Zon cloarec Pempoul
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Son Kloarek Pempoul.
En-tre kêric Pempoul ha pales ar Roue,
Eman an Duc a Oelo o sevel eun arme ;
Eman an Duc a Oelo o sevel eun arme.
Me ’zo eur c’hloarec iaouanc a lavar mont ive.
Pa oer er magnificat, ebars ar gouspero,
C’hantren eur c’hloarec iaouanc, gant he gamarado ;
C’hantren eur c’hloarec iaouanc, en satin guenn guisket ;
Calon ar vergerennic a oa rejouisset.
Hi tistreï en dro, lâret d’hi c’hamaradès kêr,
— Setu duont eur c’hloarec a escopti Tréger !
Setu duont eur c’hloarec a escopti Tréger !
Mar meritan an enor, e tei d’am c’hass d’ar gêr.
P’oa achu ’r magnificat, ive ar gouspero,
Hi da zaludi ’r c’hloarec, ebars en ber gomzo :
— Salut d’ac’h, cloarec iaouanc, ha d’ho compagnonès !
— Ha d’ac’h ive, bergeren, ha d’ho camaradès !
— Ha pa valefen aman seiz lew en dro da gêr,
Me na gavfen ket unan capab d’am c’hass d’ar gêr ;
Me na gavfen ket unan capab d’am c’hass d’ar gêr,
Nemet oc’h, cloarec iaouanc, a deufe da ober.
— Salocrâz, bergerennic, evit se na rin ket,
Rac me a zo da Doue gant ma zud prometet ;
Rac me a zo da Doue gant ma zud prometet,
Hac obeïssan d’ezhe, bergeren, a zo rèd.
— Na na n’oc’h ket beleget, ken neubent na oc’h sacr,
Ma allet cass d’ho ligne eun digare bennac,
Na mo ho craïo noter, pe brizer, ma keret ;
Ha pa goustfe pemp cant scoet, arc’hant na vanco ket,
— Me a zo pell ’zo amzer o saludin merc’hed,
Biscoaz ho ken diavis n’am boa me zaludet.
Adieu d’ac’h, bergorennic, ha d’ho camaradès !
— Ha d’ac’h ive, ’mei, cloarec, ha d’ho compagnonès !
Intanvez Peutite. Kerbors.