Mont d’an endalc’had

Furnez ar geiz, euz a Vreiz

Eus Wikimammenn
Lefournier, 1868  (p. 1-148)




G. MILIN


――o――


FURNEZ AR GEIZ


EUZ A VREIZ


――――o――――



Kasit, Breiziz, er meaz ho ti
Gisiou fall ha nevezenti.



E BREST


E TI J. B. HAG A. LEFOURNIER, LEORIERIEN


86 RU VRAZ 86








FURNEZ AR GEIZ


EUZ A VREIZ











G. MILIN


――o――


FURNEZ AR GEIZ


EUZ A VREIZ


――――o――――



Kasit, Breiziz, er meaz ho ti
Gisiou fall ha nevezenti.



E BREST


E TI J. B. HAG A. LEFOURNIER, LEORIERIEN


86 RU VRAZ 86




A-RAOK LENN


Ne d-eo ket dioc’h he hano, dioc’h ann traou a zo enn eul leor eo gwelet pe ez eo mad, pe ne d-eo ket. He-man, al leor-man, a zo bihan hag ann darn-vuia euz ar gwirionesiou pe aliou a zo dastumet enn-han, aliez diwar c’hoari koulz lavaret, a zo bet kavet darn ama, darn a-hont, kutuillet hini hag hini, gweach brema, gweach e-verr, diwar levriou koz euz a bep bro. Kinkaillet fall pe vad int bet goude-ze, kempennet hervez giz ha feiz hor bro, ha gwisket e brezounek, gwella ma ’z eo bet gallet.

Evit ann tamm labour a zo bet, eur burzud e ve, ma na ve kavet enn-han ger na tra da damall, pa’z eo bet, a-viskoaz da vre-ma, mad ha kaer da Baol ar pez a zo fall ha divalo da Jakez. Bezet ar pez a garo, nemet ne vezo tamall Doue !

Furnez ar Geiz zo hano al leor-man ; great eo bet evit tud Breiz hep-ken, evit ar re-ze a vez klevet re aliez ober goab anezho, o veza ma’z int gwisket ha maget fall, m’ho deuz poan ha dienez hed ho buez, ma talc’hont mad d’ho gisiou koz, da feiz ho zadou, o veza ivez na gomzont nemet ar brezounek.

Daoust hag ann traou-ze a virfe out-ho na vent koulz tud ha re ar broiou all ? Daoust ha penn-abek a ve eno da lavaret n’ho deuz skiant, na gwisiegez, ha ne c’hellfent, koulz ha den, sevel ho spered hag ho c’haloun diwar denvalijenn ann douar war-zu sklerijenn ar wirionez ?

Furnez ar re baour, ar re zister, ar re-ze a vez aliez-aliez lakeat tud netra gant ar bed, a diz huelloc’h eget na ra skiant ar re wisieka zo ; ha ma ve sellet piz, e c’hellfet lavaret heb aoun da fazia ez eo ar furnez-ze a zo e peb bro ar wir furnez, ann hini e deuz great, a ra c’hoaz brema hag a raio tro ann heol, endra baro euz ann envou. Ous-penn-zo, ha pa na ve nemet distrei da dud Breiz a ve great skiant ar re baour-ze, — ho skiant ho-unan marteze, piou a c’hoar, — dastumet a c’hreunennou enn amzer gwechall, hag eunn dra fall e ve, pa’z eo bet mad, gweach a zo bet, da derri nerz poan ar re goz, da lakaat d’ezho dudi war ho foan, evel bleun war ann drein ? Perak ivez ne ve ket ker koulz ar gwirionesiou-ze d’e-omp-ni holl, tud a Vreiz, ha ma c’hellont beza d’ann dud euz ar broiou all ?

Evit kement-se eo em beuz great ann tamm labour-ma, em beuz pennaouet gwirionez ama, kelenn aze, diwar eunn ero hag a zo stank war-n-ezhi c’hoaz kaeroc’h gwirionesiou all da vedi a-strop, mar ho deuz c’hoant, d’ar re a zo gwisiekoc’h ha kalounekoc’h evid-oun.

Labouromp ha lakeomp hor poan,
Founnuz ann traou da bep-unan.
G. M.
Miz Kerzu 1868.



FURNEZ AR GEIZ
EUZ A VREIZ


Kasit, Breiziz, er meaz ho ti
Gisiou fall ha nevezenti.



A


A-greiz ma’z omp euruz eo krena ar muia,
Hag e-kreiz hor poaniou kaout ar fisianz vrasa.

Aliez (eul lezenn eo) ema ann drouk, ar mad
O sevel harp-oc’h-harp er bed, evel er prad.

Anaoudek, lavarit ar mad zo gret d’e-hoc’h,
Hag ankounac’hait krenn kement tra vad a reoc’h.

Ann anaoun truezuz a c’houlen pedennou,
Ha ieod hep-ken a bleg da glevet he glemmou.


Aoun a zo da vervel ; deisiadet anu ankou,
Gwelloc’h evit krena ober madoberou.

Ankounac’haat krenn a-wechou n’eo ket fall,
Hag aliez kalz gwelloc’h beza bouzar ha dall.

Aoun zo rak brezeller, euz ar fur e rear stad,
Ha den ne d-eo karet, ma ne ra ket a-vad.

Ann amzer ia war nij a gas gant-han pep tra,
Nemet ar mad zo great ne choum hep distaga.

Ann amzer ia enn dro, n’ema gant den e-bed ;
Evel-d-han kerent zo ha kalz a vignouned.

Ann Aotrou Doue zo mad, ne d’eo ket marc’hadour,
Ne werz ar mad a ra d’ar pinvidik, d’ar paour.

Ann den a harp ann den, ha Doue harp pep-unan :
Anez, ne ve er bed nemet anken ha poan.

Ann den a wel he skeud dre lugern ann dour doun ;
Kaera mellezour zo, eo kaloun d’eur galoun

Ann den didroidell, leal ha fur hag a-benn
A gav ann tu atao da gaout poell d’he gudenn.


Ann den gant he galoun a vez blonset gwasa ;
Aerik maget re-vad a deu ann aer vrasa.

Ann den zo he-unan n’eo ket eunn hanter-den ;
Gant ann distera stok, ma kouezet oc’h torgenn.

Ann den drouk d’ar re all, d’ezhan zo kizidik ;
Doue eunn deiz, pa dizo, skoi war he wiridik.

Ann den ne gav er bed na didorr, na diskuiz,
Nemet er Baradoz, pa c’houlaouo ann deiz.

Ann den zo drouk atao ne raio ket a vad ;
Pa dregern ar gurun, ann heol guz he lagad.

Ann dour a voug ann tan, aluzenn, ar pec’hed ;
Doue da zigoll pep mad a gav ann deiz zo red.

Ann drouk a noaz atao : ann amzer her golo,
Ha, war-benn eur mare, goude hen dizolo.

Ann dud a gav d’ezho ez int holl brema fur,
N’ho deuz ezomm a Zoue, ema gant-ho he stur,
Hag e c’hellont ober ’vel ma tro enn ho fenn ;
Kement labour a reont a ia da labour wenn.


Ann hini a weler o tec’het rak ar varn,
A zo louz he ene, mar d-eo neat he zaouarn.

Ann hini zo karet ar gwella da bried,
Mar d-eo fur, oberiant, eeun hag eaz he spered.

Ann holl, bihan ha braz, a c’hell paka spered,
Ha dibaot eo kaout skiant, dre boan ma n’eo prenet.

Ann ozac’h, e pep tra, a dle bemdez skouer vad,
D’he c’hrek, d’he vugale, penn-tiegez d’he diad.

Arabad eo kredi kement tra a glever :
Dibaot ar wirionez ha stank eo ar gevier.

Arabad kaout abek e persiou ar re all,
Eun aoun na ve kavet enn-omp gwaz da damall.

A-raok lenn enn envou, sell e-kreiz da galoun ;
Eno dall ar stered gant tarsiou ar mor doun.

A-raok alia, roit skouer d’ho map ha d’ho mignoun,
Ha neuze ho komzou a vroudo ho c’haloun.

A-raok staga gant-hi, gwelit pe labour zo,
Rak goude kaout re vec’h, divezad e vezo.


Ar barner ne dle barn gant eul lezenn zisleal ;
Al lezenn gwall-gazek a dlefe kaout eunn hual.

Ar fur a vag he gorf gant bara zeac’h, dour red,
A c’holo he furnez gant mantell ar iec’hed.

Ar galoun en em drec’h a ra ar pez a gar,
Ar pez a ra zo mad, mad ar pez a lavar.

Ar galoun zo eur mor hep lec’hed na weled,
Gant Doue ma dindan loc’h ; lestr distur zo kollet.

Ar furnez hag ar skiant da verc’h a ro pried,
Aour hag arc’hant eur mestr hep kaloun, na spered.

Ar gwenan zastum mel, ar paour aluzennou ;
Roit aluzenn d’ar paour, da gaout mel en envou.

Arc’hant a dalv arc’hant, ne dalv ket kalz a dra ;
Ar re vad, pa vent paour, ar re binvidika.

Ar garantez, ’vel Doue, a zo hirr ha paduz ;
D’ar galoun n’euz tra koulz, n’euz netra ker iac’huz.

Ar paour, ar pinvidik zo ganet da vervel ;
A-zirak ann ankou, den ne d-eo dishevel.


Ar paour a zo noaz-beo ha gant naoun du a c’hlaour :
Pinvidik, m’ho peuz feiz, gwiskit, magit ar paour.

Ar pez zo gwir ha leal a zo mad da c’houlenn,
Goulenn eunn dra zisleal ziskouez eo fall ann den.

Ar pez en deuz ezomm bemdez zo roet d’ann den,
Perak eo diez d’ezhan choum war ann aroudenn ?

Ar pez zo re zo fall : al lestr zo re garget,
Pa na ve hirr ann treiz, a ia buan d’ar weled.

Ar pinvidik, ar paour, ann den dister ha braz
A rank mont d’ar maro, dre boaniou zo divlaz.

Ar re fall zo euruz a laka ar re vad
Da c’hortoz deiz ar varn, o tenna huanad.

Ar re laka ann den ganet a-wenn chatal
Ne lavaront kalz gaou ; tostik int kevatal.

Ar re vad vev laouen ann eil gant egile,
Ar peoc’h etre tud fall padout pell ne c’hellfe.

Avel pep tra er bed : ann den fur a gavo,
Evit beza euruz, eo karet gwella zo.


Ar vugale a dle karet ho mamm, ho zad ;
Diskouez da Zoue, d’ar bed ho deuz eur galoun vad.

Ar vuez a zo berr, breskoc’h ne deuz netra :
O c’hortoz tra eunn all e varver da genta.


――――


    Abaoe deac’h ar vad zo great,
    Hag hirio eo ankounac’heat.

        Abred eo great,
        Mar d-eo great mad.

    A-greiz kaloun eo d’id poania
    Hag ann env a deui d’as skoasia.

    Aliez eo mad beza trec’het,
    Diwar drec’hi pa deu pec’hed.

    Al leoriou braz zo martezeou,
    Al leoriou bihan, gwirionesiou.

    Aluzenn c’hreat d’eur galoun baour
    A ro karantez e-leac’h aour.


    Ann aour melenn a vez rannet,
    Hag ar garantez ne vez ket.

    Aonik ann den n’eo ket dibec’h,
    War-benn mervel skanvait ho pec’h.

    Anez ar gwin hag ar merc’hed
    Ne ve ket kalz a drouz er bed.

    Anez kaout feiz ne c’hellfe den
    Harpa oc’h poan nag oc’h anken.

    Anez kaout skiant Doue da genta,
    Gwiziegez all ne d-eo netra.

    Anez eur vamm, ne c’hell bugel
    Dont war ar bed, oc’h poan herzel.

    Anez labourat, brec’h didorr ;
    Kristen didalvez, feiz toc’hor.

    Anez labour prezeg aner,
    Kenta prezeg a zo ober.

    Ann deiz hirio a dalv bepred
    Mui eget ann deiz tremenet.


    Ann deiz hirio a dle kelenn,
    D’ann deiz warc’hoaz rei gourc’hemenn.

    Ann dantelez hag ar merc’hed
    Oc’h skeud al loar zo kaer meurbed.

    Ann deiz hirio gweach a zigas
    Eunn dra hag a ia gant warc’hoaz.

    Ann den a dosta ouz he vez,
    Dre ma kouez enn-han he dud nez.

    Ann den a gomz, al loen zo mud ;
    Dioc’h m’ho deuz skiant anaout ann dud.

    Ann den a lenv, ’r hugel a c’hoarz,
    D’ezho ho-daou e kan ar barz.

    Ann den a ra vad endra c’hell
    Ne vo ket drouk d’ezhan mervel.

    Ann den a red warlerc’h brud vad,
    Hag oc’h torgenn gouez pep kammad.

    Ann den euruz ne glev bepred
    Klemmou ar re a zo doaniet.


    Ann den iaouank, dre labourat,
    N’en devez naoun, deut war ann oad.

    Ann den iaouank enn diegi
    A zastum poan, war-benn kosni.

    Ann den dioc’h he c’hoant a c’houlen,
    Ha Doue a ro ar mad hep-ken.

    Ann den mad n’eo anavezet,
    Ar vad a ra a zo kuzet.

    Ann den n’en deuz tra da ober
    Ne c’hoar petra dalv ann amzer.

    Ann den n’en deuz kreden, na feiz,
    Ne zalc’h da lezenn, na da reiz.

    Ann den netra zo dreist netra,
    Ken huel a Doue dreist ar bed-ma.

    Ann den d’ann den a ra brezell,
    Unan sidan, ann eil sparfell.

    Ann den zo fall a daol bepred
    War gein he nesa he bec’hed.


    Ann den zo drouk a goll he benn,
    Eul loen diskiant n’eo ket eunn den.

    Ann didalvez ne ve enouet,
    Ma labourfe evel m’eo red.

    Ann didalvez n’en deuz amzer,
    Gant ar c’hoant en deuz da ober.

    Ann dillad kaer, ann dantelez
    Ne guzont dibaot santelez.

    Ann dispounta rak ar maro
    Zo ar gwella kristen a zo.

    Ann drouk a reomp d’ar re vihan
    A gouez war hor penn hon-unan.

    Ann dud a zo a galoun vad
    A zo laouen, euruz ho stad.

    Ann dud ho deuz furnez ha skiant
    D’ober pep mad a gav atant.

    Ann dud wella vez dispennet,
    Hag ar frouez mad prenvedet.


    Ann env a c’hlep pep bro er goanv,
    E leac’h ma karr e c’hlep enn hanv.

    Ann hini n’eo anavezet
    Zo eurusoc’h ’vit den brudet.

