Mont d’an endalc’had

Yann goz

Eus Wikimammenn



YANN GOZ
————

D’an oad a bemzek vloaz, Yann Ar Ribouler eus a Enez-Vaz, a lakas en e spered e tlie gounit e vara war vor. En enezen e leze eur breur trizek vloaz, Paol, hag eur c’hoar unnek vloaz, Katellig, daou emzivad, digemeret gant eun dintin, c’hoar d’o zad.

Yann, eur paotr dijal, a c’houlennas beza digemeret da vevel bihan war eul lestr braz hanvet « Reder-mor ». Ar c’habiten, eur Breizad dispount, goude beza great eur zell piz war ar paotrig, hen digemeras en e lestr, en eur lavarout :

— Te, paotrig, a raio eur gwaz, eur bleiz-mor dispar, pe ez oun faziet.

Kennerzet gant ar c’homzou meuleudius-ze, Yann a en em roas a-zevri d’al labour, hag, evit digas da wir komzou e vestr, ne ehanas da rei skouer vad d’e genlabourerien. E nebeut bloaveziou, Yann a reas tro ar bed war e lestr braz, ha pa oa deuet evitan ar c’houlz da zervicha ar Roue, ar paotr, lorc’h ennan, a gemeras hent Enez-Vaz : eun nebeut deveziou en devoa c’hoant da dremen e-touez e dud, a-raok mont adarre da faouta mor war listri ar Roue.

Digouezet e bro e gavel, Yann a oa digemeret a-zoare gant e dintin Franseza, e vreur Paol hag e c’hoar Katellig.

Siouaz ! eiz deiz a dremen buhan pa vezer e-touez an dud a garer e gwirionez, ha Yann, an daëlou puilh en e zaoulagad, a rankas kimiadi diouz an tri den a garie ar muia war an douar, evit mont da Vrest da wiska dilhad martolod. War listri ar Roue, ar Breizad a oa eur skouer a zentidigez, eur martolod a zever, evel e oa bet war ar « Reder-mor », hag e holl vistri n’o devoa adarre nemet meuleudi da rei d’ezan.

Raktal ma oa achuet gant Yann e amzer e servich ar Roue, paotr Enez-Vaz a gavas a-nevez kabiten ar « Reder-mor », ha kerkent oa bet digemeret gant e vestr koz gant eul levenez vraz, muioc’h eget biskoaz oant adarre mignoned.

Ar warizi, siouaz ! a en em sil e pep leac’h, ha Yann, ar martolod leal, a oa bet tamallet e gaou evit eun dra grevus meurbed gant sturier al lestr. Ar Breizad na reas nag unan na daou, rei a reas raktal e zilez, kentoc’h eget diskuilh an den kablus.

D’ar c’houlz-ze, al lestr « Reder-mor » a oa er Perou, ha Yann a jomas er vro-ze da c’hounit e damm kreun.

Goude beza bet mevel e ti eur marc’hadour braz hag a rea kenwerz ar Guano, paotr Enez-Vaz a deuas da veza mestr e-unan, hag a-nebeudou, eus a vestr bihan, a forz da boania, e teuas da veza mestr braz ha pinvidik-perfoun. D’an oad a zaouzek vloaz ha tri-ugent, ar paotr Yann, mestr war an dachen, eiz kant mil lur gantan en e yalc’h, a gemeras eul lestr hag a deue eus ar Perou d’an Aber-Nevez. E galon a oa frealzet pa oa o teurel e droad war douar Bro-C’hall, met emberr pa erruo gant an tren war douar Breiz, e galon a drido en e greiz : kana ’raio soniou e vugaleach.

Yann goz, gourvezet en eur gwele blod e Montroulez, a deu eur zonj en e spered, ar zonj da denna eun taol finesa d’e vreur ha d’e c’hoar, ha rei d’ezo neuze eus e vadou hervez ma vezo bet digemeret ganto.

