Mont d’an endalc’had

Un oræson devot goude ar gonfession

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 140-141)



CANTIC VAR UN ORÆSON DEVOT,

Evit trugarecaat Doue goude ar gonfession, hac evit goulen ar c[’]hraç da berseveri en stad vad. Var an ear gallec : Ruisseau qui cours après toi-même.

GRaçou deoc’h, va Jesus, a rentan
Eus ho madelez em andret,
D’am beza gant patiantet
Gortoet da gofes bete vreman,
Ha da vezan grêt d’in receo an absolven
Er sacramant a binijen. bis.
Na bermetit quet, o va Salver,

E ven jamæs quer maleürus
Da goueza en pec’het grevus,
Na mui quen ingrad en ho quêver ;
Mæs va rentit pelloc’h ferm ha perseverant
D’ho servija fidelamant. bis.
Grêt em eus ar resolution

Da viret ho courc’hemennou,
Da drec’hi va fassionou,
Ha da guitat an occasion
Moyenant ar sicour eus ho craç, va Doue,
M’her goulen digueneoc’h ive. bis.
Meulet ra viot evit bi-

quen,
O va Redamtor benniguet,
Da veza bet instituet
Ar sacramant eus a binjen ;
Me bed ho Mam, ar Sænt bac an Ælez eürus
D’bo trugarecât, va Jesus. bis. Amen. ,