    Ann hini ra hervez a dle
    A gousk dispount en he wele.

    Ann naoun du a zo dishegar,
    Ar c’hof ilboed a zo bouzar.

    Ann nep a bren ar pez na c’hell,
    A werz goude ar pez na fell.

    Ann neb a red warlerc’h diou c’had,
    A lost hini ne bak pouchad.

    Ann nep ne ra eunn dra, pa c’hell,
    A ra ken nebeud all, pa fell.

    Ann oad a guz gwall-dechou zo,
    Gwall-dechou all a zizolo.

    Arabad rei skouarn da zelaou
    Kement a damall ann teodou.


    A-raok ann drouk eo bet ar mad,
    Doue gant-ho a gompez he c’hrad.

        A-raok meuli, tamall,
        Gwelit hag ez eo leal.

    A-raok samma, poezit ar bec’h ;
    Pe sammet, dougit-hen dinec’h.

    Ar boan genta, ar boan vrasa,
    A-berz mignoun ann doaniusa.

    Ar bed a dro, ann den ive,
    Ann eil a ia d’heul egile.

    Ar boan vrasa eo poan c’houzoug
    Da nep a zo bet oc’h ar grouk.

    Ar bugel zrevez ar re goz
    Ne d-aio ket d’ar Baradoz.

    Ar fur a glask, ar bobl a varn,
    Ho daou int laoniet enn ho starn.

    Ar falla lakez zo er vro
    Zo eur pabor, war he veno.


    Ar galoun e deuz he lavar,
    Hag ar genou he dislavar.

    Ar galoun vad zo pinvidik,
    Nerz a zigas d’ar reuzeudik.

    Ar garantez, ar gourc’hemenn
    A zo enn-han ann holl lezenn.

    Ar garantez, d’en em vaga,
    Rank kaout ouspenn dour ha bara.

    Ar garantez, dre ma kosa,
    ’Vel gwin mad, ia gwelloc’h gwella.

    Ar garantez laka hevel
    Roue ha tiek, mestr ha mevel.

    Ar garantez zo d’ar gened,
    Evel gliz ann hanv d’ar boked.

    Ar gened zo war-lerc’h ar mad,
    Keid ha ki kamm warlerc’h eur c’had.

    Ar gwella bara da zibri,
    A vez gounezet o c’houezi.


    Ar gwella tra enn tiegez,
    A zo eur c’hrek leun a furnez.

    Ar c’hrek a gar pe a gasa,
    Ha da garet zo ar wella.

    Ar c’hrek e poan zo o c’henel,
    Dioc’h kaloun Doue great mamm bugel,
    A beur-c’hra kaer labour ann Ee :
    Enn eur c’horf tigas eunn ene.

    Arc’hant zo gant poan gounezet
    Ne dle beza gwall-zispignet.

    Ar c’horf heb boed, ar rod heb ael,
    Ene hep mad ne d-eont a-bell.

    Ar c’hosa den zo bet biskoaz,
    Ober he dalarou rankaz.

    Ar c’hristen ne dle kasaat,
    Pa’z eo en em garet ker mad.

    Ar mad kuzet zo ar gwella,
    Eul lagad zo a well pep tra.


    Ar map a gar he vamm he dad
    A vezo benniget he diad.

    Ar pez a roer ne d-eo netra,
    Ann doare da rei ar gwella.

    Ar pez zo bet digant eunn all,
    Ne vez prizet hervez a dal.

    Ar re a gar moged ar bed
    N’int ket ar wella mignouned.

    Ar re zo braz a gar moged,
    Nemet moged ho eurusded.

    Ar re vihan, koz ribitaill,
    Douzer a-dal al lost d’ar baill.

    Ar wir garantez zo eunn tan
    Ha ne c’hell beva he-unan.

    Ar wirionez zo eur c’hrisienn
    War-n-hi e Breiz pep kan-awenn.

    Ar wirionez anavezet
    A laka ar gaou da dec’het.


    Ar vignouned ne roont ket,
    Etre-z-ho pep tra zo rannet.

    A-vihanik ober ar mad
    A zigas nerz da gosaat.

    Ar vuez vad a bad atao,
    Ar vuez fall a baouezo.



B


Beza euruz bepred o vont war ar bed-ma,
Zo da vont d’ar bed-all eunn hent ar re falla.

Beza foran pe biz war madou ar bed-ma
Zo daou dra fall d’ann den ; mont dre greiz eo d’ez-han.

Beza mad dirak Doue zo kaout eur gurunenn
A strink, evel ann heol, diout-hi sklerijenn.

Beva fall ha komz mad zo beza bleiz hag oan,
Daou loen a ve heuzuz, ma vent ganet unan.


Beva hep kalz madou d’ann den fur a zo eaz ;
Gant ar hed en he ialc’h, ann den piz zo paour keaz.

Bezit gwirion atao, bezit ar pez ma’z oc’h,
Ne vo tro ken aliez da damall ac’hanoc’h.

Bezit mad oc’h ann holl : ne deuz den heb he bleg ;
Lestr ar fur ia d’ar porz enep mor ha kerrek.

Bezit sioul, hegarad, karit mad ho mignoun,
Madelez gwella zo da staga diou galoun.

Bezit truez oc’h ar paour, selaouit-hen pa glemm,
Etre-z-han, etre-z-oc’h, perak kement a gemm ?

Braz eo koll ann hano, brasoc’h koll ann ene ;
Brud ar bed zo avel a bella dioud ann Ee.

Brud vad etouez ann dud a dalv ous-penn madou,
Brud vad n’eo madelez a gerz toull he boutou.


――――


    Barner a zidamall torfed
    Zo he-unan en em varnet.


    Bennoz ann tad zo diazez
    Ti bugale ar garantez.

    Bet eo ar varn, deut eo d’ar gear
    Iann diroched ha Per diloar.

    Beza, beva e Doue hep-ken
    A zo hevel da eur c’hristen.

    Beza euruz zo beza mad,
    Kaout madelez a zo ebad.

    Beza paour ne d-eo ket pec’hed,
    Evelato gwelloc’h tec’het.

    Beza pinvidik n’eo netra,
    Beza euruz zo ar gwella.

    Bezit atao mignoun ho krek,
    Ha gwistignit mad ho kazek.

    Beva er-vad a zo kals gwell,
    Evit na d-eo klask beva pell.

    Beva zo mad, beva zo red,
    Larda diegi zo pec’hed.


    Biskoaz louarn ne d’eo bet paket
    He lost diou wech enn eur griped.

    Brud ar bed ne ve rouanez,
    Mar gellfe komz ar wirionez.

    Bugale Doue a dle bepred,
    Evel breudeur, en em garet.

    Bugel euruz gar mamm ha tad,
    Euruz e vo, mar bez den mad.

    Bugel moumoun, bugel kollet,
    Magadenn, da veza krouget.

    Bugel zo glan he iaouankiz
    A vezo mad ha den eunn deiz.



K


Kaeroc’h eo al labour eget na d-eo komzou ;
Hep al labour, ar boed zo divlaz d’ar genou.

Kaon a zo da wechall, brema a c’hor enkrez,
Doue a ra mad pep deiz ; Doue zo hevel bemdez.


Kaout aked a bep tra ha labourat bemdez,
A dorr nerz poan ann den hag a gresk he furnez.

Kaout damant da dud fall ne dle lezenn e-bed,
Anez, ar re zo mad n’hellfent beva er bed.

Kaout diskred war ann holl a laka reuzeudik,
Eunn den zo mad ha leal ne d-eo ket diskredik.

Kaout dismeganz aliez a laka damanti,
Mar sko iud eur vaz dall, ar c’hi a lamm gant-hi.

Kaout fisianz enn amzer zo red eunn nez-damant ;
C’hoarzin ra ann den koz ; ouela, ann den iaouank.

Karet, ael braz ar bed harp e Doue e pep penn ;
Karet laka unan : Doue tri, daou bried den.

Karet, karet zo mad, choum hep karet c’houero ;
Ar galoun ne gar ket zo eur galoun varo.

Karet mad eo gant Doue, gant ar vamm he ganaz,
Ar verc’h, koulm venniget, da gaout ar barz a deuaz.

Karit, karit ann holl ; en em garit goude,
Ha mar d-oc’h mad, ho poan a vezo skanv neuze.


Kaset gant he galoun ha deut dall he spered,
Skiant ann den zo ken teo m’en deuz beac’h o welet
Evit piou ez eo great, hag e tle he ene
Mont, dre histren he gorf, da vean perlez enn Ee.

Kemerit da bried ann dosta d’ho kaloun,
Sellit oc’h ar furnez, list ar madou difoun.

Kenta ha diveza, Doue zo o ren ar bed ;
Kement zo her lavar, ’met ann den hep spered.

Kenta zo eo tevel, ha tevel c’hoaz goude ;
Ar prezeg mad hep-ken a zo karet gant Doue.

Ker koulz koz ha iaouank, ann holl varv gant anken ;
Ne varv ket re abred nep a varv gwir gristen.

Koant ha fur, ar verc’h paour zo choumet dizemez ;
Botez frikel arc’hant e deuz kavet parez.

Kollet he feiz gant-han petra choum gant ann den ?
Eur galoun enn he greiz da zistrei da gristen.

Komzou mad daou bried ho lak euruz bemdez,
Rendael evit netra a voug pep karantez.


Korf ann den zo loen fall, he ene zo eunn eal ;
Pa vale al labouz, ann den dlefe nijal.

Koulz paour ha pinvidik, klaskit eur gwir vignoun,
Ha pa vezo kavet, dalc’hit mad d’he galoun.

Krenit rak ar pec’hed hep kaout aoun da vervel,
Mervel a laz ar boan, pec’hi n’eo ket hevel.

Kristen ne dle tenna lagad evit lagad ;
Gwella zo da ober eo kas ann drouk da vad.

Kuzet eo er girin koz traou zo bet gwechall ;
O furguta enn-han e vez klevet c’houez fall.

Kuzit oc’h ho mignoun ar vez zo dirak Doue,
Anez ho tamallfe gant rebech hoc’h ene.


――――


    Kaera a zo eo al lagad,
    Pa vez digor war galoun vad.

    Kaera kanaouenn zo er bed
    A zo mouez ar muia-karet.


    Kaera gounid d’ann den er bed
    Zo karet Doue, beza karet.

    Kaer ho pezo, einigou keiz,
    Kaout abek mad, ar bleiz zo bleiz.

    Kaer zo deski ha klask kelenn,
    Ne weler ket furoc’h ann den.

    Kaer zo tec’het a-raok ar boan,
    Ar bleiz en em gav gant ann oan.

    Kaloun ar c’hrek zo eunn delenn
    Hag a zoun kaer, pa gar eunn den.

    Kaloun a-walc’h en deuz er bed,
    Ann nep a ra ar mad bepred.

    Kaloun ne c’hell choum hep karet,
    Aliez er bed zo glac’haret.

    Kaloun oc’h kaloun zo dinec’h,
    Nep zo karet ne ankounec’h.

    Kaloun vad a zo gwall-gaset
    Dreist pep kaloun zo glac’haret.


    Kalz a dud zo ne vent difeiz,
    Ma ve kalounou enn ho c’hreiz.

    Kant mignoun ne dalont unan,
    Eme ann durzunel vihan.

    Kaout ar peoc’h a zo eur goudor,
    Gouzanv ar boan zo eunn didorr.

    Kaout eunn dro vad d’ober eunn dra
    Ne c’houlen choum da varc’hata.

    Kaout poan a-wechou a zo mad
    Da zigeri ann daoulagad.

    Kaoul lez-vamm vad ne ve ket diez,
    Ma ve kristen ann holl gragez.

    Karantez a walc’h ar pec’hed,
    A galoun Doue eo diredet.

    Karantez Doue e-kreiz eunn den
    A c’houlaou enn-han sklerijenn.

    Karantez n’eo stag oc’h furnez,
    Ne bado ous-penn eunn dervez.


    Karet ann holl a dle pep den,
    A-walc’h eur mignoun mad hep-ken.

    Karet ann holl ha labourat
    A laka euruz e pep stad.

    Karet arc’hant voug peur-liesa
    Pep karantez oc’h ann nesa.

    Karet iaouank zo levenez ;
    Deut koz, ar wella karantez.

    Karga ar bed euz a voged,
    Ne gresk da zen he eurusded.

    Karomp ann holl hervez Doue,
    Hor mignouned leiz hon ene.

    Kas da goll enor ann nesa
    A zo gwassoc’h ’vit he laza.

    Kas da zoktor rear eunn azen,
    Ha digas skiant ne rear d’ann den.

    Katel geiel, hinkin Anna
    A dro ho zeod da zibuna.


    Kastiz a zo hep karantez
    A laka drouk ’leac’h madelez.

    Kastiz, boed ha deskadurez,
    Tri dra red da vugel bemdez.

    Kelenn hadet war bep skouer vad.
    A zigas founnuz ann drevad.

    Kement a rear a vez gwelet,
    Lemm al lagad zo o sellet.

    Kement a rear hervez pep mad,
    Gant heol ann env a vez sklereat.

    Kement tra zo ous-penn zo red,
    Ne dlefe kaout perc’hen e-bed.

    Kenta a zo, a-raok prezeg,
    Rei skouer vad ha komz brezounek.

    Kenteliet mad enn he gavel,
    Ann den zistroi fur da vervel.

        Ker ar bara,
        Pa na vez tra.


        Kerez war ar meaz,
        Hag e kear piz glaz.

    Kik hag eskern, fank ha bouillen,
    Penn, kil ha troad, setu ann den !

    Klask tizout huel a ra ’r galoun,
    Hag ann divreac’h ne choumont sounn.

    Kleze ar c’hrek a zo he zeod,
    war-n-han n’eo stank, na rouez ar ieod.

    Kolo ar paour zo gwele mad,
    Pa na vir out-han da roc’hat.

    Koll hrud vad o c’hounid eunn dra
    A zo eur c’holl ar re vrasa.

    Koll eur mignoun ar c’holl brasa,
    Ar bed a ia falloc’h-falla.

    Koll levenez a zo eur vad,
    Pa’z a gant koll poan a zruillad.

    Komzou ann den koz a gelenn,
    D’ar re iaouank zo gourc’hemenn.


    Kouezet eo bet war greiz he gein
    Ha torret he fri oc’h ar vein.

    Koulz ar vevenn hag ar mezer
    Enn den zo fur e peb amzer.

    Koulz eo eul laer hag eur gaouiad,
    Breudeur int a-berz mamm ha tad.

    Koulz gwir ha gaou, ne garer ket
    Dirak perc’hen ho lavaret.

    Kre he vellou, eaz eo d’ann den
    Terri ode war bep lezenn.

