◄ V. — Dizesper Herry | VI. — Herry Kerzuliek a haddimez | VII. — Ar verc’hik Gwennola, e Mellak ► |
An intanv, epad reujad e glenved, na roaz
da zen deuz e gelou, mes kerkent ma oa
pareet, e skivaz eul lizer d’e dad ha d’e
vam, evit lavaret d’ezo n’o devoa ket ezom
da zonjal ken ennan, en devoa graet e sonj
da vont da chom d’ar Gear-Benn.
E gwirione, a veac’h e oa sec’het ar c’hleizennou en e c’houk, ma lakeaz staga deuz ar wetur, e zaou varc’h kaër, hag e kemeraz penn an hent evit mond da Bariz.
Eiz de oa bet oc’h ober an hent, ha kerkent ha ma oa digoueet, kenta tra reaz, oa gwerza e zaou loën hag e garronz kaër.
Neuze e kommansaz da ren eur vuez diboch, buez an dud dizesperet.
Bemde o c’haloupat deuz an eil toull fall d’egile, e kolle e iec’hed, ec’h en em revine. Ar c’hoariou kartou a blije d’ezап, hag enno gwech e c’honee, gwech e kolle arc’hant braz.
Eur bla oa bet o ren ar vue-ze, pa zonjaz dimezi en dro.
En unan deuz an tiez ze a hanver e gallek café-concert, Herry a gavaz eur plac’h iaouank deuz ar re gaëra, hanvet Héloïse Clamort.
Ar plac’h-ma a oa deuz eul lignez izel, he zud a zalc’he eun tammik konverz en eur gaerik vihan deuz Sao-Heol Franz.
Dimezi a rejont eta, ha chom a rechont er Gear-Benn. Asamblez gant e itron iaouank, an aotrou Herry a renaz eur vuez fur, na vije ken gwellet o tremen nozveziou en toullou born, na golle ken e arc’hant er c’hoariou braz. Mes avad, ma rene Herry eur vuez fur, na rene ket eur vuez kristen, heg e wreg na roe ket d’ezan aliou mad, rak hi e-unan a oa koueet abred en dizurz.
Prestik goude ma oa marvet Gwennola, he zad heg e mam a varvez ive en Huelgoat.
Ar boan o devoa bet o klevet ar maro spontuz e devoa bet o merc’h, a gasaz anezo buan war o fenn, ha peurgaset e oant bet, pa glevchont ar vuez fall a rene e Pariz o mab kaër Herry.
An aotrou Kerzuliek koz, o chom e maner Tymeur e Poullaouën, a varvaz o koueza diwar e varc’h. Na jome mui deuz an diou famill, nemed an itron goz Kerzuliek, mam an aotrou Herry.
Houma, pell a ioa, a oa stag war he guele gant ar remm hag ar c’hoënvadurez, hag eun devez, Herry a resevaz eul lizer vit lavaret d’ezan oa maro e vam.
Abenn eur bla goude ma oa arruet an darvout-ze, Herry a roaz e zonj da zont adarre da chom da Vreiz, dindan an hano a Alphons Clamort.
Dek vla a zo abaoue ma z’eo douaret du-ze e Mellac, Gwennola Kerzuliek, eiz vla zo tremenet, abaoue ma z’eo dimeet vit an eil gwech, Herry Kerzuliek.
Hen-ma, evel heritour d’an daou vaner,
hini e wreg kenta en Huelgoat, hag e hini
e-unan e Poullaouën, a deu da chom da
Vreiz, da vaner Tymeur, el leac’h oa ganet.