h beva hep pec’hed.

  2. Holl, emezan, rankomp mervel,
    Pa blij gant Doue hon gervel,
    Evit mont raktal dirazan,
    Da glevout hon setans gantan.

  3. Meur a zen a goll e ene,
    Ha ne rafe ket mar sonjfe
    Pegen berr eo ar vuhez-ma(n),
    Pegen tost an deiz diweza.

  4. Ar c’horf ne glask dre e natur,
    Netra nemet e blijadur ;
    Ha koulskoude prestik, hep mar,
    Ec’h ay da vreina d’an douar.

  5. Gant aon eta na grogfe re
    E siou fall war hoc’h ene,
    Grit d’ezan dre ar binijenn,
    Plega d’an holl lezenn gristen.

  6. Ar c’horf n’eo ken met eur mevel
    D’ho servija betek mervel :
    E gastizit, kuit da espern,
    Ha biken n’eot d’an ifern.

  7. Ar bed, ivez, a zo treitour,
    Evel eur planken war an dour,
    Fiziout ennan zo gwall risklus,
    Daoust d’e sellou flour ha c’hoarzus.

  8. Gaou a lavar da bep hini.
    Mont a ra betek prometi
    Eürusted, yec’hed, hir vuhez,
    D’an dud erru ’kichen o bez.

  9. Dastumit madou an ene
    N’hallit ket kaout kaeroc’h leve :
    Madou ar bed, holl en eur bern,
    Ne dint nemet moged ha spern.