    Kristen a varv a galoun vad,
    A-zirak Doue zo dreist Zokrat.



D


Da bep den he labour, da hep deiz he drevel,
Evit mad ar bed holl n’euz daou a ve hevel.

Da bep klenved he boan, da bep poan he louzou ;
Darn louzeier a zo gwaz evit klenvejou.


Dalc’h da galoun izel ha kar ar wirionez,
Labour endra c’helli hag es po levenez.

Dalc’hit ho kevenneien, dispignit pa vez red,
Ann arc’hant hag ar skiant gant poan vez dastumet.

Dalc’hit sioul ho spered war gement a glevoc’h ;
He gomzou c’holo ’nn den, hen dizolo gwelloc’h.

Da ziwall hano kaer ha hrud ne d-eo laeret,
Labourat hep distag, ober mad a zo red.

Deskit a-vihanik labourat dioc’h ho stad ;
Gwelloc’h evit madou, labour atao a bad.

Deskit gant ar re vad rei kelenn d’ar re fall,
Ha diwar eunn hadenn c’houi ho pezo kant all.

Deskomp dioc’h ar re-all beva e peb amzer :
Ann drouk zo da dec’het, ar mad zo da ober.

Dibaot eo ann eured na bennask er speurenn
Ar sidan oc’h sparfel, ann dudi oc’h anken.

Dindan dourn ann Aotrou eo red d’ann den plega,
Easoc’h a-ze, ma kar, e vo d’ezhan beva.


Dioc’h ar mestr ar mevell, dioc’h ar vestrez ar plac’h ;
Lost ar c’hi a fistoul, paour keaz, digor da zac’h !

Dister dra eunn den rok ha pa ve Impalaer,
Gwelloc’h kaloun izel eur paour keaz zo glaouaer.

Diwallit oc’h ann drouk zo gan-hoc’h tamallet,
Enn aoun rak dismeganz, enn-hoc’h ma ve kavet.

Diwallit oc’h meuler : gant ar c’han ar c’haera
Eo e vez al labouz kaouedet ar gwella.

Diwar-benn traou dister vez trouz er bed aliez,
D’eur spered drouk eo diez gwelet ar wirionez.

D’ober eunn dro er bed eo digaset ann den,
Gant peadra a-walc’h da baea he skoden.

Doue a ro war ar bed galloud da dud a zo,
Evit ma tamantint, pa vezo great ho zro.

Dre lenn kalz, na zeskit nemet ar pez zo mad ;
Nemet mel ar boked gwenanen ne zibab.

Dre ma teu lard ar c’horf, teu pounner ar spered ;
Ann dud ne dlefent ket beva evel loened.


Dre studia, oc’h gwisiek, bezit mad-mad ouc’h penn ;
Gwisiegez dle kreski madelez e pep den.

D’ann den dislountrek, klanv, n’euz louzou mad e-bed ;
Pa varvo, e vezo pare dioc’h he glenved.

D’ann den drouk e vioc’h treac’h, mar d-oc’h sioul, hegarad ;
Dreist ar raoskl o plega, gwez braz dorr gant barrad.

Daou bried vo euruz, m’ar d-int daou spered eaz ;
En em garet a raint noz-deiz enn ti, er meaz.

Darn gwirionesiou zo hevel oc’h madigou ;
Ker koulz int d’ar re goz ha d’ar vugaleigou.

Del unan zo gwelloc’h evit daou as pezo ;
Ar c’henta a zo d’id ; ann eil, peur e vezo ?

Digarez dastum teil : lorc’h, brud vad, pe leve,
Ann dud, kalz anezho, gas da goll ho ene.

Dioc’h klemmou ne zistag nemet nec’h, poan spered ;
Gwelloc’h eo labourat evit gounid ar boed.

Diou skeul a gas d’an env euz ar bed kristenien :
Unan ann aluzen, hag ann eil ar bedenn.


Dre gastiza, den leal a zigaso ar peoc’h ;
Goude tan ha kurun, heol Doue a bar skleroc’h.


――――


    Da bep pec’hed red trugarez,
    Evel he boan da bep dervez.

    Da bep sant he c’houlou
    Pa bare klenvejou.

    Da dad re biz, map re foran,
    Paoura vezo he vap bihan.

    Da eunn den fall rei meuleudi,
    Oc’h ar re vad zo strinka pri.

    Da eunn den zo lemm he spered
    Eur c’hrek a skiant gwella zo red.

    Da lagad Doue a wel pep tra
    Bet, a vezo a zo brema.

        Da lestr zo digoret
        N’euz avel vad e-bed.


    Dalc’h da zaouarn, da zaoulagad,
    Dalc’h da galoun war ann hent mad.

    Dalc’hit marc’h lard enn he speurenn,
    Pe m’her laoskit, hualit-hen krenn.

    Da c’hrek da vignoun, va den mad,
    Na lavar ger, ma n’eo deread.

    Da c’hrek iaouank bara boug-poaz,
    Ha kreun-mean da zent koz he goaz.

    Da c’hrek vad gwella gwisiegez
    Zo gouzout ren he ziegez.

    Daou lestr dindan loc’h eur mor doun,
    Spered ann den hag he galoun.

    Darbar ann den, e peb amzer,
    Zo kaout ar mad hag hen ober.

    Darn a ouel ha darn all a gan ;
    Ar bed a zo dudi ha poan.

    Darn zo tud fur dioc’h ho gwelet,
    Ha tud diskiant anavezet.


    D’ar vugale gwella madou
    Zo oberou mad ho zadou.

    Dastum nerz a rank ann ene,
    ’Vit mont diwar ar bed d’ann Ee.

    Da zont da gaout he vugale,
    Pa vez pedet, Doue ne zale.

        Da wiadenn
        Doue ro neudenn.

      Debr bara endra bad,
      Ha na ef gwin a vozad.

    Den a c’haoliad war rogentez,
    Kornandounik war eur menez.

    Den digaloun ha pinvidik
    Ne dalv eunn den mad, reuzeudik.

    Den diskaret ne dle mervel,
    Dourn Doue a astenn d’he zevel.

    Den ne gredo komzou genou
    Ne deu anezhan nemet gaou.


    Den touellet gant ar merc’hed
    Ne gavo peoc’h nag ehan er bed.

    D’he fleg e teu ar wezenn gamm,
    Hag ann den fall ive d’he lamm.

    Deskadurez da vugale
    A zo gwelloc’h evit leve.

    Deski ar mad zo da genta ;
    Ober, ann eil, ann diveza.

    Dibaot ar zac’h na rank frega,
    Pa vez bet Paol oc’h he garga.

    Dibaot kaloun a glev laouen
    He gwirionez e daou c’her krenn.

    Dibaot eo ann den na fazi ;
    Ann diskiant ne heuill neb ali.

    Dibaot lezenn na ve war-n-hi
    Korvigell gamm ann den o trei.

    Dibaot ozac’h fur ha grek vad
    Na zao huanad en ho frad.


        Didamall e kavomp
        Faziou neb a garomp.

    Diesa tra zo d’ar spered
    Kaout gwirionez ha lealded.

    Digaloun eo neb en em laz ;
    Dre labourat, poan n’eo divlaz.

    Digant selaou, kent lavaret,
    Eo deski tevel, pa vez red.

    Digernez eo oud he groc’hen,
    Mad oc’h ann holl eur gwir gristen.

    Diod a zizac’h ar pez a c’hoar,
    Ar fur a c’hed, ger ne lavar.

    Dioc’h ar bedenn, ann aluzenn,
    Ec’h anavezer eur c’hristen.

        Dioc’h a reoc’h d’ar re all,
        A c’hellit da c’hedal.

    Dioc’h ar galoun komz ar genou,
    ’Met mad e kavfe laret gaou.


    Dioc’h al labour a reont pep deiz,
    Teu nec’h pe zudi d’ann dud keiz.

    Dioc’h al labourou diveza,
    E vez barnet ar re genta.

    Dioc’h ar mare, ez eo deread
    Gouzout tevel pe brezeg mad.

    Dioc’h ar vamm kemerit ar verc’h,
    Evit n’ho pezo keuz war-lerc’h.

        Dioc’h he labour,
        Ar micherour.

    Dioc’h pep troad n’eo mad pep botez,
    Na da pep goaz mad pep maouez.

    Diou galoun c’hell karet a bell ;
    Pa vezont tost, e karont gwell.

    Diou galoun unan a dalv dek,
    Ar bed a loc’hfent kalounek.

    Diou c’hoar : levenez, eurusded
    Ne choumont pell gant den er bed.


    Diou galoun vad hag en em gar,
    Hep karet doue n’emint war zouar.

    Diou wirionez enn eur gichen,
    Hag hi ve gaou ann eil d’e-ben ?

    Disk ha poesiou, ma n’int ket leal,
    Zaono marc’hadour er bed all.

    Diskouarn ar bobl ne glevont mad,
    Ne wel berad he zaoulagad.

    Dirak Doue, ar bihana tra,
    A zo kement hag ar brasa.

    Distro da vignoun dioc’h pep drouk,
    Evel da c’houzoug dioc’h ar grouk.

    Divergli ra ann houarn enn tan ;
    Ann den n’eo den, anez kaout poan.

    Diwar eunn trouz ann distera,
    E teu aliez ann drouk gwasa.

    Diwar c’hoari eo arabad
    Ober goab euz eur mignoun mad.


    Dizanaoudek zo digaloun ;
    Ne deuz ket daou falloc’h mignoun.

    Doue a lavar d’he vugale
    Dougenn beac’h ann eil egile.

    Doue a loc’h eaz kaloun ann den,
    Evel al lano er gourlenn.

    Doue a reaz labour pep devez,
    Etre ’r beure hag ar pardaez.

    Doue bepred ra ho tiwallo
    Dioc’h kik ejenn sall hep sezo,
    Dioc’h eur mevel hag ho laero,
    Ha dioc’h eur c’hrek en em ginklo !

    Doue a zistro out-han ann den,
    O skei enn he galoun anken.

    Doujanz Doue ar gwella zo
    Da drec’hi ’r boan, bete ’r maro.

    Doujanz Doue a zigor furnez,
    Hag eienen dour ar vuez.


Dre glask pignat re huel,
E kouezer re izel.

Dre glevet prezeg, e tesker ;
Ha dre zenti, e kelenner.

Dre hada ’r mad e park ar bed,
Da vare ’nn eost vez puill ann ed.

Dre he gorn stager ann ejenn,
Ha diwar-bouez he deod ann den

    Dre c’houzout,
    E teu kaout.

Dreist ar gwir neb a gar lammet,
Gant lezennou ne vez dalc’het.

Dreist ar prezeg, petra ve gwell ?
Goude tevel, tevel, tevel.

Dre welet peger kaer ar bed,
Piou ar spered e Doue na gred ?

Drouk zo enn-hoc’h, den kounnaret :
Bag gant kaouad vez diwernet.




E


E leac’h karet he vro, nep a deu d’he zamall,
Biskoaz ne zenaz mamm ; ar vro zo eur vamm all.

Eeun pe gamm, hag hi moan, skeud e deuz eur vlevenn ;
Lagad Doue zo digor e-kreiz kaloun ann den.

Enn noaz omp deut er bed, enn noaz ez aimp er bez ;
Hag a boan d’eur galoun a zo stag oc’h danvez !

E-pad ann noz tenval, e-kreiz ann amc’houlou,
Eo e lugern kaera eunn darn gwirionesiou.

Er bed ne glever ken nemet ar re zo fall
O kaout abek bemdez, o tamall ar re all.

Er bed n’euz kalz a dra iafe gwelloc’h-gwella ;
Ar paour deut pinvidik, pinvidik a falla.

Etre daou-benn ar bed ema ’r maro, tud keiz,
Da dec’het diout-han, Doue a zo ann hent kreiz.


Eunn den zo aketuz, gwisiek, fur, oberiant,
A gavo e pep bro boed, enor hag arc’hant.

Eur c’hrek koant, lezirek, azez war he c’hador ;
He zi, mez he welet, d’ann holl a zo digor.

« Eur c’hrek zo aketuz, enn he zi a lugern ;
Gadalez louz, hudur, zo brein mel he eskern.

Eur mignoun d’he vignoun kement zo a rofe ;
Diframma he galoun euz he greiz a rafe.

Eur roue, eunn impalaer a zo kik ha kroc’hen,
Barnet, goude genel, da vervel ’vel pep den.

Eur verc’h e deuz gened mar d-eo fur, mar d-eo mad,
Mar e deuz doujanz Doue ha ma kar labourat.

Euruz eo nep a gar, euruz pa vez karet ;
Da baea karantez, karantez a zo red.

Euruz nep a c’hell kaout oc’h ann daol eured
Eur vamm d’he vugale, ha d’ezhan gwir bried.

Evesait na gollfac’h ar madou ho peuz bet ;
O c’hober vad gant-ho, ne d-eont war goll nepred.


Evit anaout ann nerz eo mad diouer eunn dra ;
Ne d-eo ket al lountrek a zo ann den kreva.

Evit ar mad a rit, ma ne gavit mignoun,
Doue ho kwel hag ho kar ; a-walc’h he galoun.

Evit beza hevel dreist pep tra oc’h Jezuz,
Beza gwirion zo red, habask, karantezuz.

Euz ann drouk, euz ar mad en deuz he lod pep den ;
Dioc’h he c’hloan e ro Doue d’ann oan heol pe ienien.

Eunn ali mad ha fur a zo mad da heuilla ;
N’eo ket ar mestr atao eo a gelen gwella.

Eur c’hreg fur, eur c’hrek vad e dle beza karet,
Ha pa gomz e ve fall, ma na ve selaouet.

Evit beza den mad, heuillit lezenn ho Toue ;
Na garit traou ar bed, traou a goll ann ene.

Eunn den piz a ra vad goude ma vez maro,
Goulenn ma vevo pell n’eo fall evelato.

Evit-han da gaout drein e karer ar boked ;
Karantez Doue hep-ken n’euz out-hi drean e-bed.


Eunn dra zister zo roet rak-tal m’eo goulennet,
A dalv daou venez aour euz ann env diskennet.

Eur c’hrek zo fur ha mad, enn eur zenti bepred,
A ra evel a gar hag a ren he fried.

Eur c’hrek zo o ouela, ma n’eo ket eur c’hrek vad,
A strink gant he daelou gevier dre bep lagad.

Eur gouli war ar c’horf a zo eaz da barea,
Hag eunn ene blonset, diez da zivrondua.

Eunn den hag a zo fur a gerz war-zu pep mad,
He skiant atao a dro war-zu dont hegarad.

Evel d’hoc’h hoc’h-unan grit ive d’ar re all ;
Gant Doue e vezoc’h mad, gant ann dud mar d-oc’h fall.

