Var an obligation da anaout-mâd ar religion

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 1-2)


DOCTRIN
AR GUIR GRISTEN.




QUENTA LODEN.
CREDI.
————
VAR AN DOCTRIN GRISTEN.
obligation da anaout-mad hon religion.

An doctrin gristen eo an ini a zo bet desquet deomp gant Jesus-Christ, hac a bropos deomp e Ilis da gredi ha da bratica eus e berz. An anoudeguez eus an doctrin gristen-ma a zo necesser deomp-oll evit beza salvet. Pebes ræson evidomp d’he anaout ha d’he heulia ! Ma c’halfe an anoudeguez hac ar pratic eus a unan-bennac a lezennou ar rouantelez, hon renta eürus er bed-ma, peleac’h ema an ini ne rafe quet e oll bossubl evit he anaout ? Ra vezo eta lezen Jesus-Christ an objet eus hor c’harantez ! ra vezo ato præsant d’hor speret ! ra vezo scrivet var bâl hon dorn ha var dublen hor c’halon, evit ma c’hallimp he desqui pront hac he medita continuelamant en nos hac en deiz, en ty bac er meas, en henchou hac er parqueyer ! An doctrin gristen a zesq deomp pemp tra : credi, ober, goulen, receo, tec’het ; da c’houzout eo, credi an oll articlou eus ar feiz hac an oll guirionezou a bropos deomp hor mam santel an Ilis da gredi ; ober ar pez a zo gourc’hemennet deomp gant Doue ha gant e Ilis ; goulen ar pez a zo comprenet er Bater hac en Ave ; receo ar sacramanchou ; tec’het diouz ar guir drouc pehini eo ar pec’het : ac’hano pemp quevren, pe autramant pemp loden, pere a rai ar partach eus al levr-ma, var behini e pedomp an Autrou Doue da scuilla e venediction. An den a ell parlant, mæs na ell quet rei ar speret necesser evit compren ar pez a lavar : mad-bras e c’hall beza e gomzou, mæs ma na barlantit hoc’h-unan , ô va Doue ! ne dômont quet ar galon ; preseg a ell ar mysteriou, mæs c’hui a ro da entent ar pez a zo enno cuzet ; publia a ra ho gourc’hemennou, mæs c’hui a zicour o fratica ; disquez a ra hent an êe, mæs c’hui eo a ro an nerz da guerzet ennan ; doura-mad a ra ar vezen, mæs c’hui eo a ra dezi douguen frouez : parlantit eta, va Doue, rac ho comzou a ro ar vuez eternel !