Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

enno, ar feiz kristen. Mar-d-eo kemmesket, gand ar feiz se, gwall gre-dennou evit eun nebeudig, ar wir greden, evelato, a jom frank, beo buezek ha doujet, en diou zanevell ze.

Brasder ar menosiou a zere, dreist holl, evel m’hon eus lavaret, ouz an danevell vurzudus. En em gavout a ra, krenn, ar brasder ze, gant pep hini eus an danevellou ze.

————


Mariannig a zispleg freaz koustians ar Vretouned, o chom leal d’he c’houn ha d’he ger, o c’hoantaat, leiz he c’haloun, ar vuez da zont, an traou didermen, an eusrusded dizivez.

————


Yan Postik, daonet dre m’en deus lezet e dud o tevi er purkator a ziskouez, ha pa na vije ken nemet dre e gastiz euzus, karantez tener, doun ha birvidik o deus ar Vretouned evit an anaoun.