E-kever ar poaniou a zigas rann-galoun,
Hini n’eo ken doaniuz ha ouela eur mignoun.

E liorz ar bed poaniuz, boked ar garantez.
A vez, seul-vui eo koz, kaeroc’h-kaera bemdez.

Evit beza euruz, atao, atao ann den
Rank beza hualet ha stag gant eur gorden.


E levr kaer ann envou ann tiek noz-deiz a lenn,
Hag hep skol all e-hed zo ar gwisieka den.

Evel-hen a c’hoarvez enn amzer zo brema :
Hen-nez a fell d’ezhan ober labour he-ma,
He-ma labour hen-nez ; ha, dre ziskianted,
Ez a bemdez pep tra falloc’h-falla ar bed.


――――


   Eaz eo beva, eaz eo mervel
   Da galoun leal ha dourn hevel.

   Eaz eo d’ar goaz tamall maouez ;
   Gwelloc’h a-ze n’em em ziskouez.

   E barr he nerz, ne zonj ann den
   E Doue nag enn he chourc’hemenn.

   E bek ar skeuliou huel
   E c’houez kre ann avel.

   E bro ebed ne d-eo pec’hed
   Kaout truez oc’h ar re zoaniet.


    E gwirionez Doue a zo leal,
    Ne zigas mad d’ar re ra fall.

    E leac’h choum da nec’hi,
    Labour hag e wellai.

    E leac’h ma’z euz tud o tremen,
    Tle beza hent pe wenodenn.

    El lesiou braz e liver gaou.
    Gant komzou flour, digoradou.

    Enk ha striz eo dor galoun
    Ne ro digor da eur mignoun.

    Ene ’nn den, gant mad-oberou,
    Zo kizellet ’vit ann envou.

    Ene ann den zo he varner ;
    He vrouda ra, mar d-eo pec’her.

    En em anaout zo eaz d’ann den,
    Zo furnez Doue enn he gerc’hen.

    En em anavez da-unan,
    Gant ar re all n’es pezo poan.


    En em garet, hep karet den,
    A zo beza ar falla loen.

    Enn amzer-ma, ar gwir atao
    Hep skoaz ne ziskar ar gill-nao.

    Enn amzer-man eo fall ar bed :
    Ar gaou dreist ar gwir zo kredet.

    Enn amzer fall ar vignouned,
    A vez gwella anavezet.

    Enn da galoun kas trugarez,
    Ha strink pep kasoni er mez.

    Enn emgroez, e-touez ar chatal,
    Kant diod a ia da heul kant all.

    E nep bro, ar gwir vignouned
    Re stank biskoaz ne d-int ganet.

    Enn he groc’hen louarn a varvo,
    Nemet kignet e ve beo.

    Enn eur c’hoarzin, diskolpa iud
    A ra darn chas, a ra darn tud.


    Enn eur rei hag o kemeret,
    Hent da fazia vez digoret.

    Enn oad-man euz re a spered,
    Ann ezen zo ann doktored.

        Env koumoullet,
            Aval krinet,
        Grek koz kinklet
        Ne badont ket.

    Epad ma ra ’l louarn ormidou,
    Ez a he lost aliez e gaou.

    E peb amzer mignoun a gar,
    Diou galoun vignoun zo diou c’hoar.

    E pep bro, mad kaout mignouned,
    Nemet e bro ar re zaonet.

    Er meaz ar re a zo he genou
    Ien-ien a-gleiz, tomm-tomm a-zeou.

    Er vro zo leun a c’hragez vad
    E vez euruz bugel ha tad.


    E-touez ann dud be weach m’ounn bet,
    Disteroc’h den ounn distroet.

    E toul he zor ki oc’h harzal,
    Oc’h he daol gant-han alier fall,
    Enn he wele grek penn-follet,
    Ar fura den a ve kollet.

    Etre daouarn ann dud a skiant,
    Ne vez dibaot kollet arc’hant.

    Etre diou boan, e teu eur mad
    D’harpa ann den war he zaou droad.

    Etre forani, beza piz,
    Ar fur a gerz dre ann hent kreiz.

    Etre ’r wezenn hag he c’hroc’henn,
    Lakat he viz ne dle kristen.

    Eul lez-vamm vad, karantezuz,
    A zo bet er skol gant Jezuz.

    Eul levenez red da devel
    Oc’h aoun ha spount a zo hevel.


    Eunn ali fall a noaz bepred
    Oc’h nep her ro, oc’h nep her c’hred.

    Eunn den bihan, fetiz, a-bez,
    A ziskar eur pikol galez.

    Eunn den kalounek, leun a feiz,
    Dindan he veac’h zo kre ha reiz.

    Eunn den mad a gav gwell mervel,
    ’Vit beza fall ha beva pell.

    Eunn den a skiant, leun a spered,
    Gant tud diod a vez goapeet.

    Eunn deiz hep-ken pad ar gened,
    Ha gant ar mad e pad bepred.

    Eunn den fur en em anavez
    A gerz sounn dre hent digompez.

    Eunn den mad zo huel he galoun,
    Hag eunn den rok he vruc’hed sounn.

    Eunn den mezo n’eo ket eunn den ;
    Rendael out-han zo koll ar penn.


    Eunn dervez a dalv daou
    Da nep a ra e-pred he draou.

    Eunn diskiant atao a gred
    Ez eo ann holl diskianted.

    Eunn diskiant koz pell a zo bet,
    Maro eo hep beza bevet.

    Eunn diod ha ne c’hoar netra,
    Aliez a rai goab ar muia.

    Eunn dra vad-vad am beuz desket,
    Ne c’houzounn tra, netra e-bed.

    Eunn teod zo flour, hep kalz a boan,
    A denfe goad a-greiz eur mean.

    Eur barner ha ne zelaou den,
    Zo fall he varn, fall he lezenn.

    Eur barner fall, hanter wisiek,
    Eunn den n’eo bourc’hiz, na tiek.

    Eur galoun vad a bign ken huel,
    Ne vez tizet gant nep sparfell.


    Eur galoun vad ha truezuz
    A zo ive karantezuz.

    Eur galoun vad a zo e poan,
    Gant kaloun all gavfe dizoan.

    Eur galoun zo mad hag a ro,
    A gav mignouned e pep bro.

    Eur ger mad, a-greiz ann ene,
    A skub a-bell kurun, arne.

    Eur goapaer, gant he holl spered,
    Ziskouez n’en deuz kaloun e-bed.

    Eur goaz efer, eur c’hrek lipouz
    A gousko a-bred war ar plouz.

    Eur gouli, hag e ve kiget,
    A lez ar chroc’hen kleizennet.

    Eur gourc’hemenn zo, bugale,
    Ober vad ann eil d’egile.

    Eur goz-votez bet er vouillen,
    Dre gaout madou, a gav perc’hen.


    Eur goz-frakel furnez ar bed ;
    Storlok a ra hep skiant e-bed.

    Eur gudenn fall gant lealded,
    E daou c’her krenn vez difuillet.

    Eur gwennek a zo espernet
    A dalv ous-penn kant dispignet.

    Eur gwir damall ziskar furnez,
    Hag a zigas nec’h hag enkrez.

    Eur c’hi koz, stag oc’h ar chaden,
    Nemet kousket ne raio ken.

    Eur c’hoz-ti zoul enn-han mignoun,
    A zo eul lez kaer d’ar galoun.

    Eur c’hrek fur, pa ve divalo,
    Zo dreist ar gaera grek a zo.

    Eur c’hrek koant a ra he deviz,
    Zoug minel aour oc’h fri eur wiz.

    Eur c’hrek hon-nez n’euz ket he far
    Zo dall, bouzar ha dilavar.


Eur c’hregik koant ha rederez
A gas da fall he ziegez.

Eur c’hrek vad zo didroidel,
Hag he oaled divogidel.

Eur mennoz mad ne choum kuzet,
Eunn deiz e vez anavezet.

Eur mignoun koz ne gosa tamm,
Da nep her c’har eo iaouank flamm.

Eur penn-her hag eur benn-herez
A ra aliez gwall-diegez.

Eur spered leal, enn eur grena,
A glask atao ann hent gwella.

Euruz eo ar briedelez
Stag karantez oc’h madelez.

Eur vamm dener, diwar he ziad,
Ne zistro kaloun na lagad.

Eur velc’hodenn a rikl, a ruz,
Hag a bign huel a iz da uz.


    Eur verc’h barvek, rok ha figuz,
    Mar timez, ne vo grek euruz.

    Eur verc’h fur hag eaz he spered,
    Dreist ar gaera a vez karet.

    Eur verc’h habask zigas da vad
    Kelenn he mamm, skouer vad he zad.

    Eur wirionez, eur sklerijenn,
    Eunn Doue hep-ken mad eur c’hristen.

      Euz ar zac’h ar pez a zo,
      Bleud pe vrenn ho pezo.

        Euz gwir deskadurez
        Teu eurusded, furnez ;
        Ha, diwar ar madou,
        Anez skiant, kalz poaniou.

    Evel eur boked livet koant,
    Diginkl eo kaer eur verc’h iaouank.

    Evel heol Doue dreist ar menez,
    E tle para ar wirionez.


    Evel Jezuz, pep pastor mad
    War he skoaz a zoug he zanvad.

    Evit beva e peoc’h bepred,
    Sellet, selaou, tevel zo red.

    Evit kaout ar zilvidigez,
    Netra ne dlefe beza diez.

    Evit kaout eunn den a zo mad,
    E-touez kalz drein eo red dibab.

    Evit kaout lorc’h mont d’al lesiou ;
    Evit arc’hant, d’ar marc’hajou ;
    Evit madelez, d’ar frostou.

        Evit kaout vi
        Iar rank dosvi.

    Evit heuilla ar gourc’hemenn,
    Rei he dra zo red d’ar perc’hen.

    Evit c’hoaz ne d-eo ket ganet
    Nep a zo gant ann holl karet.


――――






F


Fazi ar c’hrek a vez kavet,
Ar vad a ra a vez nac’het.

Feiz a zibrad ar menesiou,
Ha karantez gas d’ann envou.

Fiziout a ra enn enebour
Nep a zo baill betek ann dour.

Founnuz ann eost da gaout bara,
Peadra a zo da veva.

    Furnez a zo gwevet
    Gant den n’eo gouzanvet.

Furnez a deu dre daol evez,
Ne zesker skiant enn eunn devez.

Fur ne lavar kement a gred,
He deod n’eo gaouiad dhe spered.


Fur oud, map, kaer eo da eured,
Merc’h eur vamm gristen da bried.

    Fur, pa vez divezad,
    ’Zigor he zaoulagad.



G

Glaouaer hag Impalaer rank dougenn ho hordenn ;
Jezuz o vont a-raok, gina ne dlefe den.

Gortozomp ann amzer, ne bado ket an noz ;
Goude poan ar bed-ma, dudi ar Baradoz.

Goude beza great fall, plegit diudan ho poan ;
Ann den a bec’h a dle en em varn he-unan.

Goude meuli eunn den, arabad he damall,
Rak anez hoc’h-unan e vec’h kavet den fall.

Gragez, evit gallout ren mad ho tiegez,
Bezit fur, aketuz, sioul hag habask bemdez.


Grit ar pez a c’helloc’h ha na gouskit ket re ;
Ar boed mad hag ar gwin a laz korf hag ene.

Grit vad d’ann holl bepred ha d’ann divroad zo-ken,
Bugale eunn Tad omp ne laka gwenn dreist gwenn.

Grit vad d’ar reuzeudik ; war-n-han euz liou eunn den ;
Jezuz n’eo ket maro evid-hoc’h-hu hep-ken.


――――


    Genou a veul enep kaloun
    A wersfe Doue, mamm, tad, mignoun.

        Gallout hep miret,
    Dioc’h zo great, zo pec’hed.

        Gammed ha gammed
        E rear tro ar bed.

    Gant al lezenn, al laer brasa
    A grog aliez er bihana.

    Gant ann amzer ez a ’r gened,
    Ar vadelez a bad bepred.


Gant ann amzer hag ann avel,
Anken ha poan a nij a-bell

Gant ann naoun du ha pa varvfenn,
Bara eul laer me ne zebrfenn.

Gant ar spered n’ema ar skiant,
Nag ar furnez gant ann arc’hant.

Gant brezounek eo deut ar feiz,
Gant ar gallek ez ai a Vreiz ;
Gant gallek ha gant gwin-ardant,
Gant diegi tud zo diskiant.

Gant kalz a dud nep zo karet,
A zo mad dreist, pe hep spered.

        Gant kenderc’hel,
        Teu gobr a well.

    Gant kolo hag amzer
    E teu bouk ar mesper.

    Gant den e-bed ne vez karet
    Bugale fall ann drouk-spered.


Gant diskiant e vez kinkaillet,
Dioc’h dremm he deod, pep tra er bed.

    Gant Doue eo bet glepiet,
    Gant Doue e vo sec’het.

Gant Doue eo great mad al lezenn,
Dibri bara dioc’h ar c’houezenn.

Gant doujanz Doue ha nerz he vreac’h,
Ar paour laouen zebr bara zeac’h.

Gant doujanz Doue da holl vadou,
Eur verc’h zo kaer he argobrou.

Gant doujanz Doue da wisiegez,
Eo pinvidik pep tiegez.

Gant plouz, ha pri, ha reunennou,
Al laboused ra ho neisiou.

Gant eunn all ar pez a c’hoarvez,
C’hell c’hoarvezout ive gan-ez.

Goude korfad, kousket kalet,
Ha mervel e-kreiz ar pec’hed.


Goude deiz kaer, vez kaer ann noz,
D’ar vuez vad ar Baradoz.

Gouzanv hep klemm ’r pez a c’hoarvez,
Zo louzou mad oc’h pep enkrez.

Gra ar pez a dleez d’ober,
Ha lez da gas gant ann amzer.

Gra hirio ar vad a c’helli,
Warc’hoaz marteze e varvi.

Gragez a gar ann dillad kaer,
A zigor frank ho dor d’al laer.

Gouzanv ann dud, hag ann amzer
A zo daou dra red da ober.

Gouzout ar mad, heb he ober,
Zo gwall damall dirak barner.

Gouzout ar mad hag ober fall,
Dirak barner zo daou damall.

Grac’h a c’hoari a laka ’nn ankou
Da c’hoarzin gwenn, leiz he c’henou.


Grek a labour ’vit tud he zi
Ne vez kalz hano anezhi.

Grek enn he zi o labourat,
Gar he fried, a zo mamm vad.

Grek a labour he fenn izell,
Zo aour he dourn, mel he muzell.

Grek a labour gresk he danvez,
Eur Baradoz he ziegez.

