Mont d’an endalc’had

Trubuilhou an aotrou Gargam

Eus Wikimammenn
Trubuilhou an aotrou Gargam pe torrou-penn ar deiz kenta’r bloaz
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1909



Katolik ba Breizad bepred !


Trubuilhou


An Aotrou Gargam


pe


Torrou-penn an deiz kenta’r bloaz



Pez-c’hoari farsus e daou Arvest


Gant KLAODA ar Prat (Pluen-Zir)



SANT-BRIEG
Ti-moulerez Sant-Gwilherm, 27, bali Charner
1909

C’hoarierien
————

AN AOTROU GARGAM, eun den war an oad o veva dioc’h e leve.
BASTIAN, eur mevel d’an aotrou Gargam.
FILIBERT, eur mevel-all.
EOZEN, paotr an nor.
EUR C’HEREOUR.
EUR C’HIGER.
EUR BARAER.
YANNIG, niz d’an aotrou.
PAOTR AL LIZEROU.
EUR RENER.
BUGALIGOU EMZIVAD.
LAOU, unan anezo.
EUR C’HENDERV D’AN AOTROU.
PEVAR PE BEMP NOUELLER.


————

Trubuilhou an Aotrou Gargam


————
ARVEST KENTA


————


An aotrou Gargam, nevez savet eus e wele, a ya hag a deu sioulik dre e gambr, evel o ruilh eun dra bouezus en e benn. Goude eur pennad e lavar :


KENTA DIVIZ


AN A. GARGAM, e-unan


Ma chom hirio brao an amzer
Me a redo dre ’l lanneier
War-lerc’h ar glujar hag ar c’had ;
Am bo anezo ur sac’had…
Na diskuiz ’vo o divesker
Ma tec’hont krenn va zennou ter !…
Disadorn, ô pebez dudi !
Evidon-me dizrei d’am zi

Gant un toulladig gedon brao
Da ober un tamm lip-e-bao !…
Ya, peadra da regali,
Diou ha teir gwech, holl dud an ti !…
O feiz, me lar hep fougeal,
N’eus ket par d’in da chaseal ;
Me, gred oun moumoun sant Hubert
Ha filhor an aotrou sant Per !
(Klevet a ra trouz)
Piou a c’hell donet ken abred
D’am dieza a-veac’h savet ?
(Skei a reer war an nor)
Digorit !


————
EIL DIVIZ


AN A. GARGAM, BASTIAN


BASTIAN


Deiz mat d’an aotrou !


GARGAM


Deiz mat, Bastian ! Mez, m’hen tou !
Abredik out ganti hirio…
Asa, lar d’in ’ta petra zo
P’ema hirio da zivesker
En hent ken abred hag ar yer ?…


BASTIAN

Evit diskouez va c’harantez,
Em boa c’hoant, en ur seurt dervez,
Donet abred da reketi
Eur bloavez mad deoc’h en ho ti…
 

GARGAM

Sell ’ta ! ema ar bloaz nevez !
Ha me ne daolen ket evez !
(O komz ouz ar zellerien)
N’ankoun’c’ha ket !
 

BASTIAN

Ouzpenn unan
Deoc’h, aotrou mat, a reketan.
 

GARGAM (o rei d’ezan ur pez arc’hant)

Sed aze, paotr, da galanad ;
Kendalc’h d’am servija ervad,
Kerz aliesoc’h d’ar pod-dour,
Ha gra kempennik da labour.
 

BASTIAN

Kenavo, aotrou !
 

GARGAM

Selaou c’hoaz !
Va botou ler hast d’in pourchas,

Ha ro o lein founnus d’ar c’has
Ma’z in war-lerc’h gedon Koad-Glas !
Evit tapa louarn pe c’had
Sevel abred a zo ret mad !
Abred gwir eo ez on savet,
Mez aon em eus na ves kropet !
 

BASTIAN

Monet a ran dioc’htu, aotrou !
(Mont a ra kuit).


