Pajenn:Ar Prat - Marvailhou evit ar Vretoned, 1914.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

lagad savet en nenvou, pa zigouezas Mao. Gedal a reas ma vije echu e beden gant ar manac’h, ha neuze e roas d’ezan da lenn al lizer en doa skrivet an eskob d’ezan. El lizer-ze e lavare freas e pe stad heuzus edo o zad. An ermid a lennas al lizer, hag a lavaras, an daelou leun e zaoulagad :

— Siouaz ! tad kez ! ken grevus eo ho pec’hed ma n’hellan, ken nebeut na va breudeur, ober netra evidoc’h. Mes mar kirit chom ganen ama da dremen an noz, me a bedo evidoc’h ha warc’hoaz marteze em bezo eun ali mat da rei d’eoc’h.

E kreiz an noz, endra m’edo an tad kousket mat o tiskuiza e izili, an eal a deuas evel kustum d’en em ziskouez d’an ermid, ha setu ama petra lavaras :

— Galloud ebet war an douar n’hell terri ar marc’had en deus sinet ho tad gant e c’hoad. Mes pedi rin evitan an Intron-Varia, ha warc’hoaz me a zigaso respont d’eoc’h.

War gement-se an eal a zistroas d’an nenv, hag an ermid a gendalc’has da bedi betek an deiz.

— Ac’hanta va mab ? a lavaras an tad o tihuni.

— Ac’hanta, va zad, bet eo evel kustum va eal mat o welet ac’hanon ; komzet am eus gantan diwar ho penn. Lavaret en deus d’in e pedje an Intron-Varia, hag houma d’he zro a bedo he Mab Doue. En noz a zeu e tigaso respont d’in. Chomit eta ganen ac’hann da warc’hoaz vintin, hag e tramenimp an deiz-me o pedi hag o ouela d’ho torfed.

Pignet d’an nenvou, an eal a yeas da zaoulina ehars treide Vestrez, ar Werc’hez Vari, d’he fedi da c’houlen trugarez da dad an ermid. Ar Werc’hez madelezus he devoe truez ouz Mao, hag a yeas da bedi he Mab evitan.

— Kergarreg ?… C’houi n’ouzoc’h ket, va mamm, en deus ar reuzeudig-se tennet e dok da genta da skeuden va enebour livet war dor porz an Aotrou… C’houi n’ouzoc’h ket, va mamm, em beus kinniget sikour d’e-