◄ VI. — Herry Kerzuliek a haddimez | VII. — Ar verc’hik Gwennola, e Mellak | VIII. — Gwennola a ia da vaner Tymeur ► |
Lezomp brema an aotrou Herry hag e itron gant ho zaou vugelik, Henry ha Germaine, ha dizroomp du-ze da Vellak, el leac’h m’ ema ar bugelik koant kavet er be goude maro he mam.
Dek vla e deuz, hag e buez a zo hini ar merc’hedigou war ar meaz. Eun dudi eo he gwelet da zul en offeren gant e dillad kouër. He oad a zo bihan c’hoaz, mes dija he c’halon a zo leun a garantez.
Bemdez e vez o vesa ar zaout hag an denved asames gant bugale vihan Mac’harit an Naour, hag evit c’hoaz e kav d’ezi ez eo c’hoar d’ar re-ma. Peb tra a zo kuzet outhi, hervez ma oa gourc’hemenet.
Goulskoude ar vugale n’int nemet bugale, hag aliez en o c’hoariou, pa ve drouk enno, e ouezont roi taoliou teod an eil d’egile.
Gwennola a gleve aliez ar c’homzou-ma gant bugale vihan Mac’harit, pa vije drouk enno :
« Te n’oud ket c’hoar d’omp-ni ! Te zo kavet en eur be ! Da dad d’id a zo divade ! »
Ar bugelik dek vla na daole ket pled er chomzou-ze, hag a leze anezo da dremen evel an traou all a gleve gant bugale ar bourk.
Ober a reaz he fask kenta hag he eil pask e Mellak, ha tri bla a oa abaoue ma oa laket er skol, evit deskì lenn ar brezonek hag ar gallek.
Goulskoude, eun devez Mac’harit an Naour heg e bugale vihan a ieaz d’ar barrez an Trévoux, eul leo deuz Mellak, ha Gwennola jomaz er gaër evit diouall al loëned.
Du-ze ema, war heent Kemperle o kana kantikou, soniou Breiz-Izel, hag o lenn an Aviel hag Imitation J. K. Eun dudi eо e c’hlevet o kana sklintin en draonien.
Goulskoude, vardro nav heur deuz ar mintin, eur plac’h koz, o vesa he loëned ive, a zigouezaz ganthi, hag o diou e kommanschont kaozal deuz an dra-ma ha deuz an dra-hont.
— « Kana brao a rez, plac’hik, a lavaraz a-wrac’h koz. »
— Ia, eme ar plac’h iaouank, kalz plijadur em beuz o kana, hag o lenn al leoriou kaër-ma roët d’in gant va mam. »
— Gant da vam ! n’eo ket gwir ! Da lez-vam marteze.
— Pa lavaran d’oc’h, va mam er mintin-ma eo e deuz roet an daou leorik brao-ma d’in, hag hi e deuz lavaret d’in lenn anezo.
— Da vam a zo maro daouzek vla zo tremenet, ha douaret aze en bered Mellak. Ha da dad, pehini a oa païan, en doa c’hoanteet en em laza duze e Santez-Anna, pa glevaz ar c’helou-ze, hag abaoue den n’en deuz klevet hano anezan.
Da vam a ioa hanvet Gwennola, ha da dad Herry Kerzuliek.
Deuz pell ac’hann e oant, ha te zo savet ha maget ama gant an hostizez leac’h ma oa diskennet da dad ha da vam.
Diskouez d’in al leoriou-ze, warno marteze ema hano da dud. »
— « Ia ! war henma e welan skrivet e skritur dorn :
« Roët da Wennola Kerglazek gant he fried
Herry Kerzuliek. Ha war hen-ma : Gwennola
Kerglazek. »
« Hano da dad, hano da vam, va merc’hik !
Brema e welez sklaer ne ket Macharit an Naour eo da vam-goz, na Mari da vam. Maga reont ac’hanoud, ha netra ken, gant an arc’hant braz a roaz d’ezo da dud. »
— « Va Doue ! va Doue ! a lavaraz neuze ar plac’hik daouzek vla, na pegen kri eo d’in klevet ez eo maro va mam, ema aze douaret abaoue ma zoun ganet, ha na ouien ket.
Va c’halon a zo fraillet о klevet lavaret em beuz eun tad païan, eun tad hag en deuz ankoueet va mam.
O va Doue ! pegen laouen ouan er mintin ma o kana o meuleudiou, ha pegen glac’haret eo brema va c’halon, o sonjal er blaneden galed em beuz da c’houzanv war an douar.
Daou dra a chom ganen da ober, da genta pedi evit va mam, evit ma zaio da c’hloar ar Baradoz ; ha d’an eil, pedi evit va zad, evit ma roïo Doue d’ezhan ar c’hras da welet va mam eun deiz en Nenvou.
— Ia, ia, roi a rin ar veraden diveza deuz va gwad evit lakat va zad war an hent mad.
O va Doue ! roit d’in ar c’hras da gaout eun devez an hini a nac’h hirio o lezennou. Her c’haout a rankan, hag her c’haout a rin ! »
Epad ma oa Gwennola, an daelou en he daoulagad, o lavaret ar c’homzou-ze, ar wrac’h koz a gemeraz trum hent ar gaer gant he loëned, aoun e devoa da veza anavezet, abalamour e devoa lavaret ar wirione d’ar plac’hik.