————
TREDE DIVIZ


AN AOTROU GARGAM (e-unan)


Ha ma kanfen eur ganaouenn
Savet d’ar chaseour laouen,
Da c’hedal m’en do ar mevel
Great e labour evel ma fell ?
 

WAR DON : Maturin an Dall

N’hoc’h eus ket gwelet dre ama
Eur chaseour o tiskuiza,
Gantan chas kaer a vandennad
A jelp, a red war-lerc’h ar c’had ?
N’hoc’h eus ket gwelet ar glujar
O tec’het spontet, ’vel eur yar ?
Livirit d’in, paotr, plac’h, va den,
Ma rin ive eur c’haer a abaden !


DISKAN

Me ho ped, c’houi beachour,
Frankiz d’ar chaseour,
A ziruilh mistr ha mibin
Ama dre ar ribin !
Dac’hda Fin !… Dac’hda krenn !
Dre an drez, dre ar spern,
Danvez d’ober (Trouz an delez) mern !
Gê !
 
Adarre ? (Skei a reer) Deuit !


————
PEVARE DIVIZ


AN AO. GARGAM, FILIBERT


FILIBERT (eur gazeten pe ziou gantan)

Deiz mad, aotrou !
Setu ama kazetennou !
 

GARGAM (goude beza sellet outo)

Deac’h da noz em boa o lennet !
Petra ? n’hoc’h eus evor ebet ?

FILIBERT

Ho tigarez, par plij, aotrou !
piou n’ankounac’ha a-wechou ?…
Brema, p’eo gwir emaoun ganti,
Me gemer tro da reketi
D’eoc’h ha d’ho tud eur bloavez mad !


GARGAM

A ! Brema e welan ervad
Gwir abeg ho tro finesa !…
Bennoz Doue, ar memes tra,
’Vit hoc’h hetou madelezus !
Delit !…
 

FILIBERT

Bennoz, aotrou (d’an dud)… kintus !
(Rei a ra d’ezan eur gwenneg bennak)


————
PEMPVET DIVIZ


AN A. GARGAM e-unan

Asa daonet n’ c’heus ket a vez
O c’houlenn evel peorien gez ?
Gevier a laront dizamant
En aviz kaout ganen arc’hant.
Hag evelato mantrus eo
Kas anezo diwar va zro
Hep rei dezo, d’ar bloavez mad,
Arc’hant daou pe dri chopinad !
(Skei a reer war an nor).
Alo ! a-veac’h m’en deus unan
Dibunet e gudenn war gân,
Ma teu (adskei a ra.) unan, daou-all kerkent
Da zon d’ho skouarn-all kement !…
Deuit !… (izeloc’h) Kester…


C’HOUEC’HVET DIVIZ


AN A. GARGAM, EOZEN


EOZEN

Eur bloavez mad
D’an aotrou ! Setu va mennad
E deiz kenta ar bloaz nevez
Hon laka holl el levenez !

GARGAM

(d’an dud) Va gwenneien dreist-holl ! (Da Eozen) Eozen,
Del ! (Rei a ra arc’hant deza)… Taol evez hiviziken
N’am lesfes dek munut en nor
Da c’houlen diganez digor !

EOZEN

Bennoz Doue ! Hep aon ebet
En noz a zeu kouskit kalet ;
Eozen a ziwallo an nor
Ha den n’en devezo digor !…
(Mont ra kuit)


————
SEIZVET DIVIZ
AN A. GARGAM, e-unan

Randounennou !… M’ho selaoufen
E kollfen prim va zammig penn !…

M’am bije gouezet kement-ma
E vijen eat da neizeta…
(Trouz tud o pignat en delez)
Setu aze, marvat, eun-all
Erru, hen ivez, da gestal ! (Tok, tok, war an nor)
Deuit !…


————
EIZVET DIVIZ


AN A. GARGAM, EUR C’HEREOUR

AR C’HEREOUR (gant eur botou-ler nevez).

Digas a ran d’an aotrou,
Hervez e c’houlenn, eur botou ;
Great ’int, m’hen tou ! e gwella ler
Landivicho pe e garter !

GARGAM

Setu eur miz zo, amboubal,
Emaoun bemdez oc’h o gedal !

