Mont d’an endalc’had

Va bragez

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 120-121)



VA BRAGEZ
————


D’ar zadorn araok ar Bleuniou,
A vandenn ar vugaligou,
Kerkent ha m’oa peder heur skoet,
A veze gwelet o redet
Etrezek eur c’hoat a wez pin,
Rag pep hini, d’ar zul vintin,
A felle kaout, da vihana,
Eur skourr pin evit benniga,
Eur skourr kaer, gant teir voul e kroaz
Med tizout ar skourr n’oa ket eaz.
Hogen, c’hoarvezet oa gan-en,
O pignat oc’h beg ar wezenn,
Enn dra skrijuz-meurbed, eunn dra
Hag em lakaz buan da grena.
Va bragez, er skourrou speget,
Enn eunn taol kount oa gwall roget ;
Eur bragez nevez-flamm, ken kaer,
Ha trouc’het er gwella mezer !
Eur bragez, gant roudennou gwenn,
Prenet e marc’had Lesneven !
Va skourr, gand he zeir voul e kroaz
A deuaz da veza ker, siouaz !
Rag kerkent war dreuzou va zi,
Setu va mamm, droug-braz enn-hi,
D’am gourdrouz, ha zoken, oc’hpenn,
D’am skei kement gand ar gordenn,

M’oant bronduet-holl va divesker.
Ha setu perag ar paotr Per
Abaoue, da zul ar Bleuniou,
E leac’h eur skourr pin gant boulou,
Ne zoug mui nemed eur skourr beuz,
Easoc’h da dizout ouz ar c’hleuz.


————