Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

war eun dro, ouz an istor hag ouz ar relijion.

Kement se a ziskouez, evit ar gwella, ez eo an danevell vurzudus hueloc’h ha brasoc’h eget ar marvailh. Mar en em gav, e gwirionez, eur burzud bennak er marvailh, ar burzudou ze n’int nemet darvoudou estlammus, hetus pe fentus, n’o deus, enno, tra ebet diwarbenn an istor, ha, kent se, diwarbenn ar relijion.

Klevit mat, neuze, an dra a bouez bras a zeu warlerc’h kement se : Mar-d-ema spered an den o ren war ar marvailh, gand e droiou, e zistroiou, e wiziegez, e ijin, ene an den eo a ziskouez, en danevell vurzudus, e galoun, e zoareou mat, e garantez, e zantelez, e daoliou kaer.

Ar marvailh a zo, gantan, touellerez ar c’horrigezed hag ar gelc’hierien ; an danevell vurzudus a zo ganti, hano kaer an harozed hag ar zent ; an eil a zo gantan ar strobinellou, eben a zo ganti ar miraklou. Mar-d-eo