Un drede seurt actou goude ar gommunion

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
L. Prud'homme, 1849  (p. 162-165)


CANTIC VAR AN ACTOU

En ur fæçon communoc’h goude ar gommunion. Var an ton ordinal, pe var an ear gallec : Je me prosterne, mon Seigneur.

Act a feiz.

ME a gred ferm, va mestr divin,
Ema disquennet em peultrin
Brema [gant ho] [1] tivinite,
Ho corf, ho coad hac hoc’h ene.

Act a adoration.

Rac-se dirazoc’h prosternet
Em interior gant respet,
Me hoc’h ador, o va Salver !
Eguis va Doue ha va C’hrouer.

Act a humilite.

Allas ! biscoaz ne veritis
Em c’honsiderasac’h en nepguis ;
Penaus hoc’h eus-hu’ta prijet
Va bisita, roue ar bed !

Action a c’hraç.

Penaus [biquen] [2] e allen-me
Trugarecât ho majeste ?
Ne d’oun nemet sempladurez,

Nemet pec’het ha paourentez.

 

Peguer bras ê, o va Salver,
Ho carantez-hu em chêver,
Pa fell deoc’h loja em c’haloun,
Ha me peguer miserabl oun ?

Act a admiration.

Perac n’allan-me caout ivez
Ouzoc’h-hu quer bras carantez ?
Me ho car muia ma c’hallan,
Dreist quement tra so er bed man.

Act a garantez.

Hoguen pa ne allan nepret
Diouz ma ve requis ho caret,
Deoc’h ho carantez hoc’h-unan
Ganthini ho Mam a offran.

Act a offranç.

Deoc’h evit un eternite
Me ro va c’halon, va Doue :
Compsit, gourc’hemennit enni,
Ha grit a guerrot anezhi.

Act a soumission.

Siouas ! penaus em eus-me bet
Un seurt madelez offancet ?
Ur regret bras am eus, va Zad,
Ma’z oun bet ouzoc’h quen ingrad.

Act a gontrition.

Esperanç am eus couscoude
Da gaout va pardon, va Doue,
Dre ar maro ha passion
Hoc’h eus anduret evidon.

Act a esperanç.

Pelloc’h e fell d’in, va Salver,
En em acquita em dever,
Ha miret ho courc’hemennou
Gant ar sicour eus ho craçou.

Act a bropos mad.

Renonç a ran d’ar c’hig, d’ar bed
Ha d’an ærouant milliguet,
D’he bompou ha d’he oll œuvrou
Ma talc’hin mad d’hoc’h, va Autrou.

Act a renonçamant da dri adversour hon ene.

Evit n’hoc’h offansi nepret,
Ha ma teuin ato d’ho caret :
Me ho supli d’am assista,
Rac hep ho craç n’allan netra.

Act evit goulen ar sicour eus ar c’hraç.

Evit goulen an teir vertuz principal.

Grit ma cresco enon bemdez
Feiz, esperanç ha carantez,
Ha roït d’in an oll vertuziou,
Ma vezin trec’h d’an oll viçou.

Evit goulen ar seiz vertuz control d’ar seiz viç capital.

Ma teuin dre an humilite
Da drec’hi ar superbite,
An avariç dre’l larjentez,
Al luxur dre ar burentez.
Dre ar garantez an avi,
Dre an douçder ar facheri,
Ar gourmandis dre’n demperanç,
An diegui dre’n dilijanç.

Evit goulen beza diangaich diouz ar bed.

Na bermetit em be nepret
Nep seurt attaich evit ar bed‚
Grit ma vezo hiviziquen
Va oll desir d’ho c’heul epquen.

Act a resination.

О va Jesus, en peb fæçon
E resinan deoc’h va c’halon,
Evit beza contant bepret
A guement a reot em andret.

Evit goulen ar batiantet hac ar berseveranç.

Roït d’in ur batiantet vras
Evit douguen d’ho c’heul va c’hroas,
Нас ar c’hraç, va Autrou divin,
Da berseveri bete’r fin.

Offranç ha peden da Zoue an Tad.

M’en em offr deoc’h, Tad eternel,
Assambles gant ho Map santel,
Roït d’in ho penediction `
En he consideration.

Pedern d’ar Verc’hes.

Guerc’hes Vari, Mam druezus,
P’ema gueneen ho map Jesus,
Trugarecaït hen, me ho ped,
Suppliit hen n’am dileso quet.

Da sant Joseph, d’an el mad, d’ar paëron ha d’an oll sænt.

C’houi sant Joseph he dad maguer,
Va el-mad, va faëron quer,
Oll sænt hac oll elez eürus,

Va recommandit d’am Jesus.
Meulit evidon da viquen
Jesus hon Autrou souveren ;
Мeulet ra viot, va Salver,
Er sacramant eus an Auter. Amen.

 


  1. Moullet : ho gant.
  2. Moullet : hi quen.