Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —


N° XCI. — A-vihanik em eus pec’het.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=58
      \time 6/8
      a'4 g8 a4 \stemUp c16( b) | \stemNeutral a4 g8 a4. \break
      e4. g4 g8 | a4 e16( d) c4 d8 | e4.~ e4 r8
      b'4 c8 d4 c8 | b4 c16( b) a8 g4 \break
      \stemUp a8 b c b e,\fermata a | a4.~ a4 r8 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
       A vi -- ha -- nik em euz pe --
       c’het, ha gwall -- boa -- niet ma Dou -- e
       ma e -- ne paour am euz la -- zet,
       pe -- bez gwa -- lenn ’vi -- doun -- me_!
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. A vihanik em euz pec’het,
    Ha gwallboaniet ma Doue
    Ma ene paour am euz lazet,
    Pebez gwalenn ’vidoun-me !

Diskan.
    Gwerc’hez Vari, Mamm druezus,
    O ouela war ar C’halvar,
    Grit ma sello ho Mab Jezuz
    Ouz ma anken, ma glac’har.

  1. Piou a chencho ma daoulagad
    E diou feunteun a zaerou,
    Ha ma daerou e daerou gwad,
    Da ouela d’am pec’hejou.

  2. Ya, evit eun netra, siouaz !
    Me am eus bet dispignet
    Madou evel n’eus bet biskoaz
    E tenzoriou bras ar bed.