Gwennola ive a deuaz d’ar gaer gant he loëned, ha goude beza o laket er c’hraou, e tiredaz raktal d’ar vered. Eno war be he mam, e ouelaz dourek, hag e touaz kaout he zad, e touaz hen lakat war hent ar zilvidigez.
Deuz an abardae, pa zigoueaz Mac’harit an Naour gant e bugale vihan er gaer, ar plac’hik a oa doaniet oll.
— « Petra c’hoarvez ganoc’h, Gwennolaïk ?
— « Al leoriou o peuz roet d’in er mintin-ma, a zalc’hin hiviziken war ma c’halon, rak warno e lennan hano va zad, hano va mam.
Daouzek vla em beuz, ha biskoaz n’o peuz lavaret d’in e oa va mam er vered ; kuzet ho peuz ouzin e oa va zad eur païan.
Ma c’halon a zo fraillet, va spered ankeniet, o sonjal ema va mam, marteze er purkator.
Va zad marteze a zo marvet païan, hag a c’hell beza hirio e anaon oc’h hirvoudi direpoz.
N’ouzon petra d’ober, n’ouzon petra ran ha va buez a vezo eur vuez a c’hlac’har ken em bez o gouezet e peleac’h ema va zad !…
Varc’hoaz vintin me a ielo da gaout an aotrou Person, hag hen a lavaro d’in petra em bezo da ober, hen a roio d’in sklerijen war va amzer genta, hen a lavaro d’in marteze e peleac’h ema va zad. »
— « Merc’hik, a lavaraz Mac’harit an Naour, ho kinivelez a zo eur burzud euz a berz Doue,hag an oll dud er barrez-ma, a ioa sebezet o welet eur seurt darvoud.
Ene ho mam a zo er Baradoz pell zo, rak hi a ioa eur zantez. Hi a deuz roët d’in al leoriou-ze a lennec’h er mintin-ma.
Ho tad a zo eur païan, gwir eo, hag abaoue m’en deuz kuitteat e wreg war heur e varo, den n’en deuz klevet deuz he gelou.
Ho tad hag ho mam goz a zo ive maro deuz an diou gostezen.
Bloaz a zo tremenet, em boa bet al lizer diveza digant mam ho tad, ha bremaïk hen diskouezin d’oc’h.
— Ha perak о peuz kuzet ouzin keit all a wirionez ?
— Ho tad hag ho mam-goz a lavare d’omp kuzat ouzoc’h о lignez, ken a vijec’h deut d’an oad a driwec’h vla, rak m’ hon dije lavaret d’ho tad e oa ganet evitan eur verc’h e vije deut d’ho kerc’hat, ha ganthan e vijec’h bet savet fall.
— Ah ! trugare d’oc’h va mam-goz ! rak kaër eo beza savet er Relijion gristen.
Brema e ouzan pen-da-benn ar wirionez.
Doue en e vadelez en deuz c’hoanteet delc’her ac’hanon war hent ar zilvidigez, mes pa zonjan em zad, e santan va oll izili o krena ha va gwad o vervi, hag eur vouez a gomz em c’hreiz, hag a lavar d’in :
Kerz, kerz, hag e tenni ene da dad deuz ar pec’hed…
Lavarit d’in e pe leac’h ema va zud koz, mont a rin beteg enno, ha diganto e c’houlennin kelou deuz va zad. »
— « Maro int oll, ho tud koz, mes e parrez Poullaouen e oant o chom. »
— « Mont a rin evelato beteg eno, ha marteze e klevin eur c’helou bennag deuz va zad, klevet a rin pe ez eo beo pe maro. »
— « Va merc’hik ! gwall iaouank oc’h evit ober eur sourt beach hir, ha marteze c’hoaz goude mont keit all, na gavfoc’h netra.
Ho tad kazi zur, a zo e Pariz, kazi zur en deuz gwerzet e vaner e Poullaouen, evit mont da chom el leac’h ma kavo ebatou. »
— « No ouezan netra, mes gouzout a rankan tout ar pez a zo tremenet em famill. »
Antronoz vintin Gwennola a ieaz da gaout an aotrou Person, hag hen-ma lavaraz d’ezhi :
— « Ia, va merc’hik, ar pez a livirit a zo
mad, red eo d’eoc’h klask ho tad, hen dizrei
diwar hent an dizurz.
Karet em bije e vijec’h bet brema triwec’h vla, mes pe gwir ho peuz klevet ar wirionez war ho lignez arok an oad-ze, e sonjan e felle an dra-ze da Zoue, marteze vit brasa mad ho tad.
Rak-se ta, va merc’hik, It en hent kenta ma c’hallfoc’h, ra vezo Doue ganeoc’h.
Eur vech digoueet e Poullaouën, ma ne gavit ket ho tad, ma ne glevit hano abed anezan, dizroit ama adarre da Vellak, el leac’h oc’h ganet, dizroit da veva e kichen ho mam, e kichen an dud o deuz kemeret soursi deuz ho pugaleac’h.
Ama koulz hag el leac’hiou all, e kavfoc’h ar peoc’h hag an euruzded d’o kalon ha d’o spered. »
— « Trugare, aotrou Person, evit ar c’homzou kaër a lavarit d’in. Mar kavan va zad, evel em beuz esperanz, me lavaro d’ezhan dont ama da chom, sevel aze er bourk, etal ar vered, eun ti evidomp hon daou.
Oh ia ! laouen e vijen o tont da chom etal an iliz-ze, e pehini oun badezet, em beuz groet va faskou. »