AR C’HEREOUR

Kredit ac’hanon…

GARGAM

Me gred mad !
Aon ’z poa n’az pije kalanad !…
(O rei eur pez arc’hant).

Del !… Ha diouall hiviziken,
Pe morse da’z ti n’ez in ken !…
Red eo ober pep tra en amzer zo lakaet :
Fall e ve re abred, ha fall re ziwezad.[1]
Setu lavar eün ar re goz
Lakeat (Skei a reer) difazi en eur poz !
Digorit !…
(Ar c’hereour a dec’h kuit pa zigouez ar c’higer er gampr).


————
NAVET DIVIZ


AN A. GARGAM, AR C’HIGER (eur banerad kig ouz e vreac’h).


AR C’HIGER

Setu d’an aotrou
Un toulladig kostezennou,
Evit ober hervez e c’hrad
Gant e vignoned eur pred mad !

GARGAM

Mad tre ! It neuze d’ar gegin !…

AR C’HIGER

Araok, c’houi a roy d’in
An aotre da reketi d’eoc’h
Eur bloavez mad, bloavez a beoc’h…,

GARGAM

(D’an dud) N’en dije ket ankounac’heat
Goulenn ouzin e galanad !
(D’ar c’higer) Leal eo !… Delit…

AR C’HIGER

Mil bennoz ! (Mont a ra er-maez).


————
DEKVET DIVIZ


AN A. GARGAM e-unan


It pell diouzin, laboused noz !
Ha peur eta ec’h ehano
Ar glaskerien-ma o zamm-tro ?
Red e vije bet d’in gorren
Kalz a beziou daou-wenneien !…
Ma selaouan kement a stran
Dizale me vo en noaz ran !…
(Tok ! Tok ! war an nor)
Adarre ?… Mont a ran pelloc’h
Da glask eur c’hornig-all siouloc’h…
Ha ma c’halvfen va Bastian,
Ma ouezo da beleac’h ez an !…
(Oc’h hopal krenvoc’h-krenva)
Hola ! Bastian ! Bastian ! Bastian !…
(Skei a reer atao)

O mevel fall ! Kounnari ’ran !…
Daoust m’eo va c’halon en anken,
Lakaomp bepred eun dremm laouen !…
Gouzanv an dud hag an amzer
A zo daou dre red da ober !…
Digorit !…


————
UNNEKVET DIVIZ


AN A. GARGAM, UR BARAER


AR BARAER (eur vouchen vad a vara gantan).


Deiz mad d’an aotrou !

GARGAM

Ha dit, va faotr… Perak ama
E tegasez brema ’r bara ?

AR BARAER

Ho tigarez, mar plij, aotrou !

GARGAM

Ya, ya, gwelet ’ran da droiou !

AR BARAER

Koulskoude gwir e lavaran :
Blavez mad d’eoc’h a reketan !

Ha d’ar Baradoz ra’z aio
Hoc’h ene kaer goude ’r maro !

GARGAM

Mat eo ! Del ’ta ! (Rei a ra d’ezan gwenneien) Ha sent ouzin,
Kas hiviziken d’ar gegin !

AR BARAER

(o vont kuit a lar d’an dud) :
Ar c’hintus koz ne ro d’in ken
Nemet peziou daou-weneien !

GARGAM

N’eus na bennoz, na trugarez ;
Savet int holl evel tud gouez !


————
DAOUZEKVET DIVIZ


AN A. GARGAM (e-unan)



O pebez dervez trubuilhus
Eo hema ’vit an dud peoc’hus !
Mont a ray va stal da stalik
Daoust d’in da veza pinvidik :
« Re vignon d’al larjentez
» ’Zigor an nor d’ar baourentez. »

Ar c’henta klasker a deuio
A vo kaset diwar va zro
Da glask kerden da Zant Mikel
Evit trei ganto an avel !
A ! siouaz ! pegouls echuo
Pelloc’h an dervez-ma e dro ?
Inouet oun o rei arc’hant
Da c’hlabouserien diskiant…
N’ez eus enno tamm karantez,
Yen int ’vel ar c’hrisa goanvez !…
Ha ma kanfen brema eur zon ?
Gwelomp ha me gavo an ton !
Pa vez teval penn ar Breizad
E kân ’vel eun Iverzoniad ;
Pa vez laouen e kân ive,
Ha daoust pe stad bennak e ve…

