Regret da veza offanset Doue, ha da veza choumet hep e garet. Var ar ton : Songit, den abuset.
Siouas din ! va Doue,
E pep oad, e pep amzer
Ouc’h offanset guanêe,
Ha c’hui quer mad em c’hêver ;
Mès perac oc’h offanci
Eleac’h dont d’ho caret ?
Pa sonjan em ingrateuri
Eo va c’halon rannet.
Evit ur bligeadur
Vil, dister, ha disprisabl,
Siouas ! dre un injur
Quen horrubl, quen detestabl,
Emeus plantet ar gountel
bete caloun va zad,
Ha dre ur maro cruel.
Lazet va Autrou mad.
Ah ! den barbar ma zoun,
Penaos emeus-me gallet
Caout biscoas ar galoun
Da ober eur seurt torfet
En oc’h enep, va Doue ?
Pini hed va bues,
Oc’h eus bet evidon-me
Quement a drugares.
Gouëlomp, va daoulagat,
N’hon bezet mui quen armou,
Rac ma zoump bet ingrat,
Nemet goulvan ha daëlou ;
Ah ! pec’heurien miserabl,
E pep leac’h meditomp
Pe vete queit oump coupabl,
Muntreurien Doue ma zomp.
Perac na doump-ni quet
Anflammet à garantes,
Evit croüer ar bed,
Hon Rouë, hon Tad, hor bües ?
Evit un Doue quer charmant,
E vemp bet quer sclacet,
Hac evit traou à nëant,
Quen tom, ha quen hastet !
E gared eo ar mad,
Hac ar guir pinvidigues,
Ar rest ne deo ervad
Nemet poan ha paourentes ;
Maleürus eo ar vües
Hep carantes Doue,
Leun eo a dristidigues,
Un ifern mêmès ë.
Un den a glasq Doue
En em gaff en assuranç,
E pep leac’h e ene
A zo leun à esperanç ;
Ha quement poan a andur
Epad e oll vuës,
O vortifia an natur,
A blich d’e garantes.
Brema-ta, va Doue,
Me ameus cals à regret,
Ha queus bras em ene,
Rac n’ameus quet ho caret
Mès pelloc’h emeus esper
Gant ho craç, em bezo
Carantez en ho quêver,
Ac’han bet’er maro.