Greomp ar pez a dleomp da ober,
Ha pep deiz vo mad ann amzer.

Grisiou tec’h fall denner ker buan
Hag eeuna eur wezenn gorgamm

Grit, c’houi, ho labour eaz pe ziez,
Ne ve great koulz gant den anez.




GW


Gwella mestr da zeski a zo rankout ober ;
Biskoaz n’eo bet gwisiek eunn den diek, dibreder.

Gwella zo al labour da baour, da binvidik ;
Anez, dindan ann heol ann den zo reuzeudik.

Gwelet a reomp eunn drean e lagad hon nesa,
Ha ne welomp ann treust hon dall peur-liesa.

Gwelet klanv, o vervel eur pried, eur vamm vad,
A zo da dud he zi doan, anken, kalounad.

Gwelit petra vezo dioc’h ann amzer zo bet ;
Nemet Doue, den ne c’hoarr petra zo da zonet.

Gwell gounid eur galoun ’vit dek rouantelez :
Na gignit ho tenved, pastorien, rouanez !

Gwin a zigas rendael ; karantez, levenez ;
List ar gwin gant mesvier ha klaskit karantez.


Gwelloc’h eo beza fur evit kaout madou braz ;
Furnez a zalc’h d’ar mad, madou da goll a gas.

Gwelloc’h eo beza paour ha beva leal war zouar,
Evit gwerza nao real ar pez ne dalv pevar.


――――


    Gwarek a strink birou bemdez
    Ne bak ann alf pep taol a vez.

    Gwella kaloun da vignounez
    Zo kaloun eur wir gristenez.

    Gwella gounid zo dioc’h arc’hant
    Eo pa vez roet d’ar paour gant skiant.

    Gwella zo da ren den iaouank,
    Skouer vad he dud hag eunn tamm skiant.

    Gwella zo da drec’hi pep poan
    Eo beza sioul, habask, unvan.

    Gwell eo brud vad evit danvez,
    Nemet ar vrud ve gaouiadez.


    Gwell enebour evit mignoun
    Da ziskouez fazi ar galoun.

    Gwella mignoun en deuz eunn den
    A zo eul leor mad d’he gelenn.

    Gwella tra zo gouzout mervel,
    Ha mont d’ann env a denn-askel.

    Gwell evit komz ez eo skouer vad,
    Ar bugel a zell oc’h he dad.

    Gwell e wel lagad ar perc’hen,
    Evit kant lagad ann estren.

    Gwell eo deski mabik bihan.
    Evit dastum madou d’ezhan.

    Gwell ober mad ’vit kaout baro,
    Bezet drouk er goaz a garo !

    Gwell eur penn iskiz leun a skiant,
    Evit eur penn divoed zo koant.

    Gwelloc’h eo daou evit unan
    D’en em harpa oc’h nec’h ha poan.


Gwelloc’h d’ann douar nebeud a had,
Evit kalz ed, nebeud c’houennat.

Gwelloc’h eo peoc’h ha dour stivel,
Evit morlarjez gant brezel.

Gwelloc’h evit aour ha gened
Eur spered eaz da bep pried.

Gwerza brud vad evit arc’hant,
Perz eunn den fall, eunn den diskiant.

Gwir garantez a zo ker mad,
Ma wella dre ma kresk ann oad.

Gwir garantez ne c’hoar kaout aoun,
Dreist kaloun mamm ne deuz kaloun.

Gwir eurusded zo hep mui-ken
’Tre Doue hag ann ene kristen.

Gwiska enor ne d-eo ket mez,
Pa na vez ket turiet stlabez.

Gwisiegez vad a laka ’nn den
Da blega stum kaloun ha penn.


    Gwisiegez morse ne falla,
    C’houez-vad a lez er pod kosa.

    Gwistign arc’hant e genou gaign,
    Ne wir ket out-hi na d-eo paign.



H


Hag e vemp heb ezomm, na foranomp netra ;
Dalc’homp ar pez zo red evit gallout beva.

Ha pa gavfac’h ve mad, stlapit ann drouk er meaz :
Ar mad zo dreist madou, ann drouk atao a noaz.

Ha pa vez map eur roue, map ann Dreinded zo-ken,
Ma n’oud mad a bep hent, a-veac’h ez oud eunn den.

Hervez nerz ar galoun, eo nerz ar garantez ;
Karet, beza karet, zo didorr peb enkrez.

He spered eaz da gas, ann den a dle diwall
Na ve mont a rafe da gredi tud zo fall.


Hanter genta eur vuez fall
A zigas poan d’ann hanter all.

Ha pa ve c’houero eur gentel,
Mad eo d’ann denn, mad d’ar bugel.

Ha pa ve gan-hoc’h al lezenn,
N’ho po ho kwir hep he c’houlenn.

Hep lealded n’euz karantez,
Gant troidel, nep gwirionez.

Hep ezomm na stignit gwarek ;
Dinerz ar galoun, ma na bleg.

Hent ann den fall a ia eeun-tenn
Da gas anezhan war he benn.

Hep karantez hag hep furnez,
Ne vez euruz priedelez.

Hep karantez krog stard er stur,
Mont da zimezi n’eo ket fur.

Hep stourm kalet, den nevez treac’h ;
Pep hini rank dougenn he veac’h.


Hevel oc’h ar pennou kolo,
Kalz pennou huel a zo goullo.

He stad a zo da pep unan :
Darn a labour, darn all a gan.

Heb ann heol ne ve sklerijen,
Hep karantez Doue, gwir gristen.

Hevella zo oc’h eunn den mad,
Map eul laer gant madou he dad.



CH & C’H


Choumomp enn hor bro da veva,
Lezomp Pariz el leac’h m’ema.

Choum hep karet kaloun ne c’hell,
Ha pe defe poan da vervel.

C’hoarzin a rear gant prezeg kaer,
Ha gant ober mad e taver.


C’houi holl a gav abek e labour ar re all,
Grit gwelloc’h evit-ho, e leac’h dont d’ho zamall.

C’houi, rouanez, a gred n’oc’h ket a wenn ann den,
Ken a deu gwalenn Doue war-n-hoc’h d’en em astenn.



I


Iaouank, breutaer stal ne wella,
Na louzaouer ar bal-toulla.

Iar ha grek a ia dioc’h ho zi
Ne gavont ann hent da zistrei.



L


Labourat a zo red, evel hirio, warc’hoaz :
Da studia, gwisiegez ; dre ober, labour eaz.

Labourat zo pedi ; — evit peur-lavaret :
Biken ne vo euruz ann den ne labour ket.


Labourit, ehanit : ho korf hag ho spered
A rai, gwelloc’h a ze, peb eil labour galet.

Lavaret a vez great, ha n’eo ket abek,
E vez ar gaera merc’h aliez ar falla grek.

Lennit ar c’helennou, deskit ar re zo mad ;
Anez eunn tamm furnez, beva n’eo ket ebad.

List ann aour, ar moged gant ha re ho c’hoanta ;
Bevit ha grit ar mad, ar mad zo da genta.

List ar pez zo kuzet, gant Doue ’ma ann alc’houez :
Map den, gra da labour, dioc’h da dal sec’h ar c’houez.

List ar maro da zont hep kaout aoun na krena,
Krena ne d-eo beva, beva mad ar gwella.

List ann amzer da gas, ar valkenn da dremen ;
Nep ne zamant d’he gorf, rak ar maro ne gren.

List da gas gant ann dour, pa n’oc’h evit herzel ;
Doue o sturia ho pag, mont oc’h kerrek ne c’hell.

List ann dud da brezeg, bevit atao dibec’h ;
Ar re vrudet kaera ho deuz ar brassa bec’h.


List ar re fall da vont enn ti dreist ho treuzou,
Hag e vezo a-bred peuri berr d’ho kenou.


――――


    Labour, reiz hag aked,
    Tri voed a vag iec’hed.

    Labour eunn deiz a goll aliez
    Gounidou founn meur a vloavez.

    Labour, mignoun, endra vevi ;
    Goude mervel, e paouezi.

    Labour n’eo great ’vit mad ann holl
    Zo labour fall, a ia da goll.

    Labourat hep klask meuleudi,
    Zo labour vad dreist pep-hini.

    Labourit ha lakit ho poan,
    Founn eo ann traou da bep-unan.

    Lagad ann den a dle para
    Hueloc’h evit traou ar bed-ma.

    Lagad ann den, pa’z eo serret,
    Lagad Doue a zo digoret.


    Lagad a wel liou ha doare,
    Ha skiant ann den ne wel banne.

    Lagad ar mestr a lard ar marc’h,
    Hag a laka ed barr ann arc’h.

    Lakaat spered dreist ar skiant
    Zo kaout gwell ploum evit arc’hant.

    Lavaret mervel zo ebad,
    Ha pa vez red eur gwall grogad.

        Lavaret zo eunn dra,
        Hag ober ar gwella.

    Lezenn ar bed a zo genel,
    Kaout poan bemdez, goude mervel.

    Leaz ar vamm zo great d’he bugell,
    Leaz estren beza koulz ne c’hell.

    Liez a weach e vez tizet fall
    Neb a gar paka ar re all.

    List da lavaret tud diskiant,
    Deskadurez a dalv arc’hant.


Loudourenn goant ha didalvez,
Merc’h ar pec’hed ha mamm ar vez.



M


Madou deut enn eunn taol zo out-ho da zivall ;
Gant-ho weler ann den, pe ez eo mad pe fall.

Ma n’oc’h evit ho marc’h, laoskit gant-han siblenn ;
Skuiza a rai a-bred, ma na dorr ket he benn.

Ma n’en em gavit eaz, sellit oc’h ar re all,
Ha n’ho pezo kement da glemm ha da damall.

Mar kavit da ober eunn dra hag a zo mad,
Grit ann dra-ze dioc’h-tu, anez vec’h divezad.

Mar klaskit eur pried, kenta zo eo goulenn
Hag ez eo fur ha mad, madou e-skoaz zo brenn.

Mar klevit eunn teod gaou o lavaret : Mignoun !
Lavarit evel-d-han ha dalc’hit ho kaloun.

Mar kollomp hor madou, perak klemm gant anken,
Ar bed a ia enn dro, war ar bed ema ’nn den.


Mar kouezit oc’h torgenn, savit c’houi hoc’h-unan ;
Er c’hlenvejou gwasa ar boan a laz ar boan.

Mar kavit tro, deut koz, da rei gobr pe gastiz,
Distroit ho spered war-zu ho iaouankiz.

Mar d-emoc’h gant ho korf, n’emoc’h gant ho spered ;
It da beuri d’ar c’hoad, koulz ha c’houi al loened.

Mar deuz eat drouk enn-hoc’h, ma verv goad ho kwasied,
A-raok ober netra, grit eur pennad kousket.

Mar d-eo kre nerz ho korf, n’her magit ket re vad ;
Fall meurbed eo ar boed a vir da labourat.

Mar d-oc’h braz, pinvidik, m’ho peuz galloud ha nerz,
Diskouezit mui a-ze eo braz ho madelez.

Mar d-oc’h klanv, goulennit nep zo tost d’ho kaloun ;
Ne deuz louzou e-bed a ve par d’eur mignoun.

Mar d-oc’h kre, bezit mad e-kever ho mignoun ;
Piou gwelloc’h evid-hoc’h a harpfe he galoun ?

Mar d-oc’h eur gwir gristen, ne reoc’h van a gomzou ;
En em drouc’ha aliez a ra ar gwall deodou.


Mar d-oc’h fur, mar d-oc’h mad, n’oc’h ket eunn den bilen ;
Madelez ha furnez a dalv ar wella gwenn.

Mar d-oc’h galvet da varn eur mignoun zo faziet,
Goloit hep laret gaou, mar gellit, he bec’hed.

Mar d-oc’h pedet da vont da di eunn all d’ho pred,
Arabad korfata : diou weach ne rafac’h ket.

Mar d-oc’h savet er bed er c’hargou huela,
N’ankounac’hait ket ’z ai ho korf da vreina.

Mare zo da brezeg, mare zo da devel ;
Etre daou, ober mad a dle mestr ha mevell.

Mar gwask war-n-oud ar boan, m’em oud war-nez mervel,
Neuze, e leac’h nec’hi, labour, pe ne vi gwell.

Mar gellfe ’r pinvidik prena iec’hed ar paour,
N’en defe, pa ve piz, damant e-bed d’he aour.

Mar gwelit ar re all ha penaoz e vevont,
O tamall anezho, kredit ho tamallont.

Mar grit vad er bed-ma, dre lorc’h evel re all,
Ho peuz bet ho tic’haou, ho mad zo eat da fall.


Mar gwelit ho nesa o vont dre eunn hent fall,
Na d-it ket war he lerc’h, kerzit dre eur stread all.

Mar gwelit tud fallakr euruz dreist ar re vad,
Kredit eo red larda loened zo da bilat.

Mar ho peuz bugale hep leve, na netra,
Roit d’ezho peb a stad da c’hounid ho bara.

Mar ho peuz madou braz, bevit hep fripa re ;
Neb a foran he dra, tra eunn all a rafe.

Mar ho peuz tamm diskred war eunn dra, war eunn den,
E tleit hep marc’hata gwelet petra ef-hen.

Mar ho peuz evit gobr mevellien ha plac’hed,
Ar re ze zo, mistri, tud evel-d-hoc’h, me gred.

Mar ho peuz poan, klaskit louzou oc’h ho klenved :
Gwella louzou oc’h poan, gwir vignoun da garet.

Mar rendael ho mignoun, gwella zo eo tevel ;
Diwar eunn elfenn dan, krog tan-gwall gant avel.

Mar marv tud zo fallakr, arabad vec’h laouen ;
Euruz ar re hep-ken a varv ’vel kristenien.


Mar paouez ho spered, ho korf da labourat,
Emoc’h oc’h aoza boed d’ar prenved da grignat.

Mar tigresk ho madou, arabad eo d’hoc’h klemm ;
Peadra da veva a zo a-walc’h d’ann den.

Mervel hep keuz d’ar bed zo kaout eur maro mad ;
Eur c’hristen a gar Doue a varv peb huanad.

Mirit gobr ho labour : forani n’eo furnez ;
Pa baouez al labour, e tigor ar gernez.

M’ho peuz aoun rak loened, diwallit oc’h tud zo,
Kalz bleizi er c’hoajou zo gwelloc’h evit-ho.

M’ho peuz ezomm, prenit hep choum da varc’hata ;
Da zigoll ann amzer, kant skoed ne d-int netra.

M’ho peuz poan, den difeiz, na c’hoantait ket mervel ;
Lakit ho piz a-raok e-kreiz tan eur c’hovel.