War don : Mousig ar Morbihan

O pebez dervez kasaüs !
Gant o dremmou marmouzus
E teuont pep hini d’e dro
Da rei d’in taol ar maro !…

An torrou-penn-se a lavar :
« Bloavez mad ! o, me ho kar !
Hag adre va c’hein e klevan :
« Hoc’h arc’hant eo a glaskan !

Digorit frank dezo ho yalc’h,
Morse ne root a-walc’h !…
A-veac’h m’eo troet o zeuliou
Ma tispennont ho komzou !…

Klaskerien villiget, tec’hit !
Sunerien ’n em zastumit !
O pebez dervez kasaüs
D’an dudou madelezus !…

(Skei a reer taoliou war an nor)
Gwelit ha n’eo ket eun torr-penn
Beva eur vuhez evelen ?…
Red eo koulskoude digeri,
Daoust oun, siouaz ! oc’h alteri !
Petra ’ve laret ’tal al lenn
Ma n’heuilhan ar c’hiz penn-da-benn ?
Digorit !


————
TRIZEKVET DIVIZ


AN A. GARGAM, YANNIG (e niz)


YANNIG


(Ar groaz gantan, a lamm da c’houzoug e eontr)

O va eontr, m’ho kar !
M’ho kar dreist oll draou an douar !
Eur bloavez mad ha kalz re-all
D’eoc’h, a hetan hep hini fall !…

GARGAM

Te, da vihana, va faotrig,
A ziskouez kaout eur galonig.

O sell ’ta ! ar groaz ’zo ganez !
Evit doare e labourez ?

YANNIG

O ya, va zonton Gargamig,
Mont a ran brao war va fouezig.
Da c’houlen ouzoc’h kalanad
Oun deuet hirio, c’houi ’oar ervat.

GARGAM

Hag e kav d’it e c’hellan-me
Rei arc’hant d’an holl evel-se ?

YANNIG

O ya, va eontr, a-grenn eo red,
Rak eur weren am eus torret
War di nevez eur c’hrignouzez
Am lardas druz gant he botez !

GARGAM

Gwir ?

YANNIG

Ouzpenn, lazet ’meus eur yar
Gant eun taolig mean en he gar.
Roet ’m eus va ger d’o faea
Araok kuz-heol en dervez-ma,
Gant na vo lavaret netra

d’am zad, d’am mamm — a oar larda ! —
N’hellot ket alese finval
Ken n’am bo ket va ugent real !

GARGAM

Selaou ’ta ac’hanon, Yannig.
Pa labourez, va mignonig,
Ez pezo da bez ugent real !
Hogen, na lar mann d’ar re all.
Del !…

YANNIG

(o tilammat da vont er-meaz)
Tapet em eus anezo !…
D’am zonton mad kenavezo !…


————
PEVARZEKVET DIVIZ


AN A. GARGAM (e-unan)


Tud digalon, amprevaned ! (Trouz, Tok ! Tok !)
Na me zo sod pa roan d’eoc’h kred !
Va zud koz gwechall, koulskoude,
War a glevan, a lavare :
« Oc’h ar pez na c’haller miret
« Harpa hep klemm gwella rafet ! »
(Tok ! tok !)
Ya, ya, ze eo war a welan
Evidon-me ar gwella rann,
Digorit !…


PEMZEKVET DIVIZ


AN A. GARGAM, PAOTR AL LIZEROU


PAOTR AL LIZEROU

Deiz mad d’an aotrou !

GARGAM

Deiz mad, va faotr !

PAOTR AL LIZEROU

Al lizerou
Eo a zigasan d’eoc’h !

GARGAM

Diskouez !…
(Goude beza sellet tost).
Asa, lavar din, va faotr kez,
N’eus ket aze pemp-war-nugent ?

