Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Kroc’hen Azen eur marvailh gallek dispar, ha dispar eo, dishenvel bras, dishenvel a grenn eo, evelato, dioc’h Kanaouen Roland.

Ar peder danevell en em gav el leor ma a zo bet great eun dibab eus ar re wella anezo, diwarbenn an holl draou lavaret ganeomp aman diaraok. Diou anezo, Tristan hag Yzeult ha Peronig, a zisken, hep mar ebet, eus an istor, p’eo gwir n’int nemet lodennou eus ar barzoneg brudet bras roue Arzur. An diou all, Yann Postik ha Mariannig, a zo doun bras,