Prena ra war blasen Montroulez eur zac’h lien penseliet, ha dilhad eur c’hlasker-bara. Erruet damdost da Gastel, an Eneziad a lamm en eur c’hoad, a denn e zilhad pinvidik hag a wisk an dilhad paour. Sanka ra er zac’h e vadou braz hag e zilhad aotrou, trouc’ha ra er c’hoad eur vaz dero, hag en hent adarre, tiz warnan, war-zu Kastel.

En hent e c’houlennas oc’h eur vaouez goz hag hi a anaveze Paol Ribouler, eus a Vaz :

— Me, anavez Paol Ribouler, zur, pegwir oun eus a Vaz ; met Paol a zo breman e Rosko, eun diael a ozac’h anezan. Kenwerz ar patatez a ra gant ar Zaoz, mar plich !

— Ha Katellig, e c’hoar, petra eo deuet da veza ?… Er vro ema-hi atao ?…

— Katellig ?… Ah ! ya, Katellig !…

Mardomen ya ! Katellig a zo aze e Kastel, e ru al Lin, paour evel eur raz-iliz, intanvez gant eun neiziad bugale, zoken paneved an dud vad he dije bet beac’h oc’h harpa oc’h an dispign. He gwaz (gras d’ezan da veza er Baradoz !), a oa eul lonker echu, eul lonk-e-zizun… Ah ! ya, setu aze eur vaouez geaz hag he deus bet he lod da c’houzanv war an tamm douar patatez-man !

— Bugale vihan eo a fell d’eoc’h lavarout, maouez !

— Ya zur ! bugale d’he merc’h, marvet bloaz a zo er c’hlanvdi, e Montroulez ! Eat oa diês he fenn, ar geazez !

— Hag he breur Paol a dle sikour anezi da vaga he zorrad, emichans, pegwir e c’hall ober ?

— A gav d’eoc’h !… Ar paour, dre ma pinvidika, gant an diaoul ez a, ho peus klevet aliez lavaret, ha Paol a zo unan eus ar re-ze.

Gwisket a druilhou, Yann goz a erru da eiz heur noz e toull dor e vreur e Rosko, e bater a lavar krenv evit beza klevet eus an diabarz. Kerkent eur fardachen deo a deu da doull an nor, ha rok :

— Petra glaskit d’an heur-man ?

— Eun tamm bara hag eur gwele, mar plich !

— Eur gwele d’eul laouok eveldoc’h-c’houi !

Eur gwaz, mestr an ti, a erruas e toull an nor hag a lavaras :

— It da foar an diaoul ! Aman ne zigemerer ket an truilhennou eveldoc’h-c’houi !

— Keuz ho pezo a-benn warc’hoaz d’ar poent-man.

— En hent, ha buhan, pe an archerien ho lakaio hep dale er goudor !… Klevet a rit ?…

Antronoz, war-dro eiz heur noz adarre, Yann a erruas e ru al Lin e Kastel, e toull dor e c’hoar Katellig. Gourvez ha kunudi a ra e toull an nor. Eur c’hi, trumm a harz ken a dregern kear gantan, ha pemp minuten goude, ouspenn kant den a oa e-kichen ar paour, hag, evel just, Katellig a oa unan anezo.

Ar c’hoziad, ato o kunudi, a oa bet buhan dibradet ha kaset da doull an tan e ti Gatellig. Houman a reas d’ar paour keaz eur banne souben ar chaodel, a zigasas gor ennan, hen lakas da gousket en eur gwele kloz.

Antronoz vintin, Katellig, tiz warni, a aozas d’ar paour eur skudellad zouben ; hag e-keit ma oa hon aotrou o tebri e voued, hi a c’houlennas digantan eus a beleac’h oa, eus a beleac’h e teue.

— Me, maouez geaz, a zo ganet e Baz, daouzek vloaz ha tri-ugent a zo, hag emaoun o klask war-dro aman eur c’hoar d’in, hanvet Katellig Ribouler, evit ma tigemero ac’hanon en he zi da dremen ar pez a vuhez am eus c’hoaz da veva. Hanter-kant vloaz a zo n’em eus ket he gwelet !

— Va Doue ! Breur keaz, me eo da c’hoar Katellig ! Me eo an hini a glaskez ! Ro d’in eur pok a garantez !… Paour oun, met da skudel a vezo karget d’it bemdez, va breur keaz, va breur Yann !… Me gave d’in oas maro, pegwir ne roes ket eus da gelou, na d’in na d’az breur Paol.

— Ro d’in, c’hoarig vad, ar zac’h a zo aze war ar skaon, ma lakin va dilhad.

— Da zilhad, Yann, met ganez emaint, paotr !

— Ya, ganen ema an dilhad am oa prenet disadorn war blasen Montroulez, evit tenna d’eoc’h eun taol finesa, ha gouzout evel-se pe te pe Baol va digemerche ar gwella.

Ken buan ha tra hor paour a oa gwisket en aotrou kran, tog kern-uhel ha manegou.

Strafuilhet-holl, Katellig ne lavare grik, ne ouie petra da zonjal : evel aoun he devoa breman, ha, pa dennas an aotrou eus deun ar zac’h truilhok eur zac’h ler melen, liammet a-zoare, he izili holl a grene. An aotrou, en eur ziliamma e zac’h, a lavaras :

— Deac’h da noz oun erruet aman e toull da zor, ha daoust d’az paourentez, e peus va digemeret, c’hoarig vad ; setu aman evidout pemp kant mil bilhed a vil lur, gounezet ganen er Perou. Tri c’hant mil bilhed all a zalc’han ganen, evidon, ha, goude va maro, e vezint d’it… Laka breman da zilhad braoa, gwisk ivez da vugale vihan en o braoa ; goude e kemerimp eur wetur c’holoet hag ez aimp da Rosko da welet hor breur Paol, a zo eun ozac’h a zoare, hervez am eus klevet.

— Ya, Yann, eun aotrou a zoare, stag e groc’hen oc’h e gein, evel eur vrenniken oc’h ar roc’h, hag e wreg a zo c’hoaz gwasoc’h evitan ; biskoaz netra n’em eus bet diganto en darvoudou skrijus digouezet ganen ha gant va merc’h. N’o deus ket zoken teurvezet kemer unan eus bugale va merc’h, ha setu ar wirionez.

Div heur goude, an aotrou Yann goz hag e c’hoar Katellig gant he bugale vihan, a oa oc’h taol en osteleri vrasa eus a Rosko, meuziou mad dirako. Yann a lavaras da vestr an osteleri e karje gwelet an aotrou Paol Ribouler, ha komz gantan en osteleri ha dioc’htu.

Eur c’hart heur goude, Paol a oa er zal-debri, strafuilhet : ne ouie ket petra glaske outan an diaveziad her galve. Heman a lavaras :

— Disadorn da noz, Paol, oan bet en toull dor da di, dindan dilhad eur paour, o c’houlenn bara ha lojeiz : Sonj a peus, kwir ?

— Ya, sonj mad ; ha petra goude ?

— Me eo da vreur Yann, dizro eus an Amerik gant eiz kant mil lur. Te ha da kreg ho peus va digemeret evel eur c’hi en eun iliz, ha va c’hoar Katellig he deus, hep gouzout piou oan, va digemeret en he zi, roet d’in boued ha gwele deac’h da noz hag hirio vintin.

— Ha goude, eme Baol ?

— Setu em eus sonjet ober d’it evel a peus great d’in, da lavaret eo lezer da viz ganez en da c’henou, ha rei da Gatellig pemp kant mil lur hirio, hag ar peurrest, pa vezin maro. Kountant out ?

— Evel-se bezet great ! eme Baol, o vont kuit, lostok.

Loeiz Ar Floc’h.