PAOTR AL LIZEROU

Hag a zo gwir, aotrou ; ’velkent
N’hallen ket degas abretoc’h !

GARGAM

Ne c’houlles ket, lavar kentoc’h !
Aon bras eo ac’h eus bet marvat
N’az pije ket a galanad !


PAOTR AL LIZEROU

Kredit ac’hanon…

GARGAM

Ya, me gred
Ez oa ’n deiz-ma ganez gedet !…
(O rei d’ezan e galanad)
Na zale mui hiviziken
Da zigas lizer betek penn.

PAOTR AL LIZEROU (d’an dud en eur vont kuit)

Pebez paotr kintus !… Dek kwennek
Na ro ken d’in, ar mec’hiek !…


————
C’HOUEZEKVET DIVIZ


AN A. GARGAM, e-unan


Ouf !… N’hellan mui !… Skuiz-maro ’on !
Ha peur ’vo diwez d’ar randon ?
Ne jommin pelloc’h da zelaou
Rimadellou ha konchennaou…
Mont a ran d’ober eur bale…
Ar glaskerien a c’hell dale !!!…
(Mont a ra kuit)


A ridoj a gouez.


DIWEZ AN ARWEST KENTA.

EIL ARVEST


————


(Eur strolladig bugaligou gwisket henvel, a deu er gambr, gant eur beleg pe eun aotrou-all en o fenn. Ar vugale a azez tro-war-dro d’ar Rener. Mall eo gantan sevel pa deu an A. Gargam. Ar vugaligou a zav ivez. An A. Gargam a ra ar souezet o kaout anezo in e di.)


KENTA DIVIZ


AR RENER HAG AR VUGALE


AR RENER


Ama, me oar, a galon vad
E vimp degemeret timad !
Rak an aotrou Gargam pell zo
Eo skoazell pep tra gaer er vro…
Nag a beorien mezus en noaz,
A red ar gear-ma bemdez c’hoaz,
Hag a vije tennet a boan
Ma lavarjent eur gomz dezan !
(O trei oc’h unan eus ar baotred)
Lavar ! Bez’ ema ganez, Laou,
Al lizer da lenn d’an aotraou ?


LAOU

Ya, aotrou rener !

AR RENER

mad, bremaïk
Hen lenni freaz ha goustadik…
(O tistrei oc’h an dud).
Anavezet eo er c’harter
’Vel eun tad, eur madoberer ;
Gantan pep paour a gav bara
Ha zoken dilhad da wiska, (Trouz en delez).
Mez klevet a ran trouz aze,
Erru an aotrou, ret e ve…


————
EIL DIVIZ


AN HEVELEP RE, AN A. GARGAM


GARGAM

A ! C’houi eo, aotrou ker-meurbet ?
Gwelit edon dres o tec’het !…
Abaoe ma’z eo sklear an deiz
N’em eus ket tamm peoc’h, dre va feiz !
Gwech eo Per, gwech Paol, gwech Goulc’hen ;
Leun oa va zi a stranerien…
Ha dezo-oll me a ranke
Rei kalanad evit doare…


AR RENER

Ha setu me erru ive…

GARGAM

Her gout a ran ; ema aze,
Em c’haierig, ho kalanad.
D’eoc’h-hu me ro a galon vad,
Rak ma c’houzon an implij kaer
A rit ganto d’an dud dister…
M’ho ped, chomit ’ta azezet,
Ha c’houi ivez, va mignoned…
Hag e lavaren d’eoc’h raktal
Em boa o c’haset da sutal,
Da blanta pour war gein Are,
Da vrennika da Venez-Bre !
Emaint aze gant o zeod flour,
Trenk ha trubard evel an dour,
O kontan kant ha kant sorc’hen
Ha n’o deus sur na lost na penn.
Kement em bevez kalonad
O rei d’ar re-ze kalanad
Kement ez on atao eürus
O rei d’an holl beorien peoc’hus !…
 

AR RENER

Aotrou, C’houi a ra kalz a vad
D’an intanvez, d’an emzivad…


GARGAM


Nan, ober a rajen muioc’h
Ma vijen bet pinvidikoc’h…

(Ar rener a ra sin da Laouig da zevel evit lenn e bennad skrid. Sevel a ra, hag e krog da lenn raktal).

