Zalud d’ac’h hag enor

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 43-44)


N° 33. — An Ave maris Stella.
War an ton neve latin N° 33.


1. Zalud d’ac’h hag enor,
Gwir stereden ar mor,

Mam Jezus hon Otrou,
C’houi zo dor an Envou,
Mam Jezus hon Otrou,
C’houi zo dor an Envou.

2. Gant an èl zaludet
Hag a c’hrasou karget,
Hoc’h hano, Maria,
Zo dreist hini Eva.

3. Toret liam ar pec’her,
Reit d’ar re dal sklerder ;
’Vidomp ol goulenet
Pardon hag eürustet.

4. Bezet d’imp eur Vam vad ;
Gret ma vo hon menad
En Envou kemeret
Gant ho mab beniget.

5. Gwerc’hes ar gwerc’hezet,
Dous ha dinam bepred,
Hon miret gwerc’h ive
A gorf hag a ine.

6. Gret ma kerzimp dalc’hmad
Divlam war an hent mad,
Ken a vimp gant Jezus
Da virviken eürus.

7. Gloar d’an Tad hon C’hrouer,
Ha d’ar Mab, hon Zalver.
Gloar d’ar Speret-Zantel,
Ol ners an dud fidel. Amen.

(Levr Bugale Mari).