Mont d’an endalc’had

Pedennou aroc ha goude ar gommunion

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. xxv-xxviii)



AROC AR GOMMUNION.

Communia a so receo hor Zalver hac hon Doue : action ebet eta santeloc’h nac importantoc’h ; mæs ive action-ebet ne c’houlen brassoc’h dispositionou. Laquit evez da brofani ar sacramant pehini a dle ho santifia ! Brassa goal-heur a ouffe erruout gueneoc’h eo ober ur goal gommunion ! Dibri hac efa a raffac’h ho condaonation, a lavar deoc’h an abostol sant Paul. Ar burete a goustianç a so requis evit ne reot quet ur gommunion sacrilach, mæs ne dê quet aoualc’h evit he renta util ha profitabl quement a ma tle beza, eme Dadou ar vuez spirituel: sul-vui en em bræparrot da receo ar sacramant-ma, sul-vui a c’hraçou a receffot ; cresgui a raint, dioc’h ma ho pezo ur feiz creoc’h, ur glac’har brassoc’h eus ho pec’hejou, ur garantez parfetoc’h evit Jesus-Christ. Caout a reot, amâ varlerc’h, actou fervant pere a ell ho sicour da excita en hoc’h ene, an devotion, ar santimanchou-mâd, an desirou santel hac an dispositionou-all requis evit communia gant milit ha gant frouez.

Act a Feiz.

Songit ha credit parfet ez it da receo ar c’horf sacr hac ar goad precius eus a Vab Doue : ar memes pehini so bet ganet er c’hraou a Vethleem, pehini en deus souffret ar maro var ar groas evit hor pec’hejou ha pehini a so brema en êe leun a c’hloar, ha livirit : « Me a gred ferm, hep douetanç-ebet, ez an da receo en effet, corf, goad, ene ha divinite Jesus-Christ, guir vab Doue. »

Act a Adoration

Adorit Jesus-Christ gant ar brassa respet, oc’h en anaout evit ho crouer, ho redemptor hac ho mæstr souveren. Mar deu præsanç ur roue da inspira quement a respet d’e bobl, pebes respet na dlê quet da inspira deoc’h præsanç roue ar rouanez ! Livirit eta a greiz ho calon : « Me hoc’h ador,ô va Zalver, er sacramant eus an aoter ; c’hui eo va c’hrouer, va Doue, va mæstr, va Autrou, va roue ! »

Act a Humilite.

Songit e perfectionou Doue, hac en ho miseriou hoc’h-unan : anzavit ne vilitit quet receo un Doue quer-bras ha quer-santel, ha livirit gant guirionez : « Pec’her ingrat, piou ez oun-me, da dostaat ouzoc’h, va Doue ! Ar zænt a so en ho præsanç, leun a respet hac a zoujanç. »

Actou a Fizianç, a Garantez hac a zezir.

Grit guella ma ellot an actou ma, hac it da gaout Jesus evel un den clân da gaout e vedicin, evel un den affliget da gaout an hini a ell e gonsoli ; ha livirit en ur vont pe aroc flach diouz ho plaç : « Mont a ran eta, va Jesus, d’ho receo ! pa zoc-h tragarèzus. Ah ! va goalc’hit, me ho supli, gant ar goad eus ho pemp gouli ! A greiz va c’halon, va Doue, me ho car, hac ho caro bemdez ; abalamour ma vilitet dreist pep tra-oll beza caret ! Guerc’hes Vari, mam da Jesus, ha c’hui, va æl-mâd carantezus, deut va c’hundui d’ar banquet en deus d’în va Doue præparet ! »

GOUDE AR GOMMUNION.

Goude ma ho bezo communiet, en em dennit en ur plaç distro-bennac en ilis: adorit en ho calon Jesus-Christ, roue an êe hac an douar, ha goude beza evel-se en adoret er silanç, epad un nebeudic amzer, hervez ho tevotion, livirit an Tantum ergò hac an oræson Deus, qui nobis, evit trugarecât an tri ferson adorabl eus an Drindet ha gounit an induljançou. Evit supplei d’ar pez a vanq deoc’h, offrit ive da Zoue an oll actionou a c’hraç, an oll adorationou, an oll meuleudiou a zo bet, a zo hac a vezo rentet dezan gant an oll sperejou eürus en êe, ha gant an oll eneou zantel var an douar, ha livirit devotamant var ho taoulin :

O va Jesus, c’hui a zo en em offret antieramant evidon d’ho Tad eternel, hac hoc’h eus scuillet hoc’h oll goad evidon var ar groas : bemdez en em roit d’în antieramant er sacramant adorabl eus an auter, a ne dê quet eta just, en em offren deoc’h ive antieramant ? Na rit istim-ebet eus ar pez a allan da rei deoc’h hepdon : n’hoc’h eus ezom-ebet eus va frezanchou ha ne c’houlennit nemedon : rac-se, ô va Doue , en em roan deoc’h antieramant gant joa, evit biquen hac hep partach-ebet ! Recevit, me ho ped, dre hoc’h ano santel, recevit, va Doue , mar plich gueneoc’h, recevit va speret ba va c’halon, va c’horf ha va ene ; recevit va memor, va ententamant ha va oll bolontez ! o lezel a ran, absoluamant ha da jamæs, en ho disposition ! Ia, va Doue, dispo-sit ac’hanon hac eus a guement a aparchant ouzin evel ma pligeo gueneoc’h ! roit d’în ho carantez hac no craç, ô Jesus ; ne c’houlennan quen tra ouzoc’h : gant quemen-se e vezin pinvidic aoualc’h !

Aroc sortial eus an ilis, considerit pere eo ar graçou particulier a bere hoc’h eus muia ezom. Oll hon deus ur c’hostez sempl, ha pep-unan ac’hanomp a lavar : mar n’am bize quet an tech fall-se, e vijen deut prest-aoualc’h a ben eus va defautou-all ; goulennit eta ar chraç d’e drec’hi, ha recommemdit ive da Zoue ho nessa, ispicial ar re evit pere hoc’h eus obligation da bedi. Possedi a rit en ho calon ar zourcen eus an oll graçou, mæstr an oll donæsonou parfet : goulennit hac e receffot !…