« Aotrou benniget, aotreit
» D’ho pugaligou lenn eur skrid
» Evit meuli ho madelez,
» Ho preder hag ho karantez.
» Abredik omp bet dibourvez
» Er bed-ma eus a bep danvez ;
» Maro hon tadou, hor mammou,
» Den da bourvei d’hon ezommou,
» P’eo deuet an elez d’hon hencha
» Da di an « Itron Varia ! »
» Gant hoc’h aluzennou dispar
» Omp eürus eno, ni lavar !
» En dervez kenta eus ar bloaz
» Lezit ac’hanomp, eur wech c’hoaz,
» Da reketi d’eoc’h bloavez mad
» Ha kement a zo en ho krad !
(Ar vugaligou-all a strak o daouarn).
» Ni bedo ar Mabig Jezus
» Da viret deoc’h yec’hed padus
» Evit ma reot pell c’hoaz ar vad
» D’ar vugaligou emzivad.
(Strakadeg daouarn adarre).


(An A. Gargam a zav, hag a gemer eur mouchouer da zec’ha an daerou a deneridigez a zired eus e zaoulagad. Mont a ra goude da gaout al lenner ; kemeret a ra e baper, hag e pok c’houek d’ar bugel mad).
GARGAM

C’houi da vihana, bugale,
A zeu d’am digoll a zoare
Dioc’h ar boan benn c’houezet ennon
Gant sunerien laer ha lampon…
Tomma ra va c’halon em c’hreiz
Evel an heol e-kreiz an deiz !
Gant ar garantez e tilamm
Evidoc’h, yaouankizou flamm !…
Na kaerat lizer, sapristi !
A rit d’in aze d’am meuli !…
Mez ruzia rankan gant ar vez
Pa welan e taolit evez
Oc’h va aluzennou dister
’Vel ma’z eo eur c’hant skoed hanter !

AR RENER

Gant hoc’h aluzenn, aotrou ker,
E tebromp eur bara tener,
E wiskomp meur a vinor noaz
Epad daou, tri miz eus ar bloaz !…


(Ar vugale a stag gant eur ganaouen savet a ratoz kaer evit ar gouel, war don « Ar Vamm hag ar Bugel », dioc’h levr « Mouez an Aochou », gant Glanmor).



KANAOUENN

Eled an nenv, meulit Doue,
Ha c’houi, evned ive,
En uhelder, embannit-ta
Evez hon Tad kenta !
 
D’ar boked nevez digoret,
El liorzou glazet,
Doue a ro gliz ar mintin,
A lintr en heol lirzin !
 
D’al labousig nevez ganet,
En eun neizig kuzet,
Doue a ro eun tad, eur vamm
Ha n’hen dilezo tamm !
 
D’ar minorig hep ti na tan,
O c’houzanv kalz a boan,
Doue a zigas e elez,
Tud leun a vadelez !
 
Hag e roont hep marc’hata
Arc’hant da zornata,
Da dud Doue bet dibabet
Da zevel minored !
(Adkana ar poz kenta, ma karer).
 

GARGAM (o tiskouez ar vugale)

O c’hanaouen, aotrou Rener,
Da’m diskouarn a zo tener.

Me grede klevet an elez
Du-se (en nenv) en o rouantelez !
Gant eur seurt komzou dudius
Va holl gounnar zo eat da guz…
 

AR RENER

Den ganeoc’h ne gavo dilez,
Ker bras ez eo ho madelez !
 

GARGAM

Bennoz d’eoc’h-oll, bugaligou,
Bennoz ’vit ho kanaouennou ;
Gant ho moueziou sklear ha lirzin
Gae oun breman ’vel ar mintin…
(Goude klask en eur c’haier-godel, Gargam a ro eur paper-arc’hant d’ar rener).
 