――――


    Mad e kavomp madou re all,
    Hor re gant-ho n’int kavet fall.

    Mad eo d’ann den senti iaouank,
    Evit gallout, deut koz, kaout skiant.


Mad eo sellet, enn amzer vad,
A be du e c’hell dont barrad.

Malloz ar vamm gas ti d’ar bern,
Ha bugale fall d’ann ifern.

Map eul laer zo evel he dad,
Pa zalc’h madou deut a grogad.

Map ha merc’h a gar mamm ha tad
A vezo benniget ho ziad.

Map ha merc’h kelennet mad
A denn da wenn ho mamm, ho zad.

Maga mad ha deski bugel,
A rai eur vamm fur ha santel.

Mamm ha tad mad zo da garet,
Pe fall, da veza gouzanvet.

Mar kinnigit marc’hadourez,
E lavarit n’eo ket e-werz.

Mar d-ann araok, va heuillit,
Mar d-ann adre, va lazit,
Ha mar marvann, darc’hoit !


Mar d-ema ’r gurun war ho lerc’h,
E vioc’h paket ha pa redfec’h.

Mar d-eo ar bobl paour, reuzeudik,
hag euruz eo ar pinvidik ?

Mar d-oc’h disprizet gant lakez,
Stad ac’hanoc’h-c’houi a ziskouez.

Mar sellfet piz, e wellfet mad
N’euz dibaot den na d-eo gaouiad.

Ma ve pep kaloun truezuz,
E ve muioc’h a dud euruz.

Medisin koz ne d-eo kiger,
Na marc’hadour apotiker.

Medisin koz, kiger iaouank,
Apotiker en deuz arc’hant.

Mel a zo e ti ar gwenan,
Karantez e kaloun ar vamm.

    Mennout ha lavaret,
    Heb ober, zo kollet.


Mennoz ann den hag he ene,
Zo great evit nijal d’ann Ee.

Merc’h re welet, sae re wisket,
Gant tud zo fur ne d-int klasket.

    Merc’h zo re zibreder,
    Zo merc’h pep gwall-ober.

Mervel ne d-eo ket eunn ebad,
Pa ve er bed poan a zruillad.

Meuli ar mad hag ober fall,
Hep gout d’ezho a ra tud dall.

Meuli dreist penn gaou eur mignoun,
Zo klask mouga iud he galoun.

Meulit ann deiz, pa vez pardaez,
Ann den, pa vez eat he vuez.

Mirit atao gwin dioc’h mesvier,
Denved dioc’h bleiz, madou dioc’h laer.

Mont tost d’ann tan ne dlefent ket,
Ar stoufaillou nag ar merc’hed


    Mouez ar galoun a nij a bell,
    Pa glev eur vouez oc’h he gervel.



N


Na damallit ket den ha ne vioc’h tamallet,
Ann teod zo lemm bepred, d’he dro, a vez flemmet.

Na damallit d’ar gwin ann drouk a zo bet great,
N’eo ket ar gwin zo fall, ann den eo gant korfad.

Na damallit morse eunn den ho peuz karet,
Fall ankounac’haat ar garantez zo bet.

Na d-it ket a enep ann dud hag ho c’hredenn,
O tisprizout ann holl, ne vec’h karet gant den.

Na gabalit da glask penaoz ema barn Doue,
Doue ho laka enn hent, gwella rafac’h bale.

Na gredit da huvreou : ar spered touellet
A ia da heul ar gaou, enn noz a-greiz kousket.


Na efit, na zebrit nemet ar pez zo red,
Anez stagfe ouz-hoc’h pec’hed ha gwall-glenved.

Na fisit war gosni : dre ma’z it dre ar bed,
Ann ankou war ho lerc’h a ia ive d’ar red.

Na hejit ho skabel, rak m’ar d-eo huel eo kamm,
Mar teu da gosteza ho pezo eur gwall lamm.

Na lavarit hep rei ar pez a c’houlenner,
Disleal ar re lavar ha ne zalc’hont d’ho ger.

Na list ket da dec’het eunn dro vad a gavoc’h,
Rak mar rikl ar zilienn, birviken ne fakoc’h.

Na list ket dira-z-hoc’h tamall mignoun, na den,
Gwelloc’h int peurvuia, ’vit ar re ho dispenn.

Na rendaelit morse : diwar zrouk, kasouni ;
Unvaniez a laka karantez leiz ann ti.

Na rit ket gaou morse, fallakr, oc’h ann den mad,
Kastizet vec’h gant Doue, abred pe zivezad.

Na vezet vak war-n-hoc’h : ann den zo dibreder
A raio drouk atao, ous-penn koll he amzer.


Na vezit lezirek : diwar boed mad aliez
Teu ar spered dinerz hag ar c’horf didalvez.

Na veulit re morse : enn eunn dervez hep-ken,
Diwar dal eunn arc’hel kouezaz he gurunenn.

Na zisprizit morse eunn enebour dister ;
Eur previk a ziskar gwez braz gant ann amzer.

Neb a c’hoar eo karet, dlefe mervel laouen,
Ha dre-ze eo e varv gant ar brasa anken.

Neb a c’hoar eo dister evel raosklen ar prad,
Ne d-ai, gwisiek ha fur, da stourm oc’h ar barrad.

Neb a c’houzanv pep tro hep lavaret eur ger,
Ma tivarc’h, a ielo euz a oan da giger.

Neb a zo techet fall zo gwall-blanedennet ;
Da derri liamm ann drouk, kaloun stard a zo red.

Ne dalv ket d’hoc’h klask stourm oc’h avelou ar bed,
Nemet gant sklerder Doue, dall ne vez dizallet.

Ne ket harpa hep ken, karet a zo ive ;
Anez ar garantez, ha pe seurt harp a ve ?


Ne d-eo ket evid-hoc’h, rit neisiou, laboused ;
Ne d-eo ket evid-hoc’h, ar gloan zougit, denved ;
Ne d-eo ket evid-hoc’h, gwenan, ar mel a rit ;
Ne d-eo ket evid-hoc’h, ejenned, ec’h arit !

Ne d-euz hent a ve eaz evit mont d’ann envou,
Stourm kalet a zo red, gwaska war ar poaniou.

Nemet ar re ziskiant ne zisprizont furnez ;
Doujanz Doue d’ar re fur zo kelennadurez.

Nemet ar wirionez ne blij e peb amzer,
C’hoar ar garantez eo enn eur galoun dener.

Nemet karet Doue hag heuilla he lezenn,
Kement tra zo er bed, evel skeud a dremen.

Nemet goulennet ve, na roit ket hoc’h ali ;
Neuze, bezit gwirion ha komzit difazi.

Nemet hor c’helenn-ni, kelenn vad ne deuz ken ;
Ne gredomp e ve drouk ken a gouez war hor penn.

Nemet tud zo diskiant ne enoront danvez,
E ialc’h ar pinvidik n’ema ket ar furnez.


N’en em veulit morse, n’en em damallit ket ;
Doue wel led ho mezer, hep na ve gwalennet.

N’eo ket ar c’henta deut dle heza ho mignoun ;
Sellet piz a zo red kent staga ar galoun.

N’eo ket a-walc’h tamall, kalz gwelloc’h eo kelenn ;
Difazia a zo red, karet eur gourc’hemenn.

N’eo ket mezuz deski ar pez a c’hoar eunn all ;
Fur eo deski ar mad, deski ann drouk zo fall.

Nep kaloun n’eo euruz ’met gant Doue ann envou,
Ar bed zo d’he c’harga re striz he vevennou.

Nep ne ouel ket er bed nag enn deiz, nag enn noz,
A vezo beac’h d’ezhan c’hoarzin er Baradoz.

Ne reoc’h van a gomzou, mar d-oc’h eur gwir gristen,
Goude flemma re zoun e varv ar wenanenn.

N’oc’h kempenn war ho tra, hag emoc’h o tamall
Da Zoue, d’ann holl oc’h paour ; perak oc’h eunn den fall ?

Noz-deiz war ar bed-ma ve ann holl reuzeudik,
Ma na ve skoaz ar paour oc’h skoaz ar pinvidik,


N’euz den pennasket berr hag hualet ken diez,
Ha ma’z eo ar re vraz, tud a lez, rouanez.


――――


    Na damallit ket ar re all,
    Pa vec’h hoc’h-unan didamall.

    Na gomz morse a rouanez :
    Eur gaouiad oud, mar ho meulez ;
    Eunn den krouget, m’ho zamallez.

    Na list ar paour pell da c’houlenn,
    Hag ez ai d’ann env ho pedenn.

    Na madou, na deskadurez,
    Ne lakeont euruz hep furnez.

        Na re nebeud, na re :
        E pep tra, gwella ve.

    Natur ar boed oc’h taol ann tiek,
    Oc’h taol ar roue n’eo ket ker c’houek.

    Na vezit mignoun eunn diskiant,
    Diout-han ho pe loudour pe fank.


    Na zistagit glaz ar mesper,
    Ar wirionez bar d’he amzer.

    Neb a ia buan da heul he benn,
    Gerz dre fazi da gaout anken.

    Neb a espern, pa’z eo iaouank,
    Pa vezo koz, ne gavo diank.

    Neb a labour c’houek, a galoun,
    Ne varvo biken gant ann naoun.

    Neb a lavar e c’hoar pep tra,
    A ziskouez eo ann azenna.

    Neb a c’houlenn en devezo ;
    Skoit war ann nor, ma tibrenno.

        Neb a ef, a efo ;
        Nep zo drouk, a vezo ;
        Gwezenn gamm ne eeuno.

    Neb a fell d’ezhan ober fall,
    A gav eunn apoue pe eunn all.

    Neb a ro bod da eunn den fall,
    Ne d-eo na mad, na didamall.


    Neb a varn hep taol evez,
    En devezo keuz aliez.

    Neb a vev fall, ne c’hoar mervel ;
    Oc’h ar maro c’hoarz ar bugel.

    Neb a zo leal ne gar kaout dle,
    ’Vel hual da varc’h d’ezhan e ve.

    Neb a zo iar a gar skrabat,
    Neb a zo laer, kaout a grogad.

    Neb a zougen eur pez beac’h poan,
    A red skanv gant unan bihan.

    Neb a zo koz, zo bet stoket
    He dreid, aliez, oc’h mein kalet.

    Neb en deuz kik ha bara zeac’h,
    Gwin ha piz da lakat e gleac’h,
    Pemp gwennek hep eul liardad dle,
    Ne d-eo ket eur paour eo ez e.

    Neb en deuz truez oc’h ar boan,
    En em anavez he-unan.


    Neb en deuz great gwella c’halle,
    En deveuz great ar pez a dlie,

    Neb en em drec’h zo kalounek,
    Ne ket hen-nez eo ar c’horfek.

    Nebeud danvez gounezet mad,
    Zo dreist leveou deut a grogad.

    Nebeud ezomm dre nebeud c’hoant,
    Laka pinvidik heb arc’hant.

    Ne dalv ket mont d’ar red,
    Gwelloc’h eo mont a-bred.

    Ne d-eo ket e tiez ar re all
    E vever eaz, e varver leal.

    Ne d-eo ket diwar ann aviel,
    Kement komz kaer ia enn avel.

    Ne d-eo ket eunn diod ann azenn,
    Tevel a ra pa gomz ann den.

    Ne dle na mignoun, na pried,
    Tamall ann hini zo karet.


    Ne deuz den na tra er bed-ma,
    Heb he falla, heb he wella.

    Ne deuz tech fall hep digarez,
    Na tamm kik hep breinadurez.

    Ne lavarer eur gaou, mesvier ;
    Ar gwin falla d’id n’eo re ger,
    E-pad ma c’hlaour da vugale,
    M’ema da c’hrek, noaz, o vale.

    N’em beuz spered, n’ounn ket doktor,
    Nag eunn azenn enn eur gador.

    Ne ket ar re ra goab bepred,
    Eo ho deuz ar muia spered.

    Ne gutuiller frouez dioc’h gwezenn
    A zo erc’h gwenn stank war he fenn.

    Ne nij ar bluenn gant ann avel,
    Ken a zistag dioc’h ann askel.

    Ne choum morse da c’hourlerc’hi
    Spered a breder a zevri.


    Nemet ar chas, ar C’hallaoued,
    Goude korfad, ne d-eont d’ar red.

    N’eo ket atao ar re wella
    A bigner er c’hargou huella.

    N’eo ket ar c’hrek e deuz ganet,
    Mamm ar bugel, ma ne vag ket.

    N’eo ket dioc’h doare gaer ar penn,
    Dioc’h ar galoun eo mont d’ann den.

    N’eo ket a-walc’h klask difazia,
    Gwelloc’h eo miret da goueza.

    N’eo ket eaz sutal ha braeat,
    War eunn dro ober daou dra vad.

    N’eo ket mad ann den he-unan,
    Eva voe great evit Adam.

    N’eo ket kentrou, kerc’h a zo gwell
    D’ar marc’h a rank bale a-bell.

    N’eo ket gouzout lenn ha skrifa,
    A laka ’nn den gwell da veva.


    Nep na gren ket rak ar maro,
    N’en deuz aoun rak netra c’haro.

    Nep ne c’hoar antella griped,
    A ia enn hent hep aoun e-bed.

    Nep zo bemdez gant ar re fall,
    Ha pa ve mad, zo da damall.

    Nep ne fell d’ezhan trugarez,
    N’eo ket eat betek kaout enkrez.

    Nep zo re vignoun d’ar gwin mad,
    Zo enebour da vap he dad.

    Nerz ha kaloun bemdez zo red,
    Evit diskouez furnez er bed.

    Netra e-bed ne domm ar goad,
    Evel ma’z eo ober ar mad.

    N’euz den na tra hep he fazi,
    Aliez ho deuz eunn daou, pe dri.

    N’euz netra dreist eur mignoun mad,
    Nemet gwir vamm d’ann emzivad.


Ne vez ket drusoc’h ar gaoter,
Ha pa ve leun a gomzou kaer.

Ne zalc’her gant chaoser,
Ar mor nag ann amzer.




O




Ober digoradou d’ann dud brema zo red,
Gant ar c’hiz-ze zo deut, diskiant en deuz spered.

Ober moan wadegenn ha beva enn he roll,
Zo gwell ’vit morlarjez, ar c’houzoug er wakoll.

Ober vad d’ar re goz a zo fur ha santel,
Ar furnez a zistro ann den koz da vugel.

Oc’h barn disleal ann dud harpit, hep derc’hel penn ;
Ann heol a lugerno, pa vo eat ar valkenn.

Oc’h kement tra a rear taol evez a zo red,
’Vit beza didamall dirak Doue hag ar bed.


O welet petra ’nn dud ha petra ho doareou,
Ar fur dec’h diout-ho, pe ia war ho roudou.

