Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

zan da stourm ouz Lusifer edo o nevez gwerza d’ezan e ene evit aour, dre eur marc’had sinet gant e c’hoad. Ar marc’had-ze a zo brema en ifern. P’eo gwir, koulskoude, va mamm, e pedit ac’hanon evitan, n’hen dilezin ket, ha p’eo gwir eo ker santele vugale, nemet ar yaouanka, eo leal d’in ober c’hoaz eun dra bennak evitan. Hogen, a-raok kaout e bardon diganen-me e ranko monte-unan ez veo da gerc’hat en ifern ar paper-marc’had a zo talvezet d’ezan d’en em werza da Zatan evit aour.

N’eo ket eur veaj eas da ober ; red eo kaout kalz nerz-kalon evit se ; hogen, gant ar skoazel a roin d’ezan e c’hello dont abenn eus e daol.

Setu ama eur wialen wenn da gas d’ar paour kez Mao Kergarrek. Mar en deus fizians ennon e c’hello ganti en em zifen ouz holl diaoulou an ifern ha lakaat Satan goz e-unan da restaol d’ezan ar paper sinet gant e c’hoad. Red eo d’ezan avat beza bet oc’h ober e dro a-raok ma vezo bet peur-glozet an tregont vloaz, rak goude-ze e vije re zivezat, ha Satan en divije leac’h da lakaat seveni penn-da-benn ar pez a zo er marc’had.

Ar Werc’hez a drugarekaas he Mab Doue ; kemeret a eure ar wialen wenn da rei d’an eal, hag hema a oe mall gantan mont d’he c’has d’an ermid ha da zisplega d’ezan kement a yoa d’a ober.

Pa oa eat an eal kuit, an ermid a gomzas evel-hen ouz e dad :

— Bez’ e c’hellit kaout eun tamm fizians c’hoaz, va zad, abalamour da bedennou va eal mat hag ar Werc’hez ; an Doue, leun a vadelez hag a drugarez evit ar paour kez pec’her a ziskouez keuz, a blij gantan sellet a druez ouzoc’h ha rei dourn d’eoc’h d’en em denna a dre skilfou Satan. Hogen, red e vezo d’eoc’h avat kaout nerz-kalon, rak risklou bras a gavot war hoc’h hent.

— Riskl ebet, va mab, na vezo en tu-all d’am nerz-kalon.