AR RENER

Kenavezo deoc’h, aotrou mad !
Ha bennoz ’vit ho kalanad !…
 

GARGAM

Tamm ’bet ! Me eo, da vihana,
A galon ho trugareka.
Deuit ken alies hag ezom,
C’houi oar peleac’h emoun o chom !
Ho pugaligou a bedo
Evidon keit ha ma vin beo !… (Ar vugale a ya er-maez).


AR RENER

Ha goude ho maro zoken,
N’hoc’h akounac’haint biken !… (Mont a ra er-maez ive).


————


TREDE DIVIZ


AN A. GARGAM e-unan

Pegen c’houek ez eo d’am c’halon
Skoazelli ar beorien wirion !
Me o c’har oll evel breudeur
’Zo kouezet warno eur gwaleur.
Oc’h ar re-ma vihan dreist-oll
Laouen ha seder ’vel an heol,
Me gar ober eur zelladen
Pa gouez warnoun eur barr anken.
Setu kompezet va spered,
Ha va c’halon sioul bras meurbed !
Fizians am eus na deuio mui
Kester ebet war-dro da’m zi…
(Boum ! Boum ! Trouz en delez).
Setu aze c’hoaz eur penn touz !
Goustad ! goustad ! o nag a drouz !…
Mont a ra, ma kar taol evez,
Da derri souden an delez ! (Tok ! tok ! war an nor).
Deuit !…


PEVARE DIVIZ


AN A. GARGAM, AR MEVEL, KENDERV AN AOTROU


AR MEVEL


Ho kenderv eo, aotrou,
A zeu da ginnig e hetou…
(Ar mevel a dec’h kuit kerkent).
 

GARGAM

Ra’z ay gant…
 

AR C’HENDERV

(laouen-bras, digor e ziouvreac’h)


Kenderv !
 

GARGAM

Petra zo ?
 

AR C’HENDERV

Petra ? Ar bloaz nevez hirio !
 

GARGAM

(o skrabat e benn)


A !… ya !…
 

AR C’HENDERV

Nag aon am eus-me bet
Na vijec’h en ho ti kavet !

Eur gwall-zarvoud evidoun-me,
Hag evit va c’herent ivez !…
 

GARGAM

Ha, siouaz ! me wel, an darvoud
Ganen a dlie c’hoarvezout…
 

AR C’HENDERV

Hag ho yec’hed ken talvoudus,
Hag-en hoc’h eus kelou eürus
Da rei d’in hirio anezan ?
Penaos, kenderv, ez it breman ?…
 

GARGAM

Fall ! Fall ! er mare-man dreist-oll !
 

AR C’HENDERV

Setu koulskoude tomm an heol,
Brao eo mont d’ober eur bale ;
Deut oan d’ho pedi ’benn kreiste
Da zont ganeomp-ni da leina,
P’eo gwir omp ho kerent tosta…
 

GARGAM

Gwaz a se pa ne c’hellan ket !
 

AR C’HENDERV

Eur pez labour am eus boulc’het ;
Hoc’h aliou…

GARGAM

(d’an dud) :
Va arc’hant !…
 

AR C’HENDERV

A zo
Talvoudus bras war va meno.
Hebdoc’h ni a vije diez !…
 

GARGAM

Hep va arc’hant a leverez ?…
 

AR C’HENDERV

Gwelit petra c’helfac’h ober…
 

GARGAM

Netra breman ’vidout, kenderv…
Diwezatoc’h ma vez gallet
Sur mad me yelo d’az kwelet.
 

AR CHENDERV

Mad, neuze ez an adarre…
Kenderv, kenavo dizale !…
 

GARGAM

Kenavo !…
 

AR C’HENDERV

(d’an dud en eur vont er-meaz)
Eul lein espernet !