O vont war barlochou n’en em gaver abred ;
Red eo deski bale, kent mont pell da gerzet.


――――


    Oad ne ziskar ar mad e den,
    Gwezenn goz zo teo he boedenn.

    Ober vad bemdez a zo red,
    Pep trugarez pa ve kollet.

    Ober vad da veza karet,
    Gwella labour a ve kavet.

    Ober dismeganz n’eo ket mad,
    Ha falloc’h goude ober goab.

    Oc’h ar pez ne c’haller miret,
    Harpa hep klemm gwella rafet.

    Oc’h ann teodek mar rendaelit,
    Keuneud fall enn tan a daolit.


    Oc’h komzou flour diwallit mad,
    Ar c’haz a guz ivin he droad.

    Oc’h kroc’hen leon, mad kroc’hen louarn ;
    Ijin spered, oc’h ann daouarn.

    Oc’h daou benn-gap euz eul lerenn,
    ’Tre daou bried diou lizerenn.

    Oc’h eunn den gant aour gounezet,
    Komz brao a zo amzer gollet.

    Oc’h eunn den zo he spered lemm,
    Koz-aer a glask sevel he flemm.

    Oc’h eur gwall-den a ra profou,
    Evesait mad, kamm he droiou.

    Oc’h eur c’hrek koant e rear eur zell,
    Hag eur c’hrek vad d’ann holl zo gwell.

    Oc’h eur vag eo mad aliez
    Kaout daou heor d’he derc’hel kompez.

    Oc’h gloar ar bed ar bleunv a zo
    Ne gutuiller frouez diwar-n-ho.


    O c’hortoz eo hirr ann amzer,
    War ar spered laka preder.

    O choum ema tost d’ann iliz,
    Ha pell dioc’h Doue e choum he feiz.

        Oc’h mean a red,
        Kinvi n’euz ket.

    Oc’h ounnerik a gar tourtal,
    Pa vezo bioc’h, e vo diwall.

    Oc’h sac’h prennet aour ar paper,
    Ebarz euz brenn pe vein pounner.

    Oc’h soroc’hell leun a avel,
    Den re vrudet a zo hevel.

    O rei d’ar c’horf he c’houlennou,
    E stag out-han gwall glenvejou.

    Ous-penn eur boed a vag ann den :
    Boed ann ene zo ar bedenn,
    Boed ar galoun ar garantez,
    Boed ar spered ar wirionez.




P


Pa brenn lagad ann den, lagad he garantez
A bar, digor atao, war dal he vignounez.

Pa glemm unan-bennag, choumit war zaou-hanter,
Aliez ar gasouni e deuz ganet gevier.

Pa fazi tud ho ti, dioc’h-tu vez drouk enn-hoc’h ;
Ankounac’hait pep tra, diwar eur mare, peoc’h !

Pa stok dourn Doue enn den a zo ann distera,
E strink diwar he dal eul lugern ar gaera.

Pa vez prennet da zor, na brenn ket da lagad,
Hep gwelet pe labour a zo bet da zeisiad.

Pa veuler ac’hanoc’h, deut enn-hoc’h hoc’h-unan ;
Doue a zo ar mor braz, c’houi eul loum dour bihan.

Pa weler ober drouk, tevel zo eunn dra fall,
Tevel a ve abek d’ar re all d’hon tamall.


Pa vez keal dimezi e komzer a arc’hant ;
Ann arc’hant n’eo netra, e-skoaz furnez ha skiant.

Pa vioc’h harpet ha kre, krenit na zizarpfac’h,
Nemet gant Doue ann env skoret mad e vefac’h.

Pa voac’h bugel er skol ho mestr ho kastize,
Ha brema, den, ho tad ho kelenn ne c’hallfe ?

Pa za drouk enn den mad ne d-a ket buhan er meaz
Ne d-eo ket oc’h ann dud, oc’h ann drouk en deuz kas.

Pedi, pedi zo red, mont euz ar bed zo mad,
Ha gwelloc’h, kalz gwelloc’h, maga paour, emzivad.

Pe oc’h koz pe iaouank, gwella zo labourat
Da zastum mignouned, war-benn mervel er-vad.

Pep den, ma ve kredet, zo fur war he veno ;
Pa zeller out-han piz, ema pell dioc’h eno.

Piou ar c’hristen a c’hell, enn eur bloaz nag e daou,
Gounid, hep taol kil-dourn, arc’hant a vozadou ?

Poan d’ann drouk a zo red e pep slad, e pep gwenn,
D’ar pinvidik, d’ar paour hevel ar gourc’hemenn.


Poaniuz eo koll he dra ; gwasa koll d’ar galoun
Zo gwelet, gant arne, o tec’het eur mignoun.

Poan war-n-hoc’h o tiroll, bezet fizianz bepred ;
Gant ann den o vervel, ar fisianz ne varv ket.

Prezeg hep rei skouer vad, a zo koll ann amzer ;
Ne varn ket direbech, eul laer eat da varner.


――――


    Pa brezek louarn da iar-indez,
    Ema enn he gof, mar kofez.

    Pa domm ar c’haz he gein er meaz,
    Logod ann ti a c’hoari eaz.

    Pa lavar rei, Doue a roio ;
    Gortozit, ann deiz a zavo.

    Paourentez a dosta e-kuz,
    Oc’h kegin lipouz ha re zruz.

    Pa rooc’h, mignoun e vezoc’h,
    Den fall a-vad, pa c’houlennoc’h.


Pa na vez mui foenn er rastell,
E sao c’hoari gant ar c’herniel.

Pa ne c’heller mont war-adre,
Gouzout lammet gwella a ve.

Pa zigor freuz eo kabalat,
Da bep c’hoari kaout stek zo mad.

Pa vec’h ken du hag ar mouar,
Gwenn-kann oc’h d’ann hini ho kar.

Pa vez ar boan enn he gwasa,
Vez tost ar gor da ziskarga.

Pa vez ann den tost da vervel,
E teu d’ezhan ar skiant a-wel.

Pa vez aour war dro ar galoun
E vez pounner-gleo oc’h mignoun.

Pa vez ar c’hlenved ’nn he gwasa,
D’al louzaouer eo ann easa.

Pa vez al louarn o trei gwidre,
E kuz he lost oc’h penn-adre.


Pa vez dare, dioc’h ar wezenn
E tistag, e kouez ar berenn.

Pa vez prennet ann nor,
Paol ne gav ket digor.

Pa vezer klanv, kaer ar iec’hed ;
Eur mad kollet anavezet.

Pa vezer savet huella,
E vez atao al lamm brasa.

Pebrenn figuz choumet disher
A zo e kaon, krinet he ler.

Pec’hed marvel eo ober goab
Euz ar paour en deuz kalounad.

Penaoz eul lezenn a ve mad,
gant tud direiz pa vezo great.

Peoc’h ha nebeud a dra ;
Eur banne dour, eunn tamm bara.

       Peoc’h hep madou,
       Dalv kalz a draou.


Penn-foll ar c’hrek a fell d’ezhi
Gwiska eur bragez enn he zi.

Pep den a gred, war ar bed-ma,
Eo ar zant a bed ar brasa.

Perak e rez d’eunn all eur boan
Ne garfez gouzanv da-unan ?

Pe zor hon-nez hag a c’houfe
Pe goulz vo digoret gant Doue ?

      Peuri, krignat,
      A ra kofad.

Prena mezer ha klask pried,
A c’houlen goulou da zellet.

Prena, gwerza, ne d-euz tra well,
Pa vez kompez ann diou skudel.

Pinvidik bet o visac’ha,
Zo rok he gi, gant ar roka.

Pinvidik eo neh a gar Doue,
He nesa, he vro hag he roue.


Piou ann den koz, ann den iaouank,
O klask furnez, lia ne gav diank ?

Piou eo a c’hoar ar ger kenta
Etre dilost ha penn pep tra ?

Piou ann den fall zo eat da zant
Dre skouer c’hoariellou diskiant ?

Piou ar re hag a daol evez
Ha n’ho deuz gwelet aliez,
Ne gomz tud Breiz e iez Bro-C’hall,
Nemet pa vezont mesv-mik-dall ?

      Plac’h ha mevell
      A goll bugel.

Poan ar bed-ma ne d-eo netra ;
Poan ar bed-all eo ar wasa.

Poan a zo oc’h heul ann danvez ;
Louzou pep poan, gwir garantez.

Poeza er-vad a dle pep den,
Ar pez a ra eur vech hep-ken.




R


Re a lorc’h dioc’h gened a zistag gwall-lammou ;
Er gwez a zo digor e krog gwall-avelou,

Red eo ober pep tra enn amzer zo lakeat ;
Fall e ve re abred, ha fall re zivezad.

Roit ho kaloun da Zoue : n’eo ket dre brof hep-ken
E tistroio he zourn ; gwella prof, ar bedenn.



      Rehech d’ar paour he zienez,
      Zo digeri dor d’ar gernez.

      Red eo gouzanv da gaout skiant,
      Ha labourat da gaout arc’hant.

      Ren he galoun a ra ar fur,
      Bag ann diskiant a zo hep stur.


Rei kement zo liep goulenn tra,
Eur galoun vad bemdez ne ra.

Rei eunn dra vad evel m’eo red,
A vez great eur wech pep kantved.

Rei eur ger mad da eunn den fall,
A zo sila mel war gik sall.

      Re skrabat a boaz,
      Re brezeg a noaz.

Reuzeudik eo nep ne d-eo bet,
Poan er bed-ma d’ann den zo red.

Roit aluzenn da eunn den paour,
Pa ve ho prasa enebour.

      Roit d’ar fur bazadou,
      Ha grit he lavarou.

Roit d’ar paour eunn dournad bara,
Eunn dournad karantez d’ho nesa.




S


Skuiza a rear gant spered ne d-eo eeun, na gwirion,
Karet vezer atao gant spered ha kalon.

Sellit a-raok bepred, gwelit petra vezo,
Ha ne stago kement ar boan, pa c’hoarvezo.

Seul-vui vioc’h anaoudek, seui-vui e vioc’h karet ;
Beza dizanaoudek zo a wenn ann aered.

Spered diez zo kabluz d’ezhan ha d’ar re all,
Piou a zo bet easoc’h, goude rendael, tamall ?

Studiit hep paouez ; d’ar spered e teu skiant,
War-bouez labourat tenn ; ar skiant a dalv arc’hant.


――――

      Santik bihan, santik kolo,
      Da gaout he brof a gav ann dro.


Skiant Doue a zo sklerijenn,
Skiant ann den tenvalijen.

Skiant ha furnez dec’h, peurvuia,
Dioc’h turlukin hag ormider ;
Ar wirionez d’en em fuilla
A red da di al lezenner.

Skoit war ann tomm, ann houarn zo ruz ;
M’ho peuz apoue, bezit euruz !

Skrif evel eunn den gwisiek,
Hag evel ann holl prezeg.

Selaouit mad petra glevit,
Ha pa ho pezo gwelet, kredit.

Selaou, sell ha ne lavar ger ;
Goude klevet, easoc’h ober.

Sellit mad oc’h ar pez a reoc’h,
Warc’hoaz ho labour vo gwelloc’h.

Sevel mintin, kousket a-bred,
Zigas madou, furnez, iec’hed.


    Spered ann den a zo berr-boell,
    Ne diz na doun, nag huel, na pell.

    Staga enebour oc’h ar grouk
    Zo er galoun mouga pep drouk.



T


Tamallet oc’h e kuz, list ann dud da brezeg ;
Kent evit ma tavfent, e Doue klaskfent abek.

Tamall ha drouk-prezeg, diwar c’hoari zo-ken,
Laka kaloun mignoun da ranna gant anken.

Teod kagouill, fistiller, choum sioul enn da c’henou ;
Ken a c’houezi tevel, ne vo mad da gomzou.

Tec’hit dioc’h ann teod flour, goloet he brezeg ;
Ar wirionez a gomz didroidel, displeg.

Techit dioc’h tud tenval ; ann dour, pa na red ket,
A vez louz peur-vuia, leun a amprefaned.


Terri lezenn pep reiz a zigas gwall boaniou ;
Ac’hano ar maro, ar brezell, ann daelou.

Tiek a labour he bark a c’hounid he vara,
He furnez dirak Doue zo ar furnez vrasa.

Tiez ann dud, pa gouezont, a-nevez vez savet ;
Ne c’heller nevezi ar gened diskaret.

Tomder ar garantez ne zell oc’h den, na tra,
Oc’h pinvidik, na paour, oc’h brasa, bihana.

Treac’h e vezoc’h atao, mar gouzanvit hep klemm ;
Neb a c’houzanv pep poan a zo ar c’hreva den.

Trouc’hit ar c’henta drouk ; da zistaga ’r c’hlenved,
Eul louzou divezad n’en deuz galloud e-bed.


――――


    Tad ha mamm a zilez bugel,
    A zo daonet a-raok mervel.

    Tamall gragez a zo ebad,
    Diez eo evel-d-ho ober mad.


    Taol evez ha na lavar ger,
    Evit deski e berr amzer.

    Tavit ha prennit ho kenou,
    Ma na d-eo ket fur ho komzou.

    Tiek, da-unan kea da arat,
    Mar fell d’id kaout pep bloaz eost mad.

        Tost d’ar wezenn
        Kouez ar berenn.

    Tra d’al lagad n’eo par d’ar bed,
    Na par da Zoue, tra d’ar spered.

    Trec’hit hirio ho poasiou fall,
    Warc’hoaz out-ho stago re all.

    Tremen er bed a ra ann den,
    Evel enn ear eur vogedenn.

    Tri c’houzout a ren ar bed-ma :
    Deski gouzout zo ar c’henta,
    Ann eil, a zo gouzout beva,
    Gouzout ober mad, ar gwella.


Tri zac’h a zo red da brosezer :
Sac’h paper, sac’h arc’hant, sac’h amzer.

Troit ar gwella, ’vel ma karfoc’h,
Da fall ez ai hep Doue gan-hoc’h.



V


Va merc’h, kaer ho kened, ha mad eo ho kaloun ?
Gened hep madelez a zo eunn dra zifounn.

’Vel erc’h ar menesiou madou ar bed zo kaer,
Diout-ho e strink lugern ha dour louz a ziver.

’Vel pluen war ann dour, war ar bed ema ’nn den ;
D’al labousik a gan a-walc’h eur c’hreunenn.


――――

Va mignoun mad klev va ali :
Na c’hoanta kement a weli,


    Na gred ket kement a glevi,
    Na lavar kement a c’houezi,
    Na ra ket kement a c’helli.

    Va zud, list ar glao da goueza,
    Avel ann Aotrou da c’houeza,
    Ha teod ar genou da zec’ha.

    ’Vel a fell d’in a lavarann,
    Ha ne rann ar pez a garann.


――――


War-bouez mont hep distrei morse dioc’h ho mennad,
Her pakoc’h ar gwella, a-bred pe zivezad.


――――


    War ar bed-ma ema ann den
    Keit dioc’h al lost ha dioc’h ar penn.

    War ar meaz e tispluer gwazi
    A ia d’ar c’heariou da zibri.

    War-bouez gopra mad he labour,
    Tigor spered ar micherour.


War-n-hed eul leo na dostait ket
Oc’h blevenn ruz ha grek barvek.

War spern e kan al laouenan,
War blunv, ann den a hirvoud poan.

War varc’h ez a kourraoterien,
Ha war ho zroad ho gopraerien.


――――O――――








LOSTENNACHOU


―――o―――



Amzer ha diveradennou
A lakfe ’r mor e krogennou.

Ann hent koz a gas difazi
Ann nep a ia dre-z-han d’he di.

Ann den a guz he zrougiez
A ziskouez eo mad ar furnez.

Ann den a ra ar pez a c’hell,
Ha Doue bemdez ar pez a fell.

Ann dent drouc’h ann teod a-wechou,
Hag hi amezeien er genou.


Ann den ne dle beza meulet,
Na tamallet dioc’h he welet.

Ann den er bed hep ti, na bro,
A doull he vez pep deiz a zo.

Ann dud er bed a zo ganet
D’en em c’houzanv, d’en em garet.

Ann neb a brezeg mad a c’hoar,
Guelloc’h, neb a ra dilavar.

  Ann neb a c’hoar nebeud
  Aliez a faout keuneud.

Ann nep zo deut mad d’ar merc’hed
N’en devezo naoun na sec’hed.

Ar boan a zired d’ann daou-lamm,
Ha da vont kuit eo morzet, kamm.

Ar bugel zo o tont er bed
Oc’h bronn he vamm dle kaout he bred.

Arabad ve drouk ’vit netra,
Gant gwall-avel eo divernia.


    A raok goulenn da dra,
    Ro da Zoue he dle genta.

A-raok lammet, gouez e pe leac’h,
’Vit na dorri na penn, na breac’h.

Ar frouez gwella, ’raok darevi,
A zo bet trenk, c’houero, pud-ki.

Ar c’henta ne c’houlen netra
Digant nep zo ann diveza.

Ar c’hrek direiz ia euz he c’her
Da goll ann dud hag he amzer.

Ar c’hrek vad enn he ziegez
A zo mean-oaled pep furnez.

Ar c’hoari gas ar fall er meaz
N’eo leal atao, ha pa ve eaz.

    Ar iar a zo d’in-me,
    Hag he vi zo d’id-te ?

Armanak lavar amzer vrao,
Ha Doue a ro arne pe c’hlao.


    Ar mel a vez ar franka,
    Pa vezer oc’h her gwaska.

Ar mezer zo dioc’h neud ha liou,
Ar gwin dioc’h blaz ar genou,
Ar boked dioc’h c’houez he zeliou,
Hag ann den dioc’h he labourou.

Ar pesk a gar neunv enn dour sklear,
Al labousik nijal enn ear,
Hag ar c’hrek vad choum enn he c’hear.

        Ar pod bihan
        A verv buan.

Ar re zo huel ho c’haoc’h enn-ho
A zo peurvuia tud goullo.

Ar vioc’h kenta a ia d’ar prad
A lip ar gliz hag ar ieod mad.

        Atao didalvez
        A gav digarez.

Atao ez eo red diskoultra
Gwezenn iaouank zo da eeuna.


Beva, mervel zo evel tra
Da neb a zo Doue gant-ha.

Beza euruz, kaout kalouu vad
N’eo ket ker stank ha raoskl er prad.

    Bez fur, pa n’oud koant,
    Diskouez es peuz skiant !

Bezit kempenn, va bugale,
Ann eil nebeud founn egile.


――――


Kaer zo kuzet lost ann azen,
Bek he skouarn a zao dreist he benn.

Kaloun ann den zo doun hag huel,
Ne diz nep mad, ma n’eo izel.

Kan alc’houeder, komzou re vraz
A ve kaeroc’h, ma padfent bloaz.

Kastiz ar paour deut pinvidik,
Zo dont adarre reuzeudik.


Kement tra fall ra ar re vraz
A gouez d’ar paour war he ziou-skoaz.

        Ker ha mad
        Gwella marc’had.

        Ki givioul
        A grog sioul.

Korn-kof a vez goude re gofad,
Goude labour fall, kalounad.


――――


D’ann azenn a zo kre he gein
E vez taolet panez d’he lein.

Danvad kaillaret, mar gallfe,
Ann denved all a gaillarfe.

Daou wir bried ha daou vignoun
Ho deuz eur feiz hag eur galoun.

D’ar re all ema ’r c’hrafer
O trei kik ponsin oc’h ar ber.


    D’ar vugale margodennou,
    Da gals tud fur c’hoariellou.

        Dastum ra ann hanv,
        Ha dibri ar goanv.

    Den fur abarz ober netra
    A gemer ali da genta.

    Den fur ha mad ne d-eo hen-nez
    A zo gant-han pep seurt arwez.

    Deskadurez ha kelenn vad,
    Dre nerz ar feiz, a drec’h ar goad.

        Dibaot al labour a vez mad,
        Pa vez bet paet a-raok m’eo great.

    Dibaot brema eo kaout eunn nor
    Ha gant alc’houez aour na zigor.

    Digor ann nor, it d’he zerri !
    Gwell eo plega evit terri.

    Dioc’h ann itron eo ann aotrou,
    Kordennet mad int bet ho daou.


    Dioc’h ho flunv eo al laboused,
    Dioc’h ho ziegez ar merc’hed.

    Diou, teir amzer en deuz ann den ;
    N’int hevel ann eil oc’h e-ben.

    Dispignet mad eo ann arc’hant,
    Kant zo bet diwar hanter-kant.

    Diskiant eo beza goloet ;
    Bezit fur evel da welet.

    Diwar c’hoarzin aliez, aliez,
    E lavarer kant gwirionez.

    Doue a ro viou d’ann diod da gas,
    ’Vit ma lippo war-lerc’h ar chas.

    Doue gant he zourn kleiz a sko,
    Ha gant he zourn deou a ro.

    Doue war zaou-hanter enn da di,
    Mad e vo al labour a ri.


――――


        Enn tu ma tro ann avel,
        Tro ha digor da c’houel.

    E pep ti-barn dibaot ann nor
    D’eur gaou pep deiz na ro digor.

    Er bed euz muioc’h a c’hragez vad
    Evit a lern besk zo er c’hoad.

    E ribl ann dour eo pesketa,
    A-zioc’h ann eienenn efa.

    Er vro ne vag mamm he bugel,
    Ne vez tud euruz, na santel.

    E-touez eur bern gwirionesiou,
    A-walc’h eo unan pe ziou,
    Da nep ne lamm dreist-ho e-biou.

    Etre daou eunn dra guzet,
    Hag etre tri anavezet.

    Etre ’r skudell hag ar genou
    Meur a damm gouez euz al loaiou.


    Eul louzaouen a zo er prad
    A rear anezhi huanad ;
    Dimezit hag ho pezo hi,
    Nemet furnez ve leiz ho ti.

    Eun aval mad pe eur herenn
    A vez debret goude merenn.

    Eunn den desket hag a zo diod,
    Zo diotoc’h evit eur ribod.

    Eunn den hag a c’hoar pep tra
    A ia aliez da visac’ha.

    Eunn tarzod hag a c’hoar tevel
    Oc’h eunn den fur a zo hevel.

    Eunn ti bihan war ar grec’henn,
    Eul liorzik hed eur c’houerenn,
    Eunn iliz da laret ar bedenn,
    Eur c’hregik vad hag hi kempenn,
    Pevar dra a-walc’h da bep den.

    Eur c’hartourounad rogentez
    A gollfe daou c’hant lur furnez.


    Eur c’hrek zo fur, o timezi,
    A ziwallo enor he zi.

    Euz a c’henou bugaleigou
    E teu aliez gwirionesiou.

    Euz vi torret da alumenn,
    Ne zigloso labouz biken.

    Evit paka louarn pe c’had,
    Sevel abred a zo red mad.


――――


    Gant ar gwir zo eur ger pe zaou,
    Eur zac’had gevier gant ar gaou.

    Gant ar zikouriou o kreski,
    E kresk peadra da zibri.

    Gant ejenn iaouank ha taro
    Ne d-a dibeskell ann ero.

    Gant glao bihan torr gwall-avel ;
    Gant eur ger mad, kounnar diboell.


    Gant medisin en deuz damant
    Ez a aliez klanvour da zant.

    Gervel ar bleiz da zont er c’hraou,
    Eul laer da doui ne lavar gaou,
    Zo daou dra fall etouez gwall draou.

    Goude koueza war ar genou
    Eo diez sevel war ann hellou.

    Goude c’hoarzin, e teu gouela ;
    Goude c’hoari, huanada.

    Goude tri deiz e skuiz pep den
    Gant glao, arne ha grek estren.

    Gouzanv a gas d’ar wisiegez,
    Hag enn tu all, tost d’ar furnez.

    Gouzout rei ha gouzout derc’hel
    Laka danvez da badout pell.

        Gwelloc’h eur ger tavet
        Evit daou lavaret.

    Gwelloc’h eo rei ar gloan touzet,
    Evit na d-eo rei ann denved.


Gwigour ann ael oc’h ar hendell
A chal enn hent mestr ha mevel.


――――


Hag hen koz Doue a wel mad,
Lemm eo atao he zaoulagad.

Heb he zilao n’euz gwin, na iod,
Hag heb he bleg na fur, na diod.

Hep na vezont bet hadet,
Stank e tiouan ann dioded.


――――


Iaouankiz ma c’houfe,
Ha kosni ma c’hellfe,
Ar bed ne fallafe.


――――


    Labourat eaz ra didalvez,
    Pa vez er zizun seis sulvez.

    Lavaret mad a zo eunn dra,
    Hag ober a zo ar gwella.

    Ledit amzer war ho kouli,
    Hag e pareo pe e wellai.


――――


    Madou beleien ha bleo ki,
    Na da betra mad e vent-hi ?
    Da vouga ’nn dud ha d’ho daoni.

    Mad ar zeder ? mad eo, mad eo !
    Va mignouned, kenavezo !

    Ma n’euz er zac’h c’houez nag avel,
    Ne voud bombard, ne gan sutel.

    Mar kouesfe ann env war ann douar,
    E ve paket meur a glujar.


    Mar d-eo fur, ne d-aio eunn den
    Da c’houeza fri goulou ’nn estren.

    Mar fell d’id paka peskedenn,
    Laka boed mad oc’h da higenn.

    Mar red ar bleiz e-kreiz ar c’hoad,
    Gwerza he groc’henn n’eo ket mad.

        Maro eo ar gazenn,
        Ker braz voa he anken.

    M’ho peuz c’hoant da veza karet,
    Divousklennit ho penn kalet.

    Mont a ra Iann da visac’ha,
    Oc’h he chouk kant micher gant-ha.


――――


        Na laka ket kountell
        Etre daouarn diboell.

    Neb a gred en deveuz amzer,
    En em gav divezad er ger.


    Neb a laka ’r gwir marc’had mad
    A vrev lealded dindan he droad.

    Neb a lavar ar pez a c’hoar
    Ne glevo ket ar pez a gar.

        Neb a zo pignet huel
        Aliez a gouez izel.

    Neb a gav eunn dra n’eo kollet
    A varv aliez hep kaout klenved.

    Ne ket euruz nep ne gred ket,
    Er galoun ’ma ann eurusded.

    Ne ket stal gaer eo ar wella,
    Nag ar verc’h koant, ar verc’h fura.

    Nemet e Breiz ne weler ken
    War oaled peb ozac’h peorien.

    Nep zo laouen gant bara zeac’h,
    A gav da beuri e pep leac’h.

    N’euz den ker koz n’hell beva bloaz,
    Na ker iaouank, mervel warc’hoaz.


    N’euz hent ebed na gas da Rom,
    Nemet er gear ve rankout chom.

    Ne ziskouezont kaout sklerijenn
    Ar re a ia da heul azenn.

N’oc’h gwisket kaer, n’ho peuz spered,
’Tre diou speurenn viot digemeret.


――――


    Ober hep goulenn na diskenn
    Ne gas nep labour eeun da benn.

    Tiek, oc’h Doue en em erbed mad,
    Na baouez ket da labourat,
    Hag e teui gliz war da zrevad.

    O c’hortoz ar peuri da greski,
    E choum ann ejenn da c’hlaouri.


    O c’houeza ann tan da gregi,
    E strink ann elf oc’h penn ar fri.


――――


    P’ edo Adam o pigellat,
    Eva war-lerc’h o rastellat,
    E Menez-Are, e skouarn ar c’had,
    E voa tud-jentil, me c’hoar vad.

    Penn iaouank a c’hoar prederia,
    Teod ne lavar re peurvuia,
    Divoc’h gant eur ger o rusia,
    Tri dra gaer ma vent stank brema.

    Pe win koz pe arc’hant louet
    Zo, a gav d’id, ar gwella boed ?


――――


        Re a furnez
        Aliez zo diez.


Red eo d’hoc’h terri ar graonenn,
Evit gallout kaout ar voedenn.

Red eo maga evit beva,
Ha beva evit ar gwella.

Ro da vuez kent koll brud vad,
Hag hi ho diou da Zoue, da Dad.

Rogentez e kaloun den paour,
Zo war gein eur wiz eur baz aour.


――――


    Soubenn ann tri zraik :
    Dour, holen ha baraik.


――――


Tan, dour ha bara zeac’h
A vez kavet e pep leac’h.

Tec’het ar chas, ar c’had a lamm ;
Den kalounek goude ’nn emgann.


Va fluek laro d’in e-verr
Petra vo gwella da ober.


――――


War eur vlevenn em beuz c’houezet,
Doue a c’hoar pe leac’h eo nijet,
Evid-oun-me ne c’houzounn ket.

War c’hrac’hell ed ar raz a lamm,
Ha war c’hrac’hell arc’hant kraban

War lerc’h ar merc’her ema ’r iaou,
Biskoaz n’int bet hevel ho daou.



OUVRAGES DU MÊME AUTEUR


――――


TROUDE & MILIN


DIVIZOU GALLEK HA BREZOUNEK. — Un volume in-12.

IMITASION JEZUZ-KRIST. — Un volume in-18 carré.


MILIN


MARVAILLOU GRAC’H-KOZ. — Un volume in-18 jésus