Moyenou da ober actou a gontrition
PEhini so profitabl ha devot, couls hac an hini so varlerc’h, evit goulen pardon ouz Doue pa vezer var ar poent da vont da cofes, hervez an exempl eus ar pec’her penitant ar publiquen, pehini oc’h en em zerc’hel aziabell en lost an templ, hep credout avanç ebarz, ne grede quet soquen sevel he zaoulagat etrese an eê, ha ne rea nemet squei var he beultrin, en ur lavaret ar c’homsou-mâ (va Doue, ho pêt truez ouzin, pec’her paour ma’z oun) ; hac a zistroas d’ar guear gant ar pardon eus he bec’hejou, o veza en em humi- liet quement en presanç Doue gant ar regret d’he veza offancet.
Remercout a reomp pevar zra er publiquen-mâ pere a zisquez deomp ar fæçon d’en em reconcilia ouz Doue dre ur guir binijen. Da guenta, en em anaie meurbet indîn d’en em bresanti dirac Doue ha da antren en he di, ar pez a ra dezan en em derc’hel en antre eus an templ en ur bostur humbl ha modest, hep credout sevel he zaoulagat diouz an douar da sellet etrese an eê. D’an eil en devoa ur regret bras d’he bec’hejou en guelet he galon, oc’h anaout erfat ne verite nemet punition, ar pez a rea dezan squei var he beultrin. D’an drede, ec’h ansave sinceramant ne doa nemet ur pec’her miserabl, hac en devoa couscoude fizianç en drugarez a Zoue, pa en em adresse dezan. D’ar pevare, pede Doue gant ur feiz hac ur guir humilite da gaout truez outâ. Mar antreomp en dispositionou-mâ pa’z eomp d’an Ilis ha da gofes, ec’h ellomp en em assuri e tistroïmp ive d’ar guear gant ar pardon hac an absolven eus hor pec’hejou. En intantion-se grit an act a gontrition-mâ, pehini a ellet da gana var an ear gallec: Venez, venez, Esprit Saint , dans nos cœurs, pe var ton an Tad Honore.
O Va Salver, hoc’h eus, dre ma c’haret,
Poaniou cruel evidon anduret,
Elec’h bepret dont d’ho caret ive,
Em eus pec’het, siouas, hed va buez !
Ne dlefen quet sevel va daoulagad
Varzu an eê, pa[’]z oun bet quer ingrad,
Ha pa’z oun bet, va Jesus , quer mechant
D’hoc’h offansi, siouas, marvelamant !
O va Doue, ho pet truez ouzin,
Me a ene oun ur pec’her indîn,
Ne veritan nemet punition,
Hoguen c’houi so leun a compassion.
Calmit eta ho coler em andret,
Rac gant ar c’heuz ê va c’halon mantret,
Mar d’oun diouzoc’h dre va fec’het pelleet,
Grit ma vezin dre va ïegret tosteet.
N’am c’hollit quet, pa’z oc’h trugarezus,
Ha pa’z oun deoc’h coustet ker, va Jesus ;
Gant ho sicour e proposan tec’het
Diouz peb danjer da zistrei d’am pec’het.
Accordit d’in e satisfaction
Hed va buez ur guir gontrition :
Roït d’in ar c hraç d’ober ho volontez
Bete’r maro gant ur guir garantez.
Guerc’hes Vari, va Æl-mad, va faëron;,
Obtenit d’in digant Doue ar pardon,
Hac ar c’hraç gre d’he garet quer fidel,
Na rin jamæs nep seurt pec’het marvel.
O va ene, quitaomp ar vanite,
Poent eo entent ouz an eternite :
Na sonjomp mui nemet ober erfad
Evit plijout da Zoue hor guir tad. Amen.
D’ar regret da veza offancet Doue, ha d’he garet pelloc’h. Var ton Biron, pe var an ear gallec, J’ai péché contre Dieu.
SIouas d’in ! va Doue, |
Em eus plantet ar gontel |
Gant ur guir displijadur, |
Hep carantez Doue, |