PEMPVET DIVIZ


AN A. GARGAM e-unan

Straner milliget, na deu mui
Pelloc’h da’m bouzara em zi !…
Na sod oa an den dievez
A gredas, en eur seurt devez,
Rei da genta ar galanad
Evit reketi bloavez mad !
Gwelit anezo gwisket ker :
Eus eur penn d’ar penn all da ger
Ez eont da gonta sorc’hennou
Da gaout arc’hant ha banneou !
(Eur vouez o kana er-meaz)

War don an N° 108 eus Kantikou brezonek Sant-Brieg
 
O pebez burzud a welan
E Betleem pa ziredan !
Eur bugel war ar plouz kousket,
Tost d’ezan e Vamm daoulinet !
 
Ar ganaouenn ken dudius
Eo Nouël ar Mabig Jezuz ! (Hag e kendalc’h da zelaou).
 

DISKAN (Kanet gant pemp paotrig)

Kanomp Nouël da Vab Doue
Ganet er c’hraou dre garante ;
Da Jezuz ha d’e Vamm zantel
Kanomp mil gwech Nouël ! Nouël !…


GARGAM

Ha ma rafen d’ezo donet
Er zâl-ma da rei da glevet
O c’hanaouen a levenez,
O nouël war un ton nevez !…
(Dre ar prenestr) :
N’hellfec’h ket donet eur pennad
Em zi breman da « nouëlat » ?
 

AR C’HANER

Eo, eo, gant plijadur, aotrou !…
(Sevel a reont).
 

GARGAM

Ganto n’eus ket a zorc’hennou,
Mes eun nouël ken dudius
En enor d’ar Mabig Jezuz
Am laka meurbet evurus !
Deut tre, bugaligou doujus !


————
C’HOUEC’HVET DIVIZ


AN A. GARGAM, AR GANERIEN


(Ar vugaligou o tegouezout a ra an dro d’an A. Gargam)


GARGAM

O ma c’houfec’h, bugaligou,
Pegement a ziezamanchou

Am eus bet hirio ! Bouzaret
Ez oun, ya sur, oc’h o c’hlevet.
C’houi da vihanan a blij d’in
Gant ho kanaouennou lirzin,
Kanit, kanit, bugaligou,
D’ar Mesiaz meuleudiou !
Bez’ pezo ganen kalanad ;
O rei a rin a galon vad,
Ha zoken eus ar re gaera
Am eus roët bete brema.
Mez kanit c’hoaz eur pennadig
Eun darn a boziou ho kantig.
Va c’halon baour a lamm laouen
O klevet eur seurt kanaouen.
 

AR VUGALE (o kana)

Daoulinet oc’h hen adori
Ha pastored en-dro d’ezi ;
En oabl elez gwenn a vanden
A gân e-kreiz ar sklerijen.
 
N’em eus ket ezom da glevet
Hano ’r bugel nevez ganet !
Mabig Jezuz, m’her goar ervat,
C’houi eo va Doue hegarad !
 
Kaer eo an heol pa bar en er,
Kaer bleuniou an nevez-amzer ;
D’am daoulagad c’houi zo kaeroc’h,
D’am c’halon karantezusoc’h !
 

GARGAM

Mad ! kaer-dreist eo, va bugale ;
Kendalc’hit gant ho tro-vale

Setu aman ho kalanad,
Rannit gant ho pemp kamalad !…
 

AR C’HANER BRASA

Bennoz-Doue, aotrou Gargam !
O, nag eürus e vo hor mamm !
 

AN A. GARGAM

Kenavo ’ta, ha chans-vad d’eoc’h !
Digaset hoc’h eus d’in ar peoc’h !!!
(Mont a reont er-meaz).


————
SEIZVET HA DIWEZA DIVIZ


AN A. GARGAM e-unan


M’am eus bet trubuilh em dervez,
Bet em eus ive levenez,
Ha n’em bije kavet morse
E-kreiz va abaden chase.
Kavout a reer kalonou yen
A wechou e-touez ar beorien ;
Mes an nep ro en han’ Doue
Sur mad a zalva e ene.
En eur gloza, aman m’ho ped,
Mirit lavar ar Vretoned :
« Ma ve pep kalon truezus
« E ve muioc’h a dud eürus ! »


DIWEZ
Landivizio, ar 17 a viz du 1906.
  1. dioc’h al levr « Furnez ar geiz eus a Vreiz »