◄ XI. — Burzudou graet e kever Gwennola | XII. — Dizro an tad d’ar maner | XIII. — Ar Vinjans ► |
Pa oa taolet Gwennola er c’houldri, an itron a zonje d’ezhi e vije bet marvet eno etouez al lorniez gant an naoun, ha goudeze ne vije ket bet diez interri anezhi heb gouzout da zen en eur c’horn bennag deuz ar c’hoat.
Neuze e kemennaz d’ar metejen mont da gaout sekretour an ti-kear da lavaret d’ezan oa marvet Gwennola Kerzuliek e maner an Tymeur.
Per a ieaz d’an ti-kear ha Laouik a ieaz d’ar presbital da gerc’hat ar c’hroaziou, hag an traou a oa red evit sebelia ar c’horf-maro.
Ar plac’hik a oa laket marvet d’ar 27 a viz Heven, da eiz heur deuz ar mintin, hag an interramant a vije great en de varlec’h da nav heur deuz ar mintin.
Den abed n’en devoa urz da zont er maner da daol dour war c’horf maro, hag antronoz, eleac’h korf Gwennola e oa laket mein ebarz el laouer, kaset d’an iliz ha d’ar vered.
An itron, kerkent ma oa kraouiet Gwennola, a skrivaz al lizer ma d’he goaz :
- « Va fried ker,
N’euz den evit kompren ar glac’har a ren er maner abaoue ma z’ oud eat kuit. Gwennola o merc’hik karantezuz, pa glevaz e oa partiet he zad e kuz diouthi, a oa kement enkrezet gant an disparti-ze, ma savaz ar gwad d’e fenn, ma kouezaz klanv da vervel, ma varvaz d’ar merc’her da eiz heur deuz ar mintin, ne oaz ket c’hoaz digouezet e Mellak.
Ne vezin ket avansetoc’h evit lavaret d’id pegement eo enkrezet hor c’halonou er maner, gwelloc’h eo d’in lavaret d’id ez eo gwelloc’h d’eomp ober buana ma c’hellimp hor c’hanv d’ar plac’hik-ze ken fur, ken mad.
Deuz d’ar gear kenta ma c’helli evit kreski hon nerz-kalon, rak oll omp glac’haret deuz eun disparti ken souden.
D’id a galon hed ar vuez.
- Héloisa. »
An aotrou Kerzuliek pa lennaz al lizer-ze,
a skuillaz eur mor a zaëlou, hag a vennaz
koll e benn.
Goude beza great e gefridi e Mellak, goude beza taolet eur banne dour binniget war bez e bried kenta Gwennola Kerglazek, e tistroaz d’ar gear prim ha prim.
Digouezout a reaz en he vaner d’ar 17 a viz gouere wardro kuz-heol
Kerkent ma oa diskennet deuz ar wetur, e zeaz da vriata he wreg en eur ouela d’he verc’hik Gwennola.
An itron ive deuz he c’hoste a ouele, hag a lavare d’he goaz kemer nerz-kalon evit gouzanv ar gwaleur a zigoueze ganto.
An aotrou a chomaz eun daou pe dri devez en e gambr heb finval, brevet gant ar glac’har o sonjal er gwalennou a skoe warnhan heb paouez.
Goulskoude, deuz ar mintin d’ar sul war-lerc’h, ez eaz d’ar vered da ouela war bez e verc’hik muia karet Gwennola.
Pa zistroaz d’e vaner, e reaz eun dro er jardinn, en e varchosi.
Estlamet o oa bet pa welaz e oa devet e vern keuneut, hag er c’hraou e c’houlennaz digant ar mevel braz e peleac’h e oa eat ar pevar loen.
« Aotrou, va mestr, a lavaraz Per, goulennit an dra-ze digant an itron, hi e deuz difennet ouzomp lavaret d’eoc’h.
Na me nag ar metejen all na c’hellomp anzav ouzoc’h petra zo digouezet er maner aboue ma zoc’h partiet. »
— « Petra, petra zo c’hoarvezet eta ?
— « Goulennit digant hoc’h itron. »
An aotrou a zavaz kerkent da gambr an itron.
« E peleac’h ema ar pevar loen a oa er
marchosi pa oan eat ac’hann pemzek devez zo ?
— « Goulen an dra-ze ouz da vevelien, rak me na ven morse wardro ar c’hezek. »
— « Perag eo devet ar eorn keuneut a oa du-hont e traon ar Jardin ? »
— « Ar bern keuneut a zo devet eiz devez a vezo varc’hoaz, an tan a zo bet laket ennhan, den na oar gant piou. »
— Den na oar gant piou, ha da betra neuze e talv an dek ki a vez distag en noz er maner ? »
— « Ro peoc’h, Herry, rak ne ouzon netra deuz ar pez a c’houlennez ouzin, va spered en deveziou-ma n’ema ket mad, ha va c’halon a zo glac’haret, evel ma tlее beza da hini. »
— « A dra-zur ez eo glac’haret va c’halon, hag ar rest deuz va buez a vezo evidon eur chaden a c’hlac’har, mes evelkent ez eo red d’in gouzout petra dremen ebarz em maner.
Deuz eta ganen d’ar marchosi, hag e c’houlenni ouz ar mevel-braz petra en deuz graet gant ar pevar loen, »
— Ah Herry ! lez ac’hanon, rak va spered er moment-ma n’ema ket о sonjal em c’hezek… D’an deiz ma oa interret Gwennola, Doue d’he fardono !
Ar mevel bihan a deuaz da lavaret d’in d’am c’hambr e ranke beza bet eun den bennag en noz oc’h ampoëzoni ar c’hezek, rak о fevar e oant maro.
En deiz-ze nag abaoue, na zebriz tam-boued, nа gouskiz ket eur veraden, ken glac’haret oun da veza kollet eur verc’hik ken karantezuz evel Gwennola. »
D’ar c’homzou-ze an aotrou a gouezaz d’an douar a stok e gorf, e galon rannet.
Goude eun hanter heur e savaz, hag e kerzaz, hag о teuaz d’ar marchosi da rebech d’ar mevel-braz en devoa lezet ampoëzoni ar c’hezek.
— « Aotrou, ho kezek n’int ket marvet dre ar poëzon. »
— It, Per, da c’hervel Laouik, hen a zo bet о lavaret-ze d’an itron.
Laouik a deuaz :
— « Ne ket ta Laouik, ar c’hezek a zo bet ampoëzonnet, rak te a zo bet o kas ar c’helou-ze d’an itron. »
— « Me, aotrou, va mestr, n’em oa ket ezom da gas eur c’helou er giz-ze d’an itron, rak hi koulz a ni hon daou, a oar penaoz eo marvet ar c’hezek, hi a oar koulz a ni penaoz eo devet ar bern keuneut, mes difennet e deuz ouzomp lavaret d’eoc’h, ha goulskoude e livirimp, aotrou, ar Vretoned na lezomp ket pell war ho c’houstianz traou re bounner. »
— « Deuit ganen ho taou da gambr an itron, galvit an diou vatez, hag eno ec’h anzavfoc’h ar wirionez, rak red eo d’in gouzout petra eo deut va c’hezek da veza.
An daou vevel a bignaz asamez gant an diou vatez hag an aotrou da gambr an itron, hag eno